Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LE CHEMIN PERDU - 18 - Bibrakt - Bibracte .

13 Octobre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Le Chemin Perdu

Le Chemin Perdu ( 18 )


Bibrakt

" Die Flamme lodre durch den Rauch !
  Ra skedo ar flamm a-dreuz ar moged !
Goethe - "Balladen " / Gwerzioù , 24 - Kentan Noz Walpurgiz .

da Wenc'hlan Ar Skouezeg ( 1929 - 2008 )
     Drouiz Meur Goursez Vreizh


Bibrakt ,
Keoded kevrinel ,
Savet war uhelennoù Morvan ,
Em c'halon da c'hortoz a ran !
Ken kozh n'em eus ket a sonj ken
Eus da dremened c'hoazh ,
Met furnez da Zrouizien
Am sklerijenno evel Roz
E-kichen ur Groaz ...

N'eus nemedout
Ac'h anavez anv ar gwez ,
Galloud ar faouenn ,
Hini an derv ,
Ha zoken ma n'eus mui den
War an Dosenn ,
N'eo ket erru 'vidout eur
Da varv ...

Bibrakt ,
Kerbenn Santel ar C'halianed ,
Sterenn sklaerius en hor bed ,
Piv 'vefe gouest d'az kweled
'Dreuz an avel ?
Ha pa vefe troc'het an uhelvarr ,
'Kerz egin an ed ,
Pe zen krenv 'stourmfe ouzh e var ,
Da vleunian 'nevez
An Neved ,
A-drenv da Ouel ?

Hag e vo trec'h
Skinoù c'hoarius an Heol 
E-touez an deil ,
Eo kollet da vouezh ,
Ha ma'z eus un hent hepken
Da zisklerian da rin ,
Gant Spi , Feiz ha Karantez 
Hen heulian a rin ...

Bibrakt ,
Iliz diwel ar wir Gelted ,
Melezour va hunvreoù glanan ,
Em c'hreiz e vi da viken o vevan !


DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 18 - Bibrakt - Mezheven / Eost 1984 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . "Le Chemin Perdu " , Copyright 1992 .



Publicité

- 32 -

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article