Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

STUDIOU - II - SPECIAL HALLOWEEN - A-Drenv d'ar Ouel ... - Behind the Veil ... - Derrière le Voile ... Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .

30 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Studioù - Etudes

halloween.jpg

 

 

 

A-Drenv d'ar Ouel ... ( 3 )


 

 

 

 

 

 

 

 

V - Utopia


                                      

 

 

     Bez' e oa un "utopia " all en naontekvet kantved : hini sokialouriezh Charles Fourier ( 1772 - 1832 ) , damkanour ar "Falanstered

( Phalansteries ) , kevrennoù ma veze anezho eus ur "Falanks " ( Phalange ) , strolladoù tud a glaske tizhout un uhelvennad o vevan a-gevret en ur gumuniezh labour , seurt "Kibboutz " mod-kozh , mar kavit gwell .
     Un diskoulm da enkadennoù don ar gevredigezh ?
Ken reuzeudik , e gwirionez , e oa stad ar vicherourien hag ar gouerien er c'houlz-se , berr alies an traoù hag ar boued ganto , ma veze gwall nec'het o spered gant bec'hiou enkrez warno ha ma glaske an holl d'en em dennan eus an diaesterioù-se gant un doare goanag dezho .
Ha kement a oa bet degouezhet gwall reuziadoù dienez ha naon e pep lec'h , ma darzhas ivez meur a wech taolioù-dispac'h ha reveulzioù gwadek ( 1830 , 1832 , 1848 , ar Gumun ... )



      E 1883 , e-pad ur brezegenn e Toloza , e kejas Léon ouzh un den yaouank skolveuriekaet dispar war ar Brederouriezh . 
Gwir eo en doa echuet heman e studioù "er memes rummad eget Bergson " , e penn araok ar "Skol Normal " ( 3 ) .
Jaurès 'oa e anv , ha , diouzhtu , e oa bet teoget an daou zen an eil gant egile .
Na zisonjomp ket e oa e barr he brud ar Spiritouriezh er c'houlz-se , hag er c'harterioù gwerinel , " e teue ar c'helc'hioù da vezan ivez oaledoù sevenadurel evit deskin da lenn ha da skrivan da dud ar bobl , pa greizennoù kenskoazell , gant ur reizhiad arc'hant-kred evito . " ( 19 )



      Ouzhpenn da se ha goude sellout pizh , e veizer e tiverke un tamm rannadur e renkadoù hor c'hevredigezh menoz an adenkorfadur hag e vefe "ar Relijion nevez "-se re nes d'ar bobl evit an dud a stad uhel , o kinnig dezhi ur c'henaozadur , marteze , re a du ganti .
Ur feiz hegredik e oa da gentan , mesket a drivliadegoù e doare ar Gatoliked , hag a ziskouezhe he doujans evit Doue , pe a gehele ar Werc'hez hag ar Sent evelto .
Met da c'houde e oa skoazellet gant arnodennoù poellek bet sevenet gant tud a skiant .



      Ha neuze , he doa graet kement a verzh ar Spiritouriezh evit se ?
     Ur gwir abeg , war a gredomp , 'oa he doare meizan menozioù dispar ag araokadenn , a gevatalder etre an dud , ha , dreist-holl , ar plas brasoc'h bet roet ganti d'ar maouezed .

 

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

                               

 

                             ___


DAN AR WERN - Studioù - II - A-Drenv d'ar Ouel ... ( 3 ) - Here / Du 2005 - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . "Studioù " , Copyright 2007 .

                           
___

                        

Notennoù :

19 - "Geriadur Burzhudoù ha Darvoudoù Dreistordinal Kristen " ( Dictionnaire des Miracles et de l' Extraordinaire Chrétien ) , gant Patrick Sbalchierro , Fayard , 2002 .


                            39742-Halloween170120v5.jpg

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article