aman hag ahont
AMAN HAG AHONT - X - Keoded Arvern - Cité Arverne - Arvern Town .
Keoded Arvern
Pennad Dek
7 a viz eost 2007
Pe liv eo ar Jansenegezh ?
Hini zu ar bazalt , a gave din , pa oan o vale war blasenn Jaude , dindan c'hlav yen ha puilh an devezh hanv-man . Liv mein gozh ma veze graet meur a di ganto gwechall er gêr .
E-giz ti Pascal , bet distrujet anezhan gant labourioù adnevezin an Iliz-Veur , e 1884 .
Arouez evidon ur stourm kollet evit un den , abalamour d'e feiz , goude handein Port-Royal ( meurzh 1656 ) .
" Krenvded 'zo Rouanez ar Bed " , a skrive ar prederour brudet . ( 1 )
Anat e oa din edo ar gwir gantan : delwenn Verkingetoriks am lare memes tra .
Trec'het e voe ar Roue Arvern , mab " Nemessos " e c'heriadenn c'henidik , ha lakaet goude d'ar marv en toull-bac'h Rom gant Kezar . ( 2 )
N'eus forzh !
" Kemeret ' m eus an armoù evit rein o frankiz d'an holl ! "
Ar skrid-man , bet kizellet war sichenn oberenn Bartholdi , a ziskoueze din sklaer ne oa ket tu da glask lazhan spi ur vroad vac'homet . ( 3 )
Hag he doa "an Aostrianez " c'hoantaet ivez tizhout ar pal-se : dismegansin he fobl ? Ne gredan ket .
Pa vefe gwir , ne vije ket bet dleet dezhi c'hoari " Eured Figaro " e c'hoariva prevez an Trianon Vihan ( pe gentoc'h e hini markiz Vaudreuil ) , evel ma vez diskouezet fenoz war ar skramm . ( 4 )
Petra ' zo gwir , a-hend-all , er film-se , anvet " Istor gwir Maria-Antoneta " ? ( 5 )
Divlaz eo c'hoari an dremmourien , ha displeget re vuan - a-ratozh-kaer , war a seblant - " munudoù " an diwezh , pa voe boureviet ar Prinsezed , evel Penngadour ar C'halianed , kantvedoù abretoc'h .
Pelec'h eman an Itron Elesbed , skoazellerez feal , c'hoar santel ha karedik ar Roue : ankounac'haet , ezvezant , dibennet endeo ?...
Ha merzheriadenn ar Rouanez ? Ne vez ket gwelet war zremm zigas an dudenn .
Kealoniezh ar " Stad Republikan " ( ha franmason ) a ra neuz , ur wech ouzhpenn , da devel torfedoù diniver un toullad muntrerien , evel kCarrier , e Naoned : setu ar pezh n'eo ket desket en o skolioù .
A-raok en em rein da gousket , ez eo gwell ganin adwelout bolzioù uhel " Itron Varia ar C'horroidigezh " , gant he mein du , hag he rozennoù liesliv ar pevarzekvet kantved .
Selaou a ran c'hoazh komzoù va ambrougerez diwar-benn he gwaz , al livour euskarat Eric Peyret .
" Ezhomm en deus an arzour bezan alies en digenvez ... "
Azezet omp ouzh taol , kenver-ha-kenver , en un ti-debrin bihan , war blasenn an Trec'h .
Pa welan adskeudennoù bennak e daolennoù , avat , e sonjan n'eo ket henvel balioù ledan ar Stadoù Unanet ouzh hentoù strizh ar gêr-gozh .
Ha petra larout eus ar savadurioù ?
D'am meno , e vefe ret lakaat un dra " iskis " ( dreistgwirvoudel ? ) e-tal ar gwirvoud eeun .
Poanioù hag hunvreoù mab-den , da skouer . Ar pezh a rae Magritte , pe Salvador Dali , pep hini en e vod ...
Goulenn : hag e oa gwalldaol 11 a viz gwengolo 2001 un dra zreistgwirvoudel ?
Ur c'hlemm eo an Arz , hervezon , ha gantan , galvidigezh ar galon !
___
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 10 - Keoded Arvern - 9 a viz Eost 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - " Sonjennoù " ( Pensées , 1670 ) , gant Blaise Pascal ( 1623 - 1662 ) , prederour gall . Sonjenn 303 .
2 - Verkingetoriks ( war-dro - 72 e Nemessos - 46 A.C e Rom ) , Roue Arvern ha Penngadour Meur ar C'halianed .
3- Frédéric Auguste Bartholdi ( Colmar , 1834 - Paris , 1904 ) , kizeller gall en doa graet " Delwenn ar Frankiz " e New-York .
4 - " Eured Figaro " ( Le Mariage de Figaro , 1784 ) , gant Pierre Augustin Caron de Beaumarchais ( 1732 - 1799 ) , skrivagner gall .
5 - " Istor gwir Maria-Antoneta " ( Marie-Antoinette , la véritable Histoire , 2007 ) , skrivet gant Jean-Claude Carrière , kenwerc'het gant Yves Simonneau , Francis Leclerc . Dremmourien : Karin Vanasse , Olivier Aubin . War Frans 2 . Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh .
