Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AMAN HAG AHONT - XII - Dilenn Sophie - Sophie's Choice - Le Choix de Sophie .

30 Décembre 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Aman Hag Ahont

Sophie-Hunger.jpgDilenn Sophie

 

 

 

 

Pennad Daouzek

27 a viz Du 2010

 

 

 

                        Ur skouer vat eo Suis , bro gozh Europa , 'vit demokratezioù'zo , doujusoc'h eget kalz re all ouzh yezhoù ha sevenadurioù pep hini he c'humuniezhoù , o c'houzout kevredin hengoun ha modernelezh war un dro .

Blin ha krenv en he sae c'hloan louet , eeun-tre ganti ha diardoù diouzh skeudenn he bro , eo c'hoant a-dra-sur d'ar Zürikadez yaouank-man , merc'h ur c'hannadour , bezan ur gannadez ivez eviti diouzh he mod .

Met e plijfe dezhi terrin he c'hizioù fall gant lakaat digempenn war neuzioù strizh ha klok anezhi , o vezan m'eo bet laret eo ar memes hini e pep lec'h diaested stad mab-den , e Breizh , e Suis pe lec'h all , ha n'eus ket a harzoù , aezamant pe ziarvar 'vit hor poan-spered .

               Neuze , o yudal 'vel ur vleizez c'hloazet , e kan deomp ur " blues " dibar an arzourez , kinklet-kaer gant gwerzhioù romantel , o c'hoari gant gerioù , binvioù sonerezh ( gitaroù , piano , klavieroù ) ha yezhoù liesseurt he c'halon ( Suiseg , Alamaneg , Saozneg , Galleg ) , o kinnig deomp he digenvez ( " Wälzer für Niemand " ) e-doug ur veaj ma vez sellet re alies ganeomp hor buhez hon-unan o tremen 'vel hini un den estren ( " Train People " ) , pell diouzh kaerded ar Garantez ( " Beauty Above  All " ) , " frond hor bloavezhioù kollet ganti " * . 

 

 

Sophie Hunger e Roazhon ( 25 / 11 / 2010 )

 

* " Le Vent l'Emportera " , kanaouenn Noir Désir .

 

DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - XII - Dilenn Sophie - 27 a viz Du 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , copyright 2006 . 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article