AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 17 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
18 Septembre 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 17 )
( Heuliad " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nev'zamzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj
Da enorin Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 )
" I got caught in a storm and carried away ... " *
Eilvet Devezh
" When the dark night seems endless , please remember me ... "
Loreena McKennitt - " Dante's Prayer " **
AR VERED VOR
" Dour moulbennek , Lagad a vir ganit
Kement a hun dindan un ouel flamm ,
A , va feoc'h !
Paul Valery - " Ar Vered Vor "
( Le Cimetière Marin )
17 - Dre gendastum pezhioù strewet ur c'hoari miltamm luziet , e klaskas Fred ur wech ouzhpenn adkregin gant film e vuhez bleinier laz-senin brudet kaer .
Dont a reas d'em welout digenvez 'n e gambr vugel adarre , o sonjal er marv , spontet 'kreiz an denvalijenn ouzh e c'hronnan . Ha n'en doa ket treuzet an harzoù hep distro en ivez ?
Moarvat , daoust da dachennadoù tenval kevrinus bennak na oad ket 'vit diarbenn diouto , ' oa 'n em douellet e-unan 'vel meur a zen .
Neoazh , hag e c'hellfe bezan sur eus ur falssenario a roe klask breman tud da gredin hag eus ar skeudennoù ragaozet-se ' oa bet garanet don 'n e spered bet trelatet ganto ?
Emskiantek e teuas prim ouzh ar c'holoenn zister ' oa hini e gorf , o c'hedal er pellder ur sklerijennig a bede anezhan da vont 'trezek dremmwelioù all ...
'Vit e zigarezin un tamm , n'oa ket bet skoet gant un irienn vakiavelek bet steunvet outan gant ur gevredigezh guzh e gre an Nazied ?
Keal ' oa eus un dra gevrinus , a sonje , unan bet kuzhet gant an SS Von Braun d'an ampoent m'edo o tec'hel kuit ' kerzh drouziwezh an Alamaned . Meneget ' oa bet pell amzer ar Gral war a lavare , pe un dilsam vojennel bet skoachet gantan pe 'barzh ar goadeg Vrekilien pe war un enez ...
( 11 )
Heulian a reas an div vaouez .
Nepell diouzh ac'hano ' oa ur gael houarn merglet , hini ur veredig savet war un tornaod uhel-spontus hag o valiran 'vel ur vag a-us d'ar mor .
Neuze , perak ennan ur santadur ken poanius-se da vevan eurioù skrijus bepred ?
"Pell'zo eo marvet va mamm , war "he " gwall e oa ! " , a laoskas fuloret war-zu an ec'honder divent , hep bezan miret da vallozhin c'hoazh an hantervreur-se en doa e zibabet 'vit em zizober diouzh e wreg Laura na gare ket ken . ( 12 )
Ar Sklerijenn evel-just , setu pezh en dije mennet ober !
Ar wirionez nemeti 'n dije fellet dezhan he dizolein a-zivout an holl gelanoù ha korvigelloù heugus-se , gwirionez splann 'vel goulou tan-flamm an tour-tan a weled o paran war anv kizellet e re , kichen-ha-kichen , dindan ur groaz vaen-greun :
- LENA KERVERN , pianoourez , 1919-1952 .
- Kabiten BORIS " YOWAN " DAGAN , rezistant , 1909-1945 .
E vammig ' oa ' veze beziet tost d'he c'henderv pinvidik-mor war an tamm douar Breizh-man , merc'h Yann ivez , c'hoarierez veur , seurt steredenn-red he doa traiset he danvez-pried 'vit un ofiser eus ar re wellan ' barzh arme-dalc'h an Ac'huberezh .
An hini all , bet rekouret gantan e gevezer "hael " , ' oa bet dilezet nebeut a-raok an arsav-brezel war e dremenvan . Bugel bastardet avantur anezhan , ' oa henvel e donkadur ouzh hini Roll bet kouezhet war an dachenn e 1914 . ( 13 )
E sell d'an arvest-se ken trist en doa gwelet meur a wech kent , em stagas ar beajour da brederian c'hoazh war ster e vuhez .