Gwerenn-livet Sankt Namacius
AMAN HAG AHONT - IX - Spered Mona ( 2 - Sul Gwenn / Pentecôte / Whit Sunday ) .
Spered Mona
Pennad Nav ( Dilerc'h )
30 a viz Mezheven 2007
" Tud kaer , piv ' zalc'h anezho ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) - Eilvet Klemmgan .
2 - Sul Gwenn
Tri devezh diwezhatoc'h , e oan deuet en-dro da Vrest 'vit va gelaouenn .
Dalc'hmat , ne ouien ket perak he doa sachet he skasoù ' giz-se ' dreuz an denvalijenn en ur leuskel ac'hanon va-unan 'vel ur penn-ki .
- ... Henvel oc'h tout , c'hwi , paotred ! Nemet pezh a garit ho peus c'hoant d'ober !
En ivez , en deus he dilezet ! Echuin 'vel ma mamm , ne venn ket din , nann ! , he doa garmet warnon , fuloret .
Hag e oan chomet aman abafet krenn , dinerzhet a gorf hag a ene , gant c'hwezh-vat he blev , he c'hroc'hen em fronelloù .
Steuziet ' oa bet hep lezel tamm roud nemeto hepken , gant an dristidigezh vras ivez he doa lakaet em c'halon .
Evel ma ne c'hallis ket en em rein da gousket , en noz-se , e selaouis ur ganaouenn Cohen war va Ipod :
" Been on the road forever ,
I'm always passing thru ,
But you' re my first love and my last ,
There is no one , no one after you ... " ( 1 )
Distroet ' oan da Bariz , ha da glask titouroù war varv va c'hamalad-skol aet diwar wel abaoe amzer hon bugaleaj , e c'hoarien va fri-furch ' barzh teulioù ar magazin sevenadurel ma labouren evitan hag ivez dre bellgomz e re ur gelaouenn all e Breizh a-drugarez d'ur c'henlabourer am boa roet dorn gwechall dezhan .
Disrannet ' oa bet hon hentoù anat din , ar peurrest bet graet gant chansoù dishenvel ar vuhez , evidon-me un tamm brud 'vit levrioù dister , ha peurgetket unan diwar-benn Breizh , evitan une hent kuzhoc'h , kevrinus ... Petra all war Vona e verc'h ha diwar-benn pep degouezh hon deizioù pemdeziek ?
Pa sonjan en istor-ni breman , em eus koun a-gevret ha n'ouzon ket perak eus un dro-gaer am boa gwelet keit all eus ar stirad skinwel vrudet " Star Trek " , pa veze dleet d'an harozez vervel 'vit mirout an Denelezh da drein a-nevez e gouezeri hag o lakaat 'giz-man da ziwan ennomp goulennoù diarsav a-zivout hon Tonkadur .
Un dra ' vije bet komprenet fall neuze diwar e benn ganti ha ganimp bet todinaet 'vel-se gant " Porzhier an Amzerioù " ?
Ha peseurt kevrinoù ' veze skoachet dimp c'hoazh Gantan war ar varbared-se o c'houlenn un aberzh nevez ? ( 2 )
Rak souezhus-tre ' oa bet disoc'hoù an enklask en diwezh : barrad-amzer ebet met un darzhadenn noz kentoc'h 'vel un tan-arvest ...
Neuze gwalldaol d'ober e jeu dezhan ?
Sul-Gwenn e oa , d'ar mintin-man , gouel ar Pantekost .
Divizet em boa mont war droad d'an iliz pa veze lidet gant an holl en deiz-man donedigezh ar Spered Santel war an Douar ha marteze ganin-me hini P... ma felle dezhi en em ziskouez din du-man a-benn ar fin , eveljust !
Gwall nec'het ' oan koulskoude , rak n'em boa bet keloù ebet digant an dec'hadez abaoe ma oa aet he skeud o steuzian kuit diwar wel ken buan en noz du .
Er-maez e c'hwezhe feuls barradoù gwent war ar gêr o skuban didruez traoù a gave dirazon , skourroù gwez diskloset , sklentennoù distaget diouzh toennoù kozh , panelloù a yae diwar nij o trein 'vel gwiblennoù , o liketennoù bet roget diniver o troidellat d'o heul e pep lec'h hervez c'hoantoù an avel foll !
Takennoù glav yen a gouezhe ivez war va zremm , o lufran ar ruioù gleb dindan ar brizh-heol .
Hiziv ma seblante bezan ankouaet klouarded an deizioù kent , seurt " Gwenvidigezh " , e klasken va hent dre vil boan o strivan kalonek ouzh an avel lemm hag o terc'hel digoret disglavier an ostaleri !
Tremen a ris dre ru Glasc'ho , a-drenv an Ti-Kêr .
- Pell eo c'hoazh diouzh Sant-Loeiz ? , a c'houlennis d'ur paourkaezh moraer a ziskoueze bezan kollet gantan e nadoz-vor dre ma boueze ken start war e gasketenn gant e zaouarn 'vit he derc'hel da gouezhan .
