Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LES ETOILES DU MATIN - 4 bis - Ster Nevez - New Stars - Nouvelles Etoiles ( Doare 2007 ) .

21 Mai 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LES ETOILES DU MATIN

Steredennoù Ar Mintin - Les Etoiles du Matin - The Morning Stars ( 4bis )images-etoile-3.jpg


 

 

Ster Nevez

 

 

 

Evit Yann-Gwenvael , va mab

 

" An avel ' c'hwezh e-lec'h ma kar ,
  Hag e klevez he zrouz
  Met n'ouzout ket 
  Nag a-belec'h e teu
,
  Na pelec'h ez a ... "
  Sant Yann , 3 , 8 .
 



Poent eo breman , mab ,

Da gousket
Da nijal en-dro

D'az ped a hud ,
Ra vo diskleriet

Ar gevrin-se d'an dud
Hag a voe c'hoant dezho

Da vont da get ...

 

Kas din-me ganit

War da enez ,
Sklaeroc'h 'get

Ur slerijenn en noz !
Ra vo kavet

Ar Ster Nevez 
' Vit re an Douar kozh !


 

Petra 'fellje dit

Ober neuze ,
Tra ma'z out bet

Aman d'ar strad ?
Da be lec'h all

Ez ajes-te , va c'harantez ,
Luc'hedenn skedus
, dibad ?
 

Hedro an avel  images---toiles.jpg

Az luskello un tamm 
'Kreiz an nozvezh
, 

Da gavellig vihan , 
 

 

Hag e c'hwezho ivez 

War skleurennoù kentan 
Da c'houloù-deiz
,

Ur poentig splann !

 

Ar poentig splann

A verzan 

Er prad-stered
E pellded  

An ec'honder ...



 

Dan Ar Wern - Les Etoiles du Matin - 4 bis - Ster Nevez - 21 a viz Mezheven 1983 ( Hanv )- Adwelet 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Les Etoiles du Matin " , Copyright 2007 .

images_sirius.jpg

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article