AMAN HAG AHONT - XIV - Aerouant Rozenn - Rose au Dragon - Rose's Dragon ( E Brezhoneg / Breton Version ) .
20 Juin 2012 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Aman Hag Ahont

Aerouant Rozenn
Pennad Pevarzek
17 a viz Mezheven 2012
Da Agatha Christie
" Bet 'vo o c'harantez un ober gorrek 'vit lezel da baouez o emglev touellus diganto ,
Hag o lakaat lev e darempredoù etrezo , he zrein da vurzhud un disrann meur . "
" Dizurzh Nevez ar C'harediged " ( Le Nouveau Désordre Amoureux )
Pascal Bruckner , Alain Finkielkraut .
" Ur bleiz diwar ar stepinier dianket du-man er c'herioù bras ma vez renet
buhezioù-strollad enno ... "
" Bleiz ar Stepinier " ( Steppenwolf )
Hermann Hesse .
1 - An Dec'hadez
" War va gwele da noz ,
'Meus klasket hini 'gar
Va c'halon ... "
Kantik , 3 , 1 .
Poan galon , skuizhder ?
Da zerc'hent noz Nedeleg , e tigerias ti he bro genidik 'vit mont da drec'hin war ar bed :
goude sellout pizh , n'eo an den nemet un tamm ene kollet war an Douar , neketa ?
- Diboellachoù , a esaeas da zisklerian dezhi he " boy-friend " , pa sonjer e c'hoantegezh fall an uhelidi-se a sonas glaz ar marv 'vit Breizh en amzer hon Dug Fransez II ! ( 1 )
Du-hont , he doa kejet he sell gant hini a save c'hoazh kestell el Loar !
- Ober a rez politikerezh da gaout tri dre gant ?
- Ur gudenn uhelvennad eo , n'hallez ket kompren !
O sentin ouzh Balzac , marteze , ouzh c'hoant he re dreist-holl , goude marv reuzus he faourkaez stourmer , 'n em gavas hec'h-unan-penn ar Vreizhadez 'n ur gambrig barizian 'vel belegez un " templ ma teuio da vezan Doue an den 'vit ur c'hantved pe un eur ... " ( 2 )
Speredet-mat war a grede , e komze neoazh holl ar re-se eus paotred an Emsav gant dismegans :
- Lamponed achu holl ! , a seblantas huchal genoù dilavar pilpouzed ar c'hanv . ( 3 )
Oc'h adwelout e zremm 'touez flammennoù al luskad 'pad he nozvezhioù digenvez , e ouias ober skouarn bouzar ouzh gevier niverus an dud a laras da c'houde n'e oa bet hervezo an emvodoù nemet un digarez dezhan 'vit mont da verc'heta !
2 - Hêr ar Gurunenn
" Kent ma c'hwezho aezhenn an deiz ,
Kent na dec'ho ar skeudoù ,
Deus en-dro ... "
Kantik , 2 , 17 .
Perak on ken trist pa sonjan ennan ? , a lare alies dezhi hec'h-unan ar studierez-apotiker .
Kejet o doa un deiz e hall mont tre ar savadur .
Unan bennak jentil a-walc'h e oa koulskoude , un dentour a glevas diwezhatoc'h pa voe dizoloet kelan an den muntret gant ul louzoù-lousk .
Edo o paouez bezan graet buhez dezhan e zousig , pebrenn amerikan an eil estaj , hag evel m'he doa Rozenn spinet e zivjod gant he bizied pa welas anezhan simudet o tifronkan , e zorn war hini he dor , e kerzhjont a-gevret betek tavarn korn ar straed .
Met p'en doa bet c'hoant da baean ur banne dezhi dre ziskulian e galon , e taolas pled ar plac'h yaouank ouzh e anv iskis .
- Labourat 'rit gant ar wiski ? , a c'houlennas dezhan gant un taol c'hoarzh kiez abafet , mezevellet gant he died krenv ha promesaoù ur garantez dibar nevez
( Ne baoueze ket da lugernin outi , a gave dezhi ) .
- Tamm ebet ! , a valbouzas neuze , kentoc'h war zousennoù-plastr pe ... vartezeadoù , 'vel ma karit , dimezell ... Sellout a reont gant fae ouzhin , o troukwiskan 'c'hanon dre guzh gant seurt gerioù !
A-dra-sur he doa klevet komz eus an afer Naundorff hag e istor bugel-roue tec'het diouzh an Templ . ( 4 )
- 'Vel ma c'hellfed ren e vuhez war vartezeoù , a gendalc'has paour-kaezh hêr ar Gurunenn , un druez e welet gant e zoare Herri IV !
He heulian 'reas hanter-vezv 'n he c'hambrig , o tiskouez dezhi goude ur c'hoari rev bennak etrezo ar merk ispisial 'n e c'henou a broue e orin .
Kredin a reas e zislavarout neoazh :
- Hag an TDN ? , en atersas ar vaouez ranezenn o ranellat muioc'h c'hoazh . ( 5 )
- Feiz'ta ! , a droc'has warni brouezet gant ur vouezh rok ,
n'eo ket 'vel-se 'man kont !
C'hoarzh goap din 'reont , ha kaeroc'h 'zo , e tremenan 'vit ur merc'hetaer ivez diouto !