Daoust da gement-se , e strivas da frealzin un tamm e galon , ken anat dezhan ar wir garantez e vage enni ouzh Marieke , ken pouezus ivez evitan Laura he doa 'n em ziskouezet dezhan 'n un doare ken dispar araozi !
En hag e vreur o doa bevet pep unan hep anavezout hent buhez an eil egile . Sonjoù kasoni , gwarizi ?
Piv ' c'hallfe larout petra omp hag a belec'h e teuomp ?
" Fred digenvez " , bet lesanvet a-vihan 'vel'se , en doa klasket drevezan d'e vod emzalc'h e vamm : d'e dro e doa 'n em roet ur bugel , mab ganet eus ur rusianez o tremen eno he doa savet he "C'holiaig azeulet " en he c'hêr . ( 14 )
A-drenv dezhan ' veze kazel-ha-kazel ha tavedek ar maouezed .
Hag e teuas mouezh voud Aleksandra da bellaat dioutan an nec'h ' oa 'n e galon a-wechoù 'pad nozvezhioù anhun ma veze o sonjal gant kalz morc'hedoù hiraezhus 'n doa dilezet frouezh e hil ...
- Kredin a reomp , a laras , e intente Friedrich perc'hennan ur maen burzhudus deuet eus Palestina , hag , a-drugarez dezhan , ma c'hoantae ober implij anezhan da vestronian ar bed an nazied . "
- Ne oa ket ul loen gwadsec'hedik va zad , a gendalc'has Marieke . Menegin a rae alies gerioù-man Novalis : " Davit an diabarzh an hini eo ma vez o vont an hent kevrinus ... " ( 15 )
- Marse en deus dilezet e denzor kent dleout tec'hel kuit dirak an enebourien o tont war-raok , a zisoc'has ar Brinsez .
Skedoù loar a baras a bep tu war lagad a-liv gant ar marv ar plac'h yaouank .
- Pezh en deus graet ' vijen bet eürus da vezan gouest en ober me ivez , a laras ouzhpenn bamet dirazan . Gouezet ' m eus en doa savetet kalz tud ha gant peseurt karantez ' oa drastet moarvat a-nebeudoù e galon !
Ha ne oa ket an hevelep kan gant hini an eneoù , huanad didermen bet merzet o vevan hag o skrijan war holl wagennoù ' kreiz ar mor peurbadel ?
- N'eo nemet kig distumm an holl Zouar ? , a c'houlennas ar gweladenner .
- Kouezhan a ra er puns du-tenval ar vammoù ... " , a respontas dezhan meurdezus Aleksandra o sevel he brec'h war-zu an donvor . ( 16 )
Ar Maen-korn an hini eo koulskoude , hini bet douaret e diazezoù an Oberenn , hag a zo goanag nemetan hon Daspren !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 17 - Du 2004 / Gwengolo 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . "Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
11 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive , 11 ) .
12 - " Ar Gejadenn " ( Auberive , 2 ) .
13 - " An Erbeder " , Trede Lodenn , XI-24 ( Koad ar Varc'heien / Le Bois des Chevaliers ) .
14 - " Istor ur Verc'h Zianav Gevrinus " ( Deizlevr Yann Kervern III , 4 ) .
15 - " Bleudoù-Bleunv " ( Blüthenstaub , 1798 ) - 16 , gant Novalis , Friedrich Leopold Von Hardenberg , lesanvet ( 1772 - 1801 ) : " Nach Innen geht der geheimnisvolle Weg ".
16 - " An Dud Zevet " ( Les Brûlés , 1960 ) gant Zoé Oldenbourg ( 1916 - 2002 ) .
Kanennoù :* " Rising " , gant Lhasa de Sela ( in " Lhasa " albom , copyright Les Disques Audiogramme Inc./ Warner Music 2009 ) , ha ** " Dante's Prayer " , gant Loreena McKennitt ( in " The Book of Secrets " albom , copyright Quinlan Road Limited / Warner Music 1997/2004 ) - All rights reserved .
Taolenn : " Friedhofseingang " ( 1825 ) gant Caspar David Friedrich ( 1774 - 1840 ) .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives



