STUDIOU - II - SPECIAL HALLOWEEN - En Tu All d'Ar Ouel ... - Behind the Veil ... - Derrière le Voile ... Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .
En Tu All d'Ar Ouel ... ( 1 )
da Léon Denis ( 1846 - 1927 )
" Deoc'h-c'hwi ,
A breudeur ha c'hoarezed ac'hanon en Denelezh ,
Deoc'h-c'hwi holl ,
Bet krommet ho korfoù gant samm ar vuhez ,
Bet mantret ho kalonoù gant stourmoù kriz ,
Nec'hamant ha trubuilhoù ,
' Vo gouestlet ar pajennoù-man ... "
Léon Denis
" O , deus , Ael ar Beure ,
Ha rog gant da Gleze
Pallenn teuc'h an noz ... "
Maodez Glanndour -
"Vijelez an Deiz Diwezhan " , III .
AL LIAMM , 1978 .

I - Spiritouriezh
" Ar Gelted kozh , hervez ar ouizieion , a skrive Maodez Glanndour en e levr , " Dre Inizi Ar Bed Keltiek " ( AL LIAMM , 1991 ) , ne lakaent ket speurennoù etre bed an diavaezoù ha bed o doueoù : an doueoù a veve en o zouez , hag int e-touez an doueoù . " ( 1 )
Kavout a reomp un hevelep mennozhioù e-barzh oberenn Léon Denis , " Le Génie Celtique et le Monde Invisible " ( Ijin ar Gelted hag ar Bed Diwel ) , bet adembannet nevez ' zo gant Embannadurioù PHILMAN , un ti-embann gouestlet d'ar Spiritouriezh . ( 2 )
Ha padal , ne gredemp ket e vefe bet ivez un hudsperedour an hini kentan , beleg katolik mod Breizh ha skrivagner brudet kentoc'h , prederour ha person ur barrez en e vro war un dro .
Met piv ' oa Léon Denis ?
Hervez a lavar Jean Prieur , un den eeun e oa , ur micherour lorenat , paour a-walc'h , hag a lenne diwezhat en noz da wellaat e zeskadurezh . ( 3 )
Allan Kardec ( 1804 - 1869 ) a gejas evit ar wech kentan e Tours , fromet-tre dirak ar Mestr , o selaou pizh e brezegenn er geoded-man . Pebezh diskuliadenn vras e oa bet evitan , hep mar ebet , d'en em lakaat da gomz ouzh hini en doa skrivet , e 1857 , "Levr ar Speredoù " , deuet buan ken brudet er
bed-holl goude-se ! ( 4 )
Anavezout a rae endeo berzh ar gwarellezh ( magnetism ) , a-raok Dispac'h Bras Bro-C'hall .
Franz-Anton Mesmer ( 1734 - 1815 ) , ur mezeg alaman en doa diskouezhet e nerzh hag amprouet anezhan dre implij ar "beruzennoù hollvedel "
( universal fluids ) .
Skoet en doa evel-se meur a galon e-kreiz ur mor a feizidi !
Ha kroget ivez gant un hent chomet kuzh .
A-hend-all , penaos kompren en em skignas ar Spiritouriezh 'vel ul luc'hedenn en naontekvet kantved ?
War a seblant , o doa desket tud "diouzh an dibab " , evel-just , da lakaat "an daolioù da drein " ( to do table-turning ) , rak o doa ezhomm mont e darempred gant o nesan aet d'an Anaon tost dezho evit komz ganto !
Ha tud anavezet , evel Victor Hugo , Conan Doyle , Eugénie de Montijo , deuet Impalaerez Bro-C'hall da c'houde , a oa dedennet gant studi-se "Kevrinoù an Ene " .
Napoléon III e-unan , he gwaz , en dije laret adalek an Nenvoù , dre hanterour ur Medium , "e vije bet diaes hiziv evidomp da gredin pegen pouezus , e pep kenver , e oa bet emglev ar Speredourien en naontekvet kantved , ken evit a sell ouzh ar brederouriezh , dre vras , ken evit ar vuhez voutin ivez . " ( 5 )
Hervez kont , e oa bet kroget an holl draoù-se e 1847 , pe 1848 , er Stadoù Unanet , pa glevas ar c'hoarezed Fox trouzioù iskis e-barzh o zi .( 6 )
Un doare kehentin etrevedel a zigore un hent nevez d'ur gredenn all . Pe gentoc'h , e oa ur mod all un tamm dishenvel hepken da dostaat ouzh an hini kozh a-gevret gant ar re varv , ha 'vel ma oa bet dija laret , en em skignas d'an tizh ruz war holl an Douar !
II - Dasorc'hidigezh
Hervez Relijion ar Gatoliked , omp salvet nemet gant Aberzh Meur Jezuz-Krist , e-pad Gwener Ar Groaz .
Met e kemenn deomp Sant-Paol ne vo dasorc'het nemet un Den speredel er C 'hloar gant un anien dishenvel dezhan goude e vuhez zouarel . ( 7 )
N'eus ket pell ' zo , abaoe un tregontad bennak a vloavezhioù ha marteze ouzhpenn , eo bet enrollet testenioù dedennus ha graet enklaskoù pizh diwar-benn "Buhez goude ar Marv " gant ur mezeg amerikan , Raymond Moody , hag hini deut ar brudetan evit se e-touez un nebeud klaskerien all a-vreman
Arnodennoù Nes d'ar Marv ( A.N.M ) - Near Death Experiments ( N.D.E ) . ( 8 )
" Ha kredin a ran mont en tu all ar gorre ? " , en em c'houlenne ivez hor barzh Jil Servat , gantan ar peurrest eus an Denelezh , ken prederiet gant he dazont . ( 9 )
Diouzh hon eus klevet , ez eus tu , hiziv an deiz , da enrollan mouezhioù re zispartiet , da filman anezho , zoken .
