Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

MOSAÏQUE - I - PENTATEUC'H / AMAN HAG AHONT - 2 - Kuzhuligoù Re Nes D'am C'halon / Confidences Trop Intimes .

27 Juillet 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #MOSAÏQUE I

images-confidences.jpg 

 

 Kuzhuligoù Re Nes  
d'am C'halon

 

 

" Ar gerioù-se ken tost d 'an ene en empenn , gant red an elvaj hag ar gwad ... "

Anna de Noailles - " La Nouvelle Espérance " ( Ar Goanag Nevez ) . 

 

 

Pennad Daoù         
27 a viz Gouere 2006

 

 

" O vont en hent ur seurt Ermaeziadeg neuze , ez eomp war un hent er-maez diouzhimp na oa ket rakprederiet ganimp ivez ... "

Ermaeziadeg , 3 , 1-15 .

Ti-Pedin al Louvre - Azeulerezh protestant 28 a viz C'hwevrer 2016 ,
Prezeg ar Pastor Jean-Pierre Rive .

               

 

              Goude holl e c'hellfe bezan pep hini unan eus tudennoù ar film Patrice Leconte ,

" Kuzhuligoù Re Nes d'am C'halon "

( Confidences Trop Intimes ) , kenwerc'het e 2004 . ( 6 )

             C'hwi pe me , n'eus forzh piv en deus klasket gouzout mil dra a bouez  diwar-benn e vuhez ( he buhez ) e-unan ( he-unan ) un deiz , hag ar perzh 'zo bet roet dezhan

( dezhi ) ganti 'vit ober van : kuzhulier war an telloù evit William , gwerzherez sac'hoù-beaj evit Anna ... 

             Met , a-wechoù , e vezomp dihenchet  dre " zegouezh " , o tigerin un nor all war ur bed iskis , lec'h ma kejomp gant unan bennak fromus , ha neuze e kredomp bevan un istor a garantez dic'hall , kuzhet a-drenv da gomzoù forc'hellek , re hon Tonkadur :

" Effata " ! ( 7 )

             " Me ' gomz ganeoc'h , selaouit ouzhin , mar plij ... " , setu ar gevrat zibrizh o deus sinet gant bredelfenner(ez) o c'halonoù rannet , o eneoù brevet daou zanser war glask o c'hempouez e-kreiz ur sonerezh romantel-tre , tenval ha kevrinus war un dro , hini Pascal Estève .

              Strivet em boa me ivez d'ober traoù evel-se gant skridoù ac'hanon anvet " Ar Gejadenn " pe " Gernevez " ... ( 8 )

                                           
                                         

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - MOSAÏQUE - I - PENTATEUC'HAman Hag Ahont - 2 - Kuzhuligoù Re Nes d'am C'halon - 27 a viz Gouere 2006 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont  " , copyright 2006 . 

                                          ___

Notennoù :
6 - Confidences Trop Intimes / Kuzhuligoù Re Nes d'am C'halon - Sélection  Officielle Berlin 2004 - Studio Canal - Gant Sandrine Bonnaire , Fabrice Luchini . Sonerezh : Pascal Estève . DVD = KNLKantenn Niverel Liesarver ) .

7 - Niverenn Ispisial " Le Point " ( Niv. 7Meurzh / Ebrel 2006 ) : testennoù diazezel ar bredelfennerezh .

     Effata , en arameeg , a dalvez :

Digor ! " , lavaret d'ar bouzar mut gant Jezuz pa yac'haas anezhan ( Mark , 7 , 34 ) .

8 - " Ar Gejadenn " ( La Rencontre ) , " Kernevez " ( Villeneuve ) , danevelloù gant Dan Ar Wern e-barzh " Auberive " ( Heuliad

ar Sterenn , 3 ) , copyright Dan Ar Wern 2017 / EDILIVRE .

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article