Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

SAISONS - 18 - 'Teus Hon Laosket ... Tu Nous a Laissés - You Left Us ...

26 Novembre 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Saisons

SAISONS - 18 - 'Teus Hon Laosket ... Tu Nous a Laissés - You Left Us ...
Publicité

'Teus Hon Laosket ...

( Blues Tad-kozh an Nedeleg )

 

 

E koun va zad

 

 

E vo glav marteze

Pa zeui en-dro ,

Glav pe erc'h ,

N'ouzon ket c'hoazh ...

 

E mor-bras an dristidigezh ,

Ec'honder va enkrez ,

' Vo distaolet glas an oabl ,

Ha louet ' vo va c'halon

E traezh digenvez an izelvor ,

Liv an dizesper ,

Liv hon envor ...

 

Pa oa dav dit

Hon dilezel afo ,

' Teus hon laosket

Ha setu eno ...

 

Neoazh 'vel pep bloaz ,

' Savo ar c'hraou da vugale ,

Hag e paro mil gouloù tan ,

'Vel boaz ,

Eus gwezenn Nedeleg ...

 

Neuze ' vimp da c'hedal

An disteran trouz er siminal ,

'Vel pa ziskenne

Eus Bro ar Faltazi

Hon tad-kozh

E noz ar Baradoz ,

E noz ar spi ...

 

 

 

 

DAN AR WERN - Saisons - XVIII - 'Teus Hon Laosket ... Du 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Saisons " , copyright 2006 .

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article