AMAN HAG AHONT - XV - An Egiptadez - L'Egyptienne - The Egyptian Girl ( E Brezhoneg / Breton Version ) .
11 Septembre 2012 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Aman Hag Ahont
An Egiptadez
Pennad Pemzek
11 a viz Gwengolo 2012
" Aet out kuit , Oziriz , kent distrein en-dro ,
Morennet a gouezjout da vezan dihunet ,
Mervel a rejout da vevan a-nevez ! "
Skrid ar Piramidoù - 1004 , Saqqarah .
Diaes eo displegan deoc'h perak 'oan bet dilezet d'am pemp bloaz kent din bezan degemeret goude e ti un tiegezh breizhat .
Diaes 'walc'h da larout deoc'h war un dro perak 'oan bet anvet Anna .
Gouzout a rit , mar bez gell va c'hroc'hen , eo aet gell ivez va ene gant ar glac'har !
Bewech ma 'z aen da Sant-Albin e vezen skoet gant ur boan iskis , ha p'edon o vale e Kastell Naoned e kreden klevout mouezhioù : ( 1 )
- Gallout a raimp herzel hir amzer ouzh an alouberien , va zad ?
- Bezit dizaon , va merc'h ! Repu a gavimp 'michans 'kreiz ar vro , 'touez hon Breizhiz kaezh ! Den na tra ebet ne harzo ouzh an erminig , c'hwi 'oar ! Ha goude-se emaon o c'hortoz sikour digant Masimilian Aostria . ( 2 )
Bremaik e teuio dimp da rein e skoaz . Bezit fizians ennomp !
Neuze ' vije gwell din mont da bourmen er vro , ken hanval ouzh ar re gozh eo anvioù va harlu nevez , d'am sonj : Karnak , Amon ...
Goude holl , ' oa bet gounezet Egipt ivez gant tud a-ziavaez-bro !
Hag evit a sell ouzh he yezh , e ouie hon hendadoù he c'homz gant galloud Iziz da zigejan he c'hevrinoù ... ( 3 )
He gelver a ran a-wechoù pa yud avel ar mizioù du 'us bezioù ar vered .
Plavan a ra 'vel ur skrev war ar c'hoummoù , o tont goude-se diwar nij !
Piv a glevo poan ar mor-bras , hag hi o krial ?
Ur skeud eo 'veldon-me a gantre war al lann , pa vez heol ruz Oziriz o veuzin en dremmwel , siwazh , 'raok mont da sevel a-nevez da vev 'trezomp !
Beajourezed kollet er vorenn emaomp .
Piv hon adkavo ?
____
DAN AR WERN - Aman hag Ahont - XV - An Egiptadez - Eost / Gwengolo 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Aman hag Ahont " , copyright 2006 .
____
Notennoù :
1 - Sant-Albin-an-Hiliber , lec'h emgann ma voe trec'het ar Vretoned gant arme Bro-C'hall e 1488 ha kollet ganto o frankiz .
Kastell Naoned : Palez hon Duged Vreizh .
2 - Kendiviz faltaziek etre Anna Vreizh ( 1477 - 1514 ) hag he zad Fransez II ( 1435 - 1488 ) diwar-benn Masimilian 1an Habsburg ( 1459 -1519 ) , Impalaer Roman Santel , hag a voe sonjet he dimezin gantan 'vit derc'hel penn ouzh Roue Bro-C'hall .
3 - Mojenn Iziz ( pe Isis ) hag Oziriz : Seth , breur gevell Oziriz , en doa c'hoant da vezan roue en e lec'h . Setu perak e lazhas anezhan ha dispennas e gorf e 14 tamm . Gant sikour he c'hoar Neftis , e teuas a -benn Iziz d'adkavout holl an tammoù .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives