Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

SAISONS - 16 - Linvad-Meur - Déluge - Flood .

10 Février 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Saisons

The-flood-3.jpg

Linvad-Meur

" Here comes the Flood again ... "

Katie Melua - "The Flood " *

 

 

 

N'eo ket ken va bro ger ,

Taolet eo an hini-man d'an traon ,

A sonje din

O vont en-dro d'ar gêr ...

 

Lam he bec'h diganti ,

Ra savo mor c'hoazh

D'he dieubin gant e froud veur

Diouzh an diskar !

 

 pobl brewet ,

Dav eo dit mont war adsav

Goude bout bet kouezhet ken kriz ,

Digor kili houarn da doull-bac'h ,

Da frankiz ' vo dispriz !

 

'Vel ar vorvran , ar skrav ,

Lam buan ar vec'h-se diganit ,

Nij war gribell ar gwagennoù kuit ,

Ez ene enaou tan

Ur garantez nevez

Az tommo dit c'hoazh krenvoc'h

En-dro !  

       

Pa sonje din  

War hent ar gêr

N'oa ster ebet ken

Eus va Breizh ger ...

 

 

DAN AR WERN - Saisons - XVI - Linvad-Meur - C'hwevrer 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Saisons " , copyright 2006 .

* "The Flood " ( 2010 ) , a song by Katie Melua from her " The House " album , copyright Dramatico Entertn. LTD 2010 - All rights reserved .

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article