Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

MEIN DIWAR VA HENT - VI - Mona Hamon .

2 Juillet 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PIERRES SUR MON CHEMIN

images-pyramide.jpgloreena.jpgimages-oeil-d-horus.jpg
 

 

 

 

 

" Setu kemm , en hor c'horf ,

  Eus red ar Vuhez ,
  Hini bout bet ganet

  Eus hon diskar . " 

Levr Egiptat an Anaon *


                               

                     Mona Hamon



" Oh Night , thou was my guide ,
  Oh Night , more loving
  Than the Rising Sun
... "

St-Yann-Ar-Groaz / Loreena Mc Kennitt **


 

 

 

da Vona + , in memoriam , ***

da Izold ,

 

ha da René Guénon ( 1886 - 1951 ) ,

Prederour  ha Sfins ...

                                                          
portrait-cecily-horner-hi.jpg



Kerzhet 'm eus da greizkêr en deiz-all ,
Hep pal ...
Kavet 'm eus anezhi war vord ur c'hae

Yen ha lous ,
Mona Hamon hec'h anv ,
Mona gevrin he blev rous ...


 

Bet' oamp bet , ni-hon-daou ,
' Barzh kombod an tren-tizh ,
Petra felle dezhi ?

Skarzhan kuit buan alese !
Enni ur c'hoant bras tec'hel 'herr da Bariz ,
Analan 'n aer all ,
" Saotr-brein , zoken ! " ,
' Laras ouzhin ,
'N ur c'hoarzhin din ...


 

( Diskan 1 )
 

Ha gout ' rez 
Piv eo-hi ar goantenn ,
Ar follez-man
Deuet da c'hoari 
Gant he zelenn hud 
War lein ar Biramidenn ?

 

( Diskan 2 )
 

Ha gout 'rez 
Da belec'h eo aet
Ar gantreadez
?
Kollet 'm eus 'vidout 
An Hent Reizh ,
Va c'harantez ...


 

 

Met n'oa ket bet ' walc'h 'viti an Obeliks ,
M'eus aon ,
" Hast afo da Gaero ganin-me ! " , emezi  
Goude m'he doa poket din ,
War he dremm un neuz dispi :
" Deomp breman , a-gevret ,

Da vro ar Faraon ! "

 

" Perak 'ta chom paour 'vel Job ,

An den spis ? " ,

A c'houlenn ouzhin trumm ken eeun ,

Rak , diouti ,  eo aes , da neb o vont da regin Gouel Iziz ,
Doueez an Dourioù Nenvel ,

Da zigej ivez

Arouezlunioù luziet

Ar Roue Doueel  !

 

 

 

( Diskan 3 )
 

 

Ha gout ' rez

Piv eo-hi ar goantenn ,                                                                            
Ar follez-man 
Deut da c'hoari 
Gant he gwalenn aour
War lein ar Biramidenn
?

 

( Diskan 4 )


Ha gout ' rez
Da belec'h eo aet
Ar gantreadez
?
Klasket 'm eus davedout 
An Hent Reizh ,
Va c'harantez ...



 

Na vevomp mui dic'hlan , diskred ,
' Vel hini na c'hallo nepred 
Hep feiz ,
Treuzin Gwerenn he Melezour ,
Adsked un Aelez ...

 

Ha kas ' raio din sklaer en diwezh 

Marteze ,
Va Drouizez ,


He Selloù flour loargann
War draezhenn velen domm-gor
Ar c'halonoù c'hwerv ?

 

 

 

( Diskan 5 )
 

Abaoe tri mil bloavezh 
M'he deus savet son
Red an Heol Trec'h
,
Hini ar Stêr-Veur ivez ,
Marv an Deiz  ,


images-isis-et-osiris.jpg


 

( Diskan 6 )                                                                             
 

Adalek broioù du ar Pount "
Betek ur gouloù splann nevez ,
Setu , hirgortozet ,
An Dasorc'hidigezh 
Da zont
!





                                         ___


DAN AR WERN - Mein diwar va Hent - 6 - Mona Hamon ( diwar un ton eus Bro-Iwerzhon ) - C'hwevrer 2005 / Gouhere 2007 - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Mein diwar va Hent " , Copyright 2006 .

                                         ___

                                                                                                          
" Ne dalv da netra , pezh a dremen ,
   E-sell ar Peurbad
" .

René Guénon - " Studioù war ar Gredenn Indezat "
1968 , Editions Traditionnelles .


                                                 ___

Taolenn : " Portrait of Cecily Horner " ( 1895 ) ,

gant Sir Edward Coley Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) , livour saoz .

                                   ___


 

* Diouzh " Luziadell ar Sfins Bras "

( " L'Enigme du Grand Sphinx " , 12 , de Georges Barbarin , 1946 ) .
 

** " The Dark Night of The Soul " , gant Loreena McKennitt - Barzhoneg Sant-Yann-Ar-Groaz ( 1542 - 1591 ) , in " The Mask and the Mirror " , Copyright 1994 , Quinlan Road Limited , All rights reserved .
 

*** Mona ( 1982 - + 2007 ) .


IEG0091-03-348x400-isis.jpg                                                                
 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article