HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance - Lizher I - Lennegezh .
6 Mai 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
Voici , tout d'abord , quelques extraits de lettres montrant le cheminement de ma pensée , mes influences , le canevas choisi pour bâtir la demeure / Setu arroudoù bennak eus lizheroù dishenvel am eus skrivet , hag a ziskouez doare va sonjoù , evel ma oa bet frammet va oberennoù ha levezonet ivez va mennozhioù / There you can find excerpts from different letters I have written , that shows the way I use to think , how was framed my works and also how was influenced my ideas .
Lizher I : Lennegezh
( Kentan lizher da dTudual Huon , a-zivout al Lennegezh dre-vras , hag an hini da sevel e Breizh )
" ... Arouezek eo evel just skritur KERNEVEZ , ( embannet war AL LIAMM 336 - C'hwevre 2003 ) ha relijiel an danvez war un dro . Eürus on bewech ma lennan skridoù diwar-benn al Lennegezh , hag hiziv , da skouer , ur studi frouezhus gouestlet da vMaodez Glanndour , prederour ha barzh kevrinel breizhat .
Heman a gomz eus kefridi an arzour , " ... dezrevell d'e vreudeur an holl wirionez , douarel ha nenvel ... da ziskouez a-drenv an dremmwelioù ..." ( Komzoù Bev ) , " ... da zigerin ar prenestroù , gaoliata dreist an harzoù , bezan dizoloerion , kavadennin an traoù tostan hag an traoù pellan , ar Bed ha Breizh en ur mont-dont eus an eil d'egile ... "
" Hent ar Skrivagner " en deus taolennet ivez Roparzh Hemon en e levr brudet , " Ur Breizhad oc'h Adkavout Breizh " : " gant ul lennegezh pobl , e vez skrivet gantan , n'hon eus aman , evit an amzer-vreman , netra d'ober . Netra d'ober kennebeut gant ul lennegezh na fell dezhi bezan nemet hini ur rannvro . "
Va fal ivez eo da zisplegan santadurioù un den harluet war an douar , evel m'o deus graet a-raok Leonard Cohen pe Youenn Gwernig , da skouer .
Va danevell ziwezhan , DOUAR HON PROMESAOU ,( embannet war AL LIAMM 348 - C'hwevrer 2005 ) a echu e-barzh an aerborzh Kennedy evel ma oa kroget hini gentan an drilogiezh e-kreiz porzhouarn Lions e Pariz . Hag an teir ' zo liammet etrezo .
Petra eo dibun an istor ?
Tremenet eo amzer emdouelloù ar yaouankiz . Ugent vloaz goude , e kej a-nevez hon harozed e-barzh ur c'harr-nij . Tec'hidi int deut da vezan , hag o chom c'hoazh war ho c'hoant da gavout ur ster bennak d'o buhez , o tizolein tamm-ha-tamm ivez e oa ar vuhez-se dishenvel-tre diouzh ar pezh a gredent ober ganti . Redek a reont broioù da guzhat o droug-hirnez .
N'ouzont mui resis piv int . Ha setu ar goulenn a reomp a-benn ar fin : da betra e talvezo hor falszigarezioù dirak an Tonkadur ? Ha graet hon eus ar pezh a oa dleet deomp ober ?
Awenet eo bet
va labour gant skrivagnerien vrudet evel Thomas Mann , Scott Fitzgerald , Carson McCullers , Annemarie Schwarzenbach ...
Emsellerezh hag enklask psikologel ( Bredelfennerezh ) , o deus gounezet brud ganto arzourien evel Proust ha Zweig , a gavan mat da lakaat em skridoù ivez ... "
DAN AR WERN - 5 a viz mae 2002 - HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance / Lizher I - Lennegezh .
___
Maodez Glanndour : " Komzoù Bev " ( SKRIDOU BREIZH , 1949 ) , " Dre Inizi Ar Bed Keltiek " ( AL LIAMM , 1991 ) .
Roparzh Hemon : " Ur Breizhad oc'h Adkavout Breizh " ( GWALARN, 1931 / Al LIAMM , 1972 , adembannadur ) - AL LIAMM - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés .
___
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives