Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

STUDIOU - II - SPECIAL HALLOWEEN - A-Drenv d'ar Ouel ... - Behind the Veil ... - Derrière le Voile ... Breton Version / E Brezhoneg ( 4 ) .

31 Octobre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Studioù - Etudes

0fa5e620.jpg
images-envol-de-l-ame.jpg


" And all of these spirit voices rule the night ... " *
Paul Simon 



 

 

 

A-Drenv d'ar Ouel ... ( 4 )


 

 

 

 

 

 

 

VI - Frankiz...


                                       

 

        Hervez Léon Denis , e tiskouezhe mat ar Gelted , en o emzalc'h , tro-spered-se ar Frankiz , war un dro e-kenver buhez ensavadurel anezho , diazezet war zilennadegoù demokratel , hag ivez e-kenver o boazioù , lusk o c'halonoù .
Evel eneoù dieub war an Douar int bet skeudennet , hag a nijfe dreist en egor da c'houde ...
       Pajennoù kaer-tre a gavomp e levr an oberour diwar o fenn a-hend-all , bet embannet ar wech kentan dres goude e varv e miz Meurzh 1927 .
Re ar pennad pevar , da skouer , gouestlet da Vreizh , ha dreist-holl an arroudenn-man , ma vez komzet brav ennan eus he fobl .
Seblantout a ra bout bet skrivet hiziv an deiz , ken digemm hag henvel-bev ha m' eo chomet atav hor pal , hor hunvre ...



" Hunvreal a reont
, evit Breizh , en un emrenerezh a vefe henvel ouzh hini Bro-Gembre , gant he yezh , he lennegezh , he c'hazetennoù .
" Hunvreal a reont en ur Familh grenv , he doareoù glanoc'h , diazezet war an Henvoaz !
" Hunvreal a reont en un unvaniezh strizh gant broioù tramor , keltiek a orin , kevreet dre santad ur blanedenn stroll .
" Mirout a reont ur fizians digemm e tonkad o gouenn ** e don o c'halonoù e peurdrec'h ar Geltiegezh e pennaennoù dreist anezhi a-benn ar fin : FRANKIZ , REIZHDER , ARAOKAAT  ! ( 2 )


ECHU 

                           ___


DAN AR WERN - Studioù - II - A-Drenv d'ar Ouel ... ( 4 ) - Here / Du 2005 ha 2020 - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Studioù " , Copyright 2007 .



                                          

                      


* "Spirit Voices " , Paul Simon , in "The Rythm of the Saints " , Warner , 1990 - All rights reserved .
 

 

 

 

** Talvoudegezh ledan , a-dra-sur , evit un den brokus eveltan .                                      




 

 

" Skeudenn ar marv eo momedoù kentan m'en em roomp d'ar c'housked ; ' vel morzet en ur vorenn eo deut hor sonj , ha ne c'hellomp ket spisaat ar poent resis pa gendalc'h ar  "me " , en ur stumm all , oberenn e vuhez . "
Gérard de Nerval - "Aurélia " , I , 1 .

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article