" Stank-toull " 'vez graet 'c'hanon ganto bepred ! Meizan 'rit ? Va Zoue , ne zlefen ket larout-se dirazoc'h ! Met pa zalc'hit penn ouzh moger " Abeg ar Stad " , penaos ober ? , a eilgerias fuloret outi , o tiskouez dezhi e zent brav dre skopan war al leur-di !
... 'Vel ur " rodig rusian " eo deut va buhez ! , a zisoc'has kevrinus ar brientinig dianzavet 'benn ar fin . ( 6 )
Kenkoulz ha dirollan he gwarizi , e fromas kalz he c'halon Vreizh miz Ebrel kaer-dispar !
Siwazh dezhi , e adwelas anezhan distroet un deiz etre divrec'h an ez-daofinez !
O sonjal en Dukez Anna 'vit kaout un tammig frealz d'he foan ez eas buan he c'hounnar outan war un dro : evel m'en doa diskleriet ur wech he faour c'hariad bet dezhi , Doue d'e bardono , n'he defe ket dimezet roueig Bro-Frans ma vije bet tu dezhi ober un dibab en amzer-se !
Setu perak , o redek d'e c'hêr , e temptas Rozenn marteze an Diaoul evelato !
Ur banne diwezhan ho poe o-daou ...
Kavout a reas hi gwelloc'h nac'h e c'hoant hep digarez all ebet er wech-man koulskoude , o lakaat anezhan da dronin reuzeudik en e gador-vrec'h doare Loeiz Pemzek , dilezet gant an holl en e hunvreoù dreistdiraez ...
- Kompren 'rit , ul " loser " he doa graet ac'hanon ! P'lec'h 'man hi kuit , breman ? , a huanadas an den e-unan kent mervel .
3 - Ar Stourmer
" Diwisket 'm eus va c'hrezenn ,
Penaos he dougen adarre ? "
Kantik , 5 , 3 .
'Keit-se , pegen flour e lagad outi , e tegouezhas 'vel ur bleiz e lugaj he buhez skolveurel Ahmed , stourmer palestinat .
Hag-en da zisklerian feuls dezhi luziadennoù skoemp ur milendall Reter-Nesan :
- Klev'ta , n'omp ket 'vit en em gousk , ma vez sigotet ganto hon douar diwarnomp !
Ken mat e gwirionez e kleve ouzh seurt traoù-se ma ne gredas ket diskulian dezhan istor he bro , met penaos 'oa kontammet gwechall gant ar Rozenn an Aerouant a c'hoantae he lonkan kriz-bev a-benn-kaer ! ( 7 )
Alies 'vez laret ne bad ket pelloc'h ar garantez 'get glizhenn nevez-amzer ...
Padal , e warant deoc'h e teue c'hoazh an daeroù da c'hlebian he daoulagad en deizioù goanv , ur pennad mat goude m'he doa klevet 'oa marv he mignon kalonek en un gwalldaol . Vae Victis .
ECHU
" ... Siwazh , n'o deus nemet tri dre-gant eus o emskiant dihunet . An hini en deus youl da stekin e zorn ouzh gwirionezioù meur ar bedoù diabarzh a zle dihunin e seitek ha pevar-ugent dre-gant emskiant menet kousket ennan ... "
Furnez Mab-Den - " Prezegennoù " gant Samaël Aun Weor ( 1917 - 1977 ) , skrivagner amguzh kolombian .
___
DAN AR WERN - Aman hag Ahont - 14 - Aerouant Rozenn - Ebrel 2011 / Mezheven 2012 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Aman hag Ahont " , copyright 2006 .
Notennoù : 
1 - Fransez II ( 1433 - 1488 ) , dug diwezhan Breizh dieub , tad Anna Vreizh ( 1477 - 1514 ) .
2 - Lavaroù Franz Liszt e 1837 , meneget gant Brigitte François-Sappey en he oberenn : " Ar Sonerezh en Alamagn Romantel " ( La Musique dans l'Allemagne Romantique , Fayard , 2009 ) .
3 - An " Emsav " : hollad ar strolladoù politikel , sevenadurel hag an hiniennoù a c'houlenn ma vo doujet ouzh gwirioù Breizh hag ouzh re ar Vretoned ( Geriadur AN HERE , 2001 ) .
4 - Karl-Wilhelm Naundorff , marvet e Delft e 1845 , a lare e oa ar Roue Loeiz XVII tec'het diouzh an Templ .
5 - An afer Loeiz XVII ha dielfennadurioù TDN 1998 ha 2004 .
6 - Tr : Russian roulette .
7 - Laret eo bet e oa aet an dinaosored da get dre m'o doa plaouiet kement a vleunioù ken e vint bet deuet a-benn ar re-se da dalvezout o foanioù d'o vourevien ( a-hervez Idris Lahore en e bennad : " Denoniezh-Vred hag he Fezh er Bed " / La Psycho-Anthopologie et sa Place dans le Monde , er gelaouenn " Science de la Conscience " / Skiant an Emskiant , niv. 35 , Gwengolo 2009 ) .
Aman a-us : Delwenn-led Fransez II 'barzh iliz-veur Sant-Per e Naoned ( Deroù 16vet kantved ) ha Palestinadez yaouank en he gwiskamant henvoazel eus Bethleem .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives