Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

UNAN BENNAK EVEL-SE - SOMEONE LIKE THAT - QUELQU'UN COMME CA - 1 - Brest Blues .

29 Mai 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #UNAN BENNAK EVEL-SE ...


Unan Bennak Evel-Se

( 1 )


Brest Blues
               jv-feu-artifice3.jpg


" Hunts her down by the waterfront docks
  Where the sailors all come in ... "

 ( Peut-être elle passera , qui sait

   Entre deux marins ivres morts ... )

Bob Dylan - " Simple Twist of Fate " *

 

 

 

Bez'e vezen ,

O vont kuit eus Orly ,
Gant ur c'harr-nij , da Vrest ,
Ha pellgomz a raen a-raok dezhi ,
Kounaat a ran c'hoazh

Ur fest vras ,
'Vel ur moustr , ken pell'zo ,
'Pad un abardaez-noz

Pevarzek bennak
Ar viz Gouhere ...

 

 

Ha sellet hor boa

Ouzh bigi a-leizh ,
Listri hobregonet 
War ar vorlenn , 
Dindan tanioù-arvest

Ken lies o livioù
'Vel ur boked spi ...




'Pad m'en em vriata a raemp ,
Hon-daou ,
Ar voraerion

O vont prest hebiou ,

Gant o lifreoù fresk ,
A selle a-gorn o skrignal
Ouzh arvest
Ul levenez ken bresk ...

CA7O6H61.jpg


 

A , n'hor boa ket re galz

A garantez , va mestrez , 
E gwirionez ,
Daoust deomp da c'hedal

Gant mall ,

Bewech ,
Me 'zo sur ,

Ma c'hoarvezo buan
Hor plijadur ...





And sometimes I get the blues , 
Thinkin' of you

Lovin me more ,
'Vel m'em boa gellet un deiz  ,

Bevan pelloc'h en ho frondoù ,

Va bleunvig gaezh
A Vreizh ...



 

DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 1 - Brest-Blues - 1980 ha 29 a viz Mae 2007 / Ebrel 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .

* " Simple Twist of Fate " ( Un Simple Coup du Sort , traduction de Francis Cabrel dans son album " Vise le Ciel " - Sony Music Entertainment / Columbia , 2012 - All rights reserved ) .

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article