Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

STUDIOU - II - SPECIAL HALLOWEEN - A-Drenv d'ar Ouel ... - Behind the Veil ... Derrière le Voile ... Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .

26 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Studioù - Etudes

images-croix-druidique.jpg



 

 

 

 

 

A-Drenv d'ar Ouel  ... ( 2 )


 

 

 

 

 

 


IV - Keltiegezh Arnevez


       

 

        En e levr a-zivout "An Drouiziezh " , e skriv reizh Jean Markale e "seblant ken nebeut henvel lidoù ha kelennadurezh ar sektennoù drouizel arnevez ouzh ar pezh a vez anavet diwar-benn an Drouized gant an Istor hag ar Skiant . " ( 13 )
       Koulz all , n'eo nemet d'an triwec'hvet kantved , hini "Ar Sklerijennoù " ken brudet , m'eo bet klevet anv eus krouidigezh un "Druid Order " ( Urzh an Drouizien ) nevezkeltiek gant un den anvet John Toland ( 1669 - 1722 ) , doueelour ha katolig iwerzhonat war un dro . Er memes bloaz 1717 , da genver deiziad ofisiel adc'hanidigezh ar Franmasonerezh , oa bet savet ivez , met tri miz abretoc'h , "Logell Vras "

( obedians ) Londrez : met penaos bennak e c'hallfe bezan kredet e oa erruet tost a-unan  "dre zegouezh " an daou darvoud-se ? ( 14 )


        E red an amzer , e oa mennet an Iliz da zistruj , kousto pe gousto , pep roud eus an azeulerezh gozh er bobl . E-doug ar pevare kantved ' oa bet avielet Bro-Anjou da skouer dindan warez Martin de Tours  , met diarvar , ne oa ket bet graet atav er vro-se gant an "douster " hepken ' vezo ken meulet diwezhatoc'h diwarni gant Du Bellay !
       An Impalaer Teodoz , e-unan , a embannas ur skrid , evit ma vefe barnet d'ar marv pep hini a azeulfe c'hoazh an Doueed "pagan " . ( 15 )
Bez' eo ar varzhed-kanerien a Vro-Gembre , koulskoude , evel ma vefe displeget un deiz gant Robert Graves , ar re o deus kendalc'het , bev ha splann , spered ar Gelted Kozh , hag int-i eo , peurgetket , a-gevret gant o c'henseurted okitan , "Trobadors ar Garantez gourtes " ( Fin Amor ) o deus miret o hêrezh .

( 16 )


       Ne vo ket displeget aman istor ar menozioù o deus eilpennet ar gevredigezh henvoazel betek amzer gwall spontus an Dispac'h Bras ma vevomp hiziv c'hoazh an dilerc'hioù !


      Luskad ar Romantelezh ha dudi ma veze diskouezet gant tud'zo evit an Istor ( Michelet ) , a lakaas da enorin en-dro , dindan ren Napoléon III , stourm ar C'halianed ha mare ar Grennamzer ( Kastelloù kozh bet adnevezet gant Viollet-Le-Duc , delwenn vras-divent Verkingetoriks savet e penn krec'h Alezia ... )

0ef63920-nyu.jpg                   

      Awenet e oa bet "ar Vrezhonekadurezh Arnevez " ( Néobretonisme ) , bet degaset koun diganti en e levr gant Jean-Yves Guiomar , dindan skouer " Gorsedd " ( Kuzul ) an " Eisteddfod " broadel kembreat . ( 17 )
Met imboudet e veze ivez , d'an ampoent , war ur stroll menozioù boutin-tre evit ur rummad tud eus diwezh an naontekvet kantved , hini barzhoniezh kevrinel ar Geltiegezh bet liammet drezi an Drouiziezh ha Kredennoù bennak deut eus ar Reter ( Chamaned , prederouriezh Pitagoras , ... ) .
Hag e oa gwelet alies goude ar "Geltiegezh " mod nevez-se , deut ken diouzh ar c'hiz er c'henver-man , hini " Barzaz-Breiz " , hini Macpherson pe Hugo , evel un enklask romantel ha kevrinus-tre davit un tremened re varzhus ha mojennel . Ur seurt " Heroic Fantasy " a-ziagent , ma fell deoc'h .
Re gaer , neketa ? Mar gallfe bezan gwir ! ( 18 )



( Da Vezan Kendalc'het )
                                         
                         ___



DAN AR WERN - Studioù - II - A-Drenv d'ar Ouel  ... ( 2 ) - Here / Du 2005 ha 2020 - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . "Studioù " , Copyright 2007 .

                        
___

                      

Notennoù :


13 -An Drouiziezh " ( Le Druidisme ) , gant Jean Markale , Payot , 1985 .
14  - 24 a viz Mezheven 1717 , deiziad , evel ma oar pep hini , eus donedigezh ar Franmasonerezh war an Douar .

        22 a viz Gwengolo 1717 , diazezadeg " Urzh an Drouizien " .  
15 - Teodoz , Impalaer Roman Flavius Theodosius ( 347 - 395 ) .
16 - " The White Goddess " , gant Robert Graves , Faber and Faber , 1948
.                                              bretonismeb.jpg
17 - " Ar Vrezhonekadurezh " ( Le Bretonisme ) , gant Jean-Yves Guiomar , Archives Historiques de Bretagne /3 , Pennad niverenn 22 " Dalc'homp Sonj " ( Nevez Amzer 1988 ) , Kelaouenn istorel Vreizh .
18 - " Barzaz-Breiz " ( 1841 ha 1867 ) , gant Beskont Kervarker-Théodore de la Villemarqué ( 1815 - 1895 ) .
James MacPherson ( 1736 - 1796 ) , skrivagner skosat ,
oberour " Barzhonegoù Ossian "

( 1760 ) ha "Fingal " ( 1761 ) .

                                        

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article