- Du-hont ! , a respontas din , e benn droet ouzh ar mor .
Tost d'ar Marc'had ...
Un nebeud stalioù a gavis end-eeun ur predig war-lerc'h a-gleiz din .
Darempredet un tamm ' vezent daoust da froudennoù an hin , bet aet tre re bennak ar valeerien en iliz ...
Dont a ra da sonj din en doa prezeget war anadennoù naturel en-dro deomp ar beleg , marteze ' vel sin hor buhez diroll ha dihenchet .
Lizher Jud en doa kroget da lenn :
" Henvel ouzh gwagennoù fuloret eus ar mor eo ar re-man , o teurel dirazo eon o loustoni ..." ( 3 )
War an trepas ' tintas va hezoug ' kreiz an oferenn .
Kredin a ris e oa-hi ' benn ar fin , hag hen anzav a rankan , en em waskas a-daol-trumm va c'horzailhen gant ur barr anken griz !
- N'on ket evit dont du-se hiziv , siwazh ! , a yudas ur vouezh a-bell e pleg va skouarn .
Tourmant ' zo ... Intent a rit ?
E-pad un eilenn ' teuas em spered komzoù Alonso :
" Mall bras ' zo warnon anavezout istor hoc'h buhez ,
Dindan gazel-ge e vefen ,
Gant klevout kanan ho kwerz ... " , o klask gouzout ma veze Mona , mechal ,
" ur sorserezh c'halloudus a-walc'h evit ren war al Loar hag ober tre ha lanv . " ( 4 )
Met ne oa nemet P ...
War an hent distro e taolis va evezh ouzh un " davarn " , seurt ti-debrin elzasat ' tal ar " Quartz " . ( 5 )
Deuet e oa poent merenn ha koulskoude , n'em boa ket naon .
Ur vamm-gozh a gavis da gomz outi eus Mona .
Hec'h-unan-penn hi ivez , e seblantas ken trist ha nec'het ha me ...

Antronoz ' oa bet degaset kemenn din ' oa aet " Spered Mona " d'an traon gant skein ouzh kerreg-tarzh Enez-Werc'h , dismantroù ebet war al lec'h goude pense ar bagig .

Selaou a ran fenoz sonerezh Vaughn Williams , a gare he zad : " The Lark Ascending " bet awenet gant Barzhoneg Meredith , " The Joys of Earth " . ( 6 )
Envorin a ran ar paourgaezh plac'h :
" Hep he far e chom breman , ne gav netra ken war an Douar ,
Klask a ra gouelec'h , plasoù all euzhus da lenvan ,
Pe glemmichal ,
Dieub , en diwezh ... " ( 7 )
Dirollan a ran da ouelan .
" Petra eo nesan tra dimp ? Ar Marv ? Ar pezh n'eo ket c'hoazh ? " , a c'houlenn ar C'haredig .
( 8 )
ECHU .
___
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 9 - Spered Mona ( 2 - Sul-Gwenn ) - 23 betek 30 a viz Mezheven 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . "Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
Notennoù 
1 - " No One After You " , pozioù gant Anjani Thomas ha Leonard Cohen , in " Blue Alert " , gant Anjani , Copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 , All rights reserved .
2 - " Star Trek Klasel " , produet gant Gene Roddenberry - Tro-Kaer niv . 28 : " The City on the Edge Of Forever " ( Ar Geoded War Vord an Nor Beurbadel " ) , skrivet gant Harlan Ellison , kenwerc'het gant Joseph Pevney . Dremmourien : William Shatner , Leonard Nimoy , Joan kCollins - CBS Studios Inc . All rights reserved / Copyright 1967 and 2007 .
3 - Lizher Jud ( 13 )
4 - Stratford-upon-Avon ( Warwickshire , Central England ) - William Shakeaspeare ( 1564 - 1616 ) oa ganet ha beziet aman .
" The Tempest " ( Ar Gorventenn ) , war-dro 1611 .
5 - Kreizenn Sevenadurel " Ar Quartz " , 4 , Bali G. Clemenceau , e Brest .
6 - " The Lark Ascending " ( An Alc'houeder o Tinijal ) - 1914 - Oberenn Ralph Vaughan Williams ( 1872 - 1958 ) , musiker saoz .
" Poems and Lyrics of The Joys of Earth " ( 1883 ) , gant George Meredith , skrivagner ha barzh a Vro-saoz ( 1828 - 1909 ) .
7 - " Die Liebe der Magdalena " ( Karantez Madalen ) , Insel Verlag , Frankfurt , 1912 , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .
8 - Gerioù Rilke , in " Rilke " , gant Philippe Jacottet , Emb. Le Seuil , 1970 .
Taolenn : " Study for the Head of a Mermaid " ( 1885 ) , gant Sir Edward Burne-Jones ( 1833 - 1858 ) .
" Heklev hon envor ,
Ur bensadenn lonket en noz ,
O sell paret war an dour ,
Selaouit klemm moraerien kozh ,
Sachet gant mouez ur vorganez ,
Eneoù morgousk en hiraezh ... "
Gwennyn Louarn - " Dