Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LE CHEMIN PERDU - 9 - Bretoned Da Gentan ! - Bretons First Of All ! - Bretons D'Abord !

15 Février 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Le Chemin Perdu


Le Chemin Perdu
   ( 9 )

 

 

 

Bretoned Da Gentan !

 

 

 Evit Vefa Ha Ronan

 

" ... E don o daoulagad ,

Un tan iskis a bar , yen ha disked . "

Roparz Hemon , "Ar Rozenn Du " .

 

 

Bretoned omp da gentan !

N'eus forzh e pe lec'h

Emaomp o vevan ,

War inizi gwenn ha du ,

En digenvez , en harlu ...

 

Bretoned , da gentan !

' Vit difenn douar kozh

Hor re henan ,

' Enep dezo krizh ha gwall

Ar re ne gomzont

Nemet eus kornôg Bro-C'hall !

 

Mibien omp d'an donvor ,

Moraerien an ec'honder ,

A savo dalc'hmat , war o listri ,

Gouelioù digor ,

Da glask roudoù 'r skleurenn zoueel guzh

En o c'hreiz ,

Steredenn ar Vintin a bar ivez 

Er pellder ...

 

Ganeomp ' c'hwezho krenv an avel ,

He c'han bepred

' Vel un awen ,

' Gaso 'c'hanomp

E-kichenn Enezenn

Ar Yaouankiz hag ar Vuhez

Peurbadel !

 

"Avel ar Frankiz " a-denn askell ,

Hini 'r wennili , an durzhunell ,

An Alarc'h Du ' zeuio en-dro 

Un devezh ,

Hini hon Breizh , hini " Gwalarn " ,

Avel hor Feiz ,

Avel walarn 'drec'ho da vat 

En diwezh !

 

Bretoned omp da gentan !...

 

 

                                            ___

 

 

 DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 9 - Bretoned Da Gentan ! - Eost 1983 , adnevezet 2003 / 2004 , bet embannet war AL LIAMM 345 ( Eost 2004 ) - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . "Le Chemin Perdu " , Copyright 1992 .

        


                                   images_breizh_1.jpg

 

                               

 



" Den frank , ar mor a gari bepred  ! " ( Homme libre , toujours tu chériras la mer ! )

 Charles Baudelaire - "Les Fleurs Du Mal " ( Bleunioù An Droug ) - Spleen et Idéal  ( Spleen hag Uhelvennad ) , XIV , "L'Homme et la Mer " ( An Den hag ar Mor ) .

                                                     

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article