SAISONS - 12 - Nedeleg Laouen ! Merry Christmas ! Fröhliche Weihnachten !
15 Décembre 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Saisons
Nedeleg Laouen !
( Kantik / Gospel )
da Santez Tereza ar Mabig Jezuz
" Breman , en em sil ennon da levenez
Hag en em laka en-dro-din anezhi ;
Evel ur bugel on
Hag a ebat en ur gouel . "
Toukârâm - "Salmoù ar Pirc'hirin " , 121 .
Ken skuizh out a-wechoù ,
Goude ur gwall zevezh labour ,
Ken na vo ket
Amzer ken ,
Dit da rein
Un taol sikour
Da ziwaskan poanioù
Un nesan ...
Petra ' teus graet ,
E gwirionez ,
Da skoazian da vreur ,
A gleve re
Ouzh an anoued ?
Petra ' teus roet dezhan ,
Er bloavezh-man ,
D'e ziwall
Diouzh an dienez ?
Paour-kaezh den ,
Na c'hallo dilenn ken
Met an diouer hag an dilez
' Kerz ma tinto ,
Kleier e-leizh
En e benn :
Nedeleg laouen !
Ha te ,
Pet a reuzeudik a weli
'Traon da ranndi ,
Gant ur sell ken yen
Ha dispi
Rak da ziegi ?
Nedeleg laouen ,
Nedeleg laouen !
A , kanit 'ta Nouel
Ganin-me d'an Ael
A glaske bara
Davedomp ,
Heman eo ar Mabig Santel ,
Hor prof Nouel ,
Boued doueel
Ha gwir bennozh
Ar re drugarezus ! 
DAN AR WERN - Saisons - XII - Nedeleg Laouen ! - Kerzu 1980 / Kerzu 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés .
"Saisons " , Copyright 2006 .


!!
" Aotrou , peur hon eus-ni Da welet , naon Dit pe sec'hed , estranjoùr pe en noazh , klanv pe er prizon , ha n'omp ket deuet war Da sikour ?
E gwirionez , M'hel lavar deoc'h , bewech ma n'ho peus ket graet kement-se evit unan eus ar re vihan-se , Din-me kennebeut n'ho peus ket her graet . "
Sant Vaze , 25 , 44 - 45 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives