Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

MOSAÏQUE - I - PENTATEUC'H / AMAN HAG AHONT - 4 - Edith Ha Me / Edith And Me / Edith Et Moi .

13 Septembre 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #MOSAÏQUE I

13b084075ca8f51fc7da2fb7e774da98.jpg  Edith Ha Me  


 

" Ha kerzhet m'eus en dezerzh 

  Noz-ha-deiz , livioù ar maen

  Hag an traezh ... "

Dan Ar Wern - "Pedennoù un Harluad " , 3 -

" Ereet ouzh an Dezerzh "  ( La Captive du Désert )  *

 

 

Pennad Pevar             
7 ha 8 a viz Gwengolo 2006

 

                Dizoloet em boa , e-barzh ur gelc'hgelaouenn zispar gouestlet da Edith Stein

( 12 ) , penaos he doa pledet houman gant he micher stumman an eneoù : ober ganto evel ul liorzhourez bennak a zesav gant aked he bokidi-roz a-benn lakaat anezho da vezan d'an diwezh evel ur gurunenn a garantez d'ar vrasan gloar hor Salver boureviet !

Met he c'hurunenn-verzherez dezhi he-unan he doa gounezet Edith gant he breudeur ha c'hoarezed yuzevien e Auschwitz .

                E-kerzh un enderv-hanv ken tomm e oa ma veze monedone an engroez , ken diniver hag ur grugell-verien zivent ha dall , o lakaat an dud da virvilhan e-pad ma strakae a-us dezho ha d'ar " Geoded Zamruz " , digas en avel , Kroaz Alaouret Okitania !

               Gant merc'hed yaouank e-leizh e verve Plasenn Kapitole hag , e pep lec'h warni , diouzh o doare , a lide gouel an distro-skol , fardet-mat o dremmoù ha gwisket dezho dilhad Meurlarjez .

               Daoust din ivez e tlee klask drezo skeudenn un Edith all dishenvel marteze ?

Rak en alezioù Jean Jaurès he doa an hini-man ar memes anv-badez gant he c'horf ken brav ha ken c'hwek a roas din buan goude en ur gambr eus an "Ostaleri Bariz ", ken m'eo chomet bev c'hoazh em spered e envor !

Kejadenn zibad ha bresk !

Koulskoude , e tegas a-wechoù en-dro pozioù boemus ur c'hlemmgann kozh ar predig-se deut ken pell ha ken zisplann em sonj :

" Babilon vras ' oa en noazh-holl ,

  Chom a rae o krenan dirazon ,

  Betleem ' dane pep hini e galon ,

  ' Vel ur plac'h-ti lent a zeu diroll ... "

( Great Babylon was naked , Ah ! She stood there trembling for me , and Bethleem inflamed us both , like a shy one at some orgy ... )

( 13 )

               Oc'h esaean neuze da ijinan va-unan , war un dro , neudenn amsklaer buhezioù direizh pep hini ac'hanomp , luzioù niverus ur roudenn a heuliomp , skosellek ha diblaen , ken tenval ha ken sklerijennet a lec'h da lec'h , gant poan , e adgemeris penn va hent dre straedoù kamm keoded kozh-se ar Grennamzer !

An holl walloù-se ken kriz , re alies tavet warno ! a gave din .

Edo " Gwad Toloza " ( 14 ) , legadenn ur reuziad kantvedoù a drubuilh , o hanvalout redek breman em gwazhied evel dourioù lous ar Garonne .

Pezh a c'houzanv mab-den war an Douar , pegement e koust dezhan diwaskan e boanioù bras , piv a ouife biken en gouzout nemet Doue ? , en em laras din-me a-greiz-holl .

               Ur wech ma oan tremenet e-biou

" Koc'hu Ar Greun " , e treuzen , goude , ar Pont Montaudran .

Nepell ac'hanen , e oa digoret evidon , gant ul levrierez hegarat a gare kalz , war a lavare , Elesbed An Drinded , ( 15 )  treuzoù " Embannadurioù Ar C'harmel " ( 16 ) .

A-benn ar fin , e tilennen ul levrig a-zivout buhez speredel Francis Jammes ( 17 ) , barzh gall brudet , unan etre va c'haretan .

                O kerzhout war-giz neuze , ez is , dre zor-borzh ur savadur meurdezus bet savet da gentan gant an eskob Isarn e-doug an daouzekvet kantved , e-barzh an Iliz-Veur Sant Stefan , pennoberenn zreistpar an amzerioù kozh . ( 18 )

               Antronoz , e oamp bodet , war-dro 18 e 30 , e chantele an ilizig kehelus Itron-Varia An Taur , ( 19 ) da lidan Ginivelezh ar Werc'hez Santel : un oferenn eeun-tre , leun a zeoliezh ha gredus , lavaret brav gant ur beleg yaouank-flamm evit ur pemzegad a fideled marteze . Hag echuet , evel just , gant ur " Me Ho salud , Mari , leun a c'hras ... "

               Ne vin ket ken aman disadorn , a sonjis , evit enorin memor Claude Nougaro .

( 20 )

O vont er-maez eus ar chapelig , e taolis pled ouzh pourchasoù bet graet evit ar sonadeg vras a vefe gouestlet dezhan warc'hoazh da noz war leurenn vras e gêr : 

Ô Toulouse !

Frammet e oa bet an treustelioù , savet al luc'hverioù , testoù dister ur brud ken bras ma talc'he stag c'hoazh e virerien feal outan dreist ar marv . Teknikourien o labourat warni , e oa bet pourvezet al leurenn tamm-ha-tamm , leun-barr endeo anezhi gant songreskerioù ha mikrooù diniver !

Neuze , war boltred al liketenn vras-meurbet he ment dispaket evel ur banniel a-us deomp , e seblantas dremm ar mestr bezan gwelet ur minc'hoarzh o skedin warni , a rae goap , a dra sur , eus mesk bet savet en aner evitan !

              Hag e doa kavet tad Cécile , war

" skramm du e nozioù gwenn " , levenez ha gwenvidigezh Doue ? ( 21 )

En em c'houlenn a raen , o vont en-dro da gambr va leti ...

 

                                

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                  ___

Notennoù :
12 - Edith Stein , Seurez Tereza-Benedikt Ar Groaz , Gwenvidigez , ( 1891 - 1942 ) , yuzevez bet gounezet d'ar feiz gatolik , kelennourez , prederourez ha karmezadez , bet merzheret e Auschwitz .

13 - " Last Year ' s Man " , a song by Leonard Cohen , kaner kanadat . Tous droits réservés / All rights reserved . Copyright 1971 , by Stranger Music , Inc. New-York . Adaptation en breton : Dan Ar Wern / Pep gwir miret strizh / All rights reserved .

14 - " Le Sang de Toulouse " ( Gwad Toloza ) , 1931 , ur romant gant Maurice Magre , skrivagner okitanat , ( 1877- 1941 ) , a-zivout ar groaziadeg a-enep ar Gatared .

15 - Elisabeth Catez , Seurez Elesbed An Drinded , Gwenvidigez , ( 1880 - 1906 ) , karmezez .

16 - Embannadurioù Ar C'harmel ( Editions du Carmel ) , 33 , avenue Jean Rieux - 31500 - Toulouse .

17 - Francis Jammes , skrivagner ha barzh e Bro-Bearn ( 1868 - 1938 ) .

18 - Cathédrale Saint Etienne .

19 - Eglise Notre-Dame du Taur .

20 - Claude Nougaro , kaner okitanat ( 1929 - 2004 ) .

21 - Kanaouennoù Claude Nougaro :  " Toulouse " , " Le Cinéma " ,  " Cécile , ma fille " . Tous droits réservés / All rights reserved .

 

                                   ___

 

 

DAN AR WERN - MOSAÏQUE - I - PENTATEUC'H /  Aman Hag Ahont - 4 - Edith ha Me - 7 hag 8 a viz Gwengolo 2006 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits reservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                 ___

 

* " Pedennoù un Harluad ", copyright 2018 Dan Ar Wern / International Book Market LTD - OmniScriptum Publishing Group -Editions " Muse " - Alle Rechte Vorbehalten .

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article