Ha e-barzh levrioù bennak seurt-se , tud yaouank marvet , kristenien pe nann , o deus gallet komz a-ziwar o buhez nevez er broioù astrel .
( 10 )
Ken kevrinus , evelato , e seblant bezan an tachennoù-se evit an darn vrasan ac'hanomp , spontet ma ' z omp , eveljust , gant ar pezh 'zo dianat deomp , ha re bell , war a gredomp , diouzh ma santomp en hor buhez bemdeziek : siwazh , n'eo ket c'hoazh un dra voutin pe zister da welout un Ael o tiskenn eus an Nenv !
Rak se , eo dav dimp bezan evezhiek-tre , pa lennomp testennoù a c'hellfe , ma vevfemp anezho , lakaat strafuilh da sevel en hor personelezh don , trubuilhan hor speredoù , pe vont re e-barzh hon diemskiant gant ur seurt bredelfennerezh dre ret o sklerijennan hon eneoù a-daol-trumm evel-se !
Kement a draoù ne ouzomp ket !
Ar c'hardinal Ratzinger e-unan , deuet da c'houde Benead XVI , a ziogele pemp bloaz ' zo , "e oa an den , er bed hiziv , en ezhomm eus an Dilavar , eus ur gevrin dreist-hiniennel evitan , eus ar Gened . "
Marteze n'en em gavomp met en diouer eus ul Lavar a-vreman , neuze ? Mouezh Doue , na mui na maez .
Hag ar pab da zont a ouzhpenne :
" N'eo nemet ha ma vefe evel ur mentad eus ar Beurbadelezh , e vefe bras ivez , hag e talvezfe kement-all hor buhez war an Douar . " ( 11 )
III - Adenkorfadur
Petra sonjal , neuze , a-zivout menoz , ken breutaet , an Adenkorfadur
( Reincarnation ) ?
War a seblant , e oa ur ger nevez d'ar c'houlz-se , bet ijinet a-ratozh-kaer gant Allan Kardec , da wirian e lezenn a "emdroadur war wellaat " evit an eneoù .
Hag hervezan , eo gwelloc'h ar ger-se eget hini a "dreuzvuhez "
( metempsychosis ) , bet graet gantan gant hon drouizien gozh .
Rak , diouzh Lezenn an hudsperedourien , ne c'hall ket ar Spered mont da zilignezan .
Diazezet eo o c'hredennoù , en enep , war Reizh ha Furnez Doue , E Youl da savetein E vugale , nebeut ha nebeut , gant Karantez , en ur rein dezho , evel-se , amzer a-walc'h da vont war well , dezho da zerc'hel mat , gant Spi , d'E Lavar .
" ... Genel , mervel , hag adc'henel c'hoazh , a gemenne Allan Kardec , mont war-raok hep ehan , evel-se eman Al Lezenn . " ( 12 )
Deomp-ni , e tegas da sonj eus ur rimadell vugale hag a c'hellfe arouezian "Rod Vras an Tonkadur " :
" Pep hini d'e dro , hag ar vilin a dro " , a gane Achantourez hon yaouankiz en he diskan . ( 13 )
Diouzh e du , setu pezh a seblante respont Dezhi Léon memes tra , hag en em stage ha kenglote pep tra gant ur poell strizh , hervezan , da heuliad buhezioù an eneoù ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Studioù - II - En Tu All d'ar Ouel ... ( 1 ) - Here / Du 2005 ha 2020 - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . "Studioù " , Copyright 2007 .
___
Notennoù :
1 - "Dre Inizi ar Bed Keltiek " , Dremm ar Speredegezh Vrezhon , Gorre ha Donder , gant Maodez Glanndour , AL LIAMM , 1991 .
2 - "Ijin ar Gelted hag ar Bed Diwel " ( Le Génie Celtique et le Monde Invisible ) , gant Léon Denis , Philman , 2005 .
3 - "Europa ar Vediumned hag an Deskonidi " ( L'Europe des Médiums et des Initiés ) , gant Jean Prieur , Lanore , 1994 .
4 - "Levr ar Speredoù " ( Le Livre des Esprits ) , gant Allan Kardec , 1857 , Dervy-Livres , 1979 .
5 - "Allan Kardec en e Amzer " ( Allan Kardec et son Epoque ) , gant Jean Prieur , Emb. Du Rocher , 2004 .
6 - Ur roll pouezus o devoa dalc'het ar c'hoarezed Fox da zisklerian gwirvoud ar speredoù er Stadoù-Unanet .
7 - Sant-Paol , I , Kor - XV , 43 .
8 - "Buhez goude Ar Vuhez " ( Life after Life / La Vie après la Vie) , gant Raymond Moody , Robert Laffont , 1977 .
9 - "En Tu All d'ar Gorre " , kanaouenn Jil Servat , in "Le Pouvoir des Mots " , Kalondour , 1976 . Phonogram / Philips . Pep gwir miret strizh .
10 - "Lizheroù Pierre " ( Lettres de Pierre ) , gant Pierre Monnier , 7 levr , Lanore , 1980 - 1989 .
11 - " Prezegenn " ar C'hardinal Ratzinger , d'an 10 a viz Kerzu 2000 .
12 - " Kredo " an Hudsperedourien .
13 - " Mik , Mik , Mik " , kanaouenn hengounel Bro-Wened kanet gant Eliane Pronost , in "Chants du Vieux Monde " , laz-senin bleiniet gant Roje Abjean .