Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

SAISONS - 4 - Naontek A Viz Kerzu - 19 Décembre - 19th Of December .

12 Décembre 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Saisons

 

 

                   

 

Naontek A Viz Kerzu

 

 

Evit C... , evit M...

 

 

" Sonj ebet ken na chom ganin eus an eürusted ,

  ha kuit diouzhin eo aet ar peoc'h ! "

  Klemmganoù - 3 , 17 .


 

 

Poent ' oa deomp dimezin ,

Dav ' oa mont d'hon euredoù .

Rak da asant am roas ,

Hag hor boa laret "Ya "

An eil d'egile ,

Naontek a viz Kerzu !

Ken pell ' oan bet chomet

Ouzh da c'hortoz ,

'Pad keit-all ' m boa kerzhet

N'ouzon ket da ven , davedout ? 
 

En deiz-se oas bet ganet da vat

Em c'halon , 

Hag em befe karet da virout

Eno da viken evidon ,

'Kreiz va noz ,

War hent erc'hek ar goanv ken yen , 

Erc'h gwenn 'vel da ouel ,

Da sae 'vel liv ar mizioù du ,

Naontek a viz Kerzu !
 

 

 

 

DAN AR WERN - Saisons - IV - Naontek A Viz Kerzu - Kerzu 1981 / Kerzu 2006 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Saisons " , Copyright 2006 .

 

 

 

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article