Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

PRIERES D'UN EXILE - PEDENNOU UN HARLUAD - 16 - Lizher d'un Amerikan - Letter to an American - Lettre à un Américain .

3 Décembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PRIERES D'UN EXILE

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Lizher d'un Amerikan
 

 

da Yann , va mab

 

 

" For I left her there that morning ,

 Broken-hearted ... "
 

"Paddy's Lament "

( trad. Irish song )




D'an hini aet pell eus hor bro ,
Du-hont en Amerika ,
E kas ar c'heloù-se dezhan 
Unan en deus e welet pell 'zo ...

Gant ma c'hwezho an avel
'Dreuz ar morennoù ,
Ra zougo d'am zad
War he divaskell ar vorvran
Holl garantez hor maezioù !


War da c'herioù berr te ' peus komzet
Diwar-benn da vuhez nevez ,
Ur geriadenn ' kichen Sant Loeiz ,
Gant straedoù eeun ar Stadoù Unanet ...

Ral ' veze da lizhiri ,
'Vidon-ni chomet e Breizh ,
Gouzout a rez eo bet douaret Mari ,
Hiziv an deiz ?

Gant ma tinijo an durzhunell
'Us d'ar Mississippi ,
Ra zougo he divaskell
Ene da bried ,
Da eur he disparti ...


N'ouien ket mat perak te ' poa graet
Kement a anken d'hor mamm ,
Rak dre da wall he deus gouelet kement homan !
'Vel digalon 'tle bezan 'n dec'hidi ! 

Gant an amzer eo dic'harvet va foan ,
Daoust ma oa freuzet ivez va zimezin ,
O sonjal ennomp er vered a ran ,
Hag em eus mezh alies dirazi ... 

Koulz eo din klozan , tadig , va c'herig ,
Kement ha netra ne dalvez d'hiraezhin 
D'eurioù eürus 'vit ur bugelig 
Ez tivrec'h , gwechall , o tiduellin ...



DAN AR WERN - Prières d'un Exilé Pedennoù un Harluad - 16 - Lizher d'un Amerikan - Eost 1984 / Kerzu 2008 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Prières d'un ExiléPedennoù un Harluad  " , Copyright 2006 .

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article