Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR - Sel Marin - Sea Salt - I - Rakskrid , 1 , 2 .

10 Mars 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I ) Paluder-Gwenrann-3.jpgHolen Mor

 

             Ac'hubet da bleustrin war va oberenn ( tost peurechuet hiziv ) , em boa lezet menozioù personeloc'h a-gostez .

Deut eo breman amzer d'o ezteuler , a gavan , 'vel ma holena paluderien Gwenrann goude o devezh labour dindan heol ar " Vro Wenn " .

Hetin a ran ma roio mui a vlaz d'ho sonjoù hoc'h-unan .

Kas a ran deoc'h anezho 'vel ma'z int .

Grit din trugarez evit o eeunded , re a holen eo un digoll vrav evit goularded hon emzinac'h a-wechoù .

( Rakskrid - Er Groazig , d'an 8 a viz Meurzh 2013 ) .

 

 

1Ra vezit kounnaret , Bretoned ! ( Indignez-vous ! ) Rak e vez klasket bepred laerezh koun ho proad ! Breizhek eo departamant al Liger-Atlantel ( Bro-Naoned ) hervez an Istor , petra bennak ma tiskouezo kartennoù-hent fallakr a zistag anezhan dre drubardiz diouzh hon Bro 'vit lakaat tud dizesk da fazian !

NAONED E BREIZH , NAONED , KÊRBENN HON DUGED !

( 1 - 9 a viz Meurzh 2013 )

 

2 - Marse n'eo ket Breizh ur pesk ? Rak 'vez laret : " Lakait ur pesk war ar sec'h , ne vevo ket pell ... " Ha bewech m'he c'hlask sav he fenn gant poan war an dour , e striv ar Stad greizennet d'he c'has a-nevez don e-barzh . Sonjit e pezh 'oa degouezhet da Vrit-Aer er bloavezhioù dek ha pevar-ugent , pa veze kredet c'hoazh gant meur a hini dre o eeunded edo an traoù o vont da drein war well evidomp en Europa !

Ha goude ez erruas afer Tv Breizh , bet lazhet ar buanan ar gwellan , nemet anv an embregerezh miret a-ratozh-kaer 'vit diskouez gwelloc'h dimp fae hon mistri c'hall !

Setu pelec'h en em gavomp breman : krenvlec'h Bro-C'hall difennet-grons  gant e Guzul Vonreizhel ha , barn diwezhan , e Guzul-Stad .

Kentoc'h mervel 'get bezan saotret " Sklerijennoù " bro " Gwirioù Mab-den " gant yezh ar blouked hag ar yer !

Evel-se 'man ger-stur hon gwaskerien , ken reut o speredoù en hon kenver !

 

Maodez Glanndour a gomze ivez eus e genvroidi bet " strobinellet gant ur vrizhdemokratelezh " hag o labourat " e servij Bro-C'hall ( ... ) hep en em luzian ken e kudennoù Breizh " .

Deomp da zigerin hon daoulagad spis ha lemm evit mirout a ober evelto !

( 2 - 12 / 15 a viz Meurzh 2013 )   

 

 

 

 

                    

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor - Rakskrid , 1 , 2 - Meurzh 2013 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " Holen Mor " , copyright 2013 .

 

* Maodez Glanndour : " Kregin-Mor " , 7 - Ster hon Emgann - Copyright 1987 , Emb. AL LIAMM , pep gwir miret strizh . 

 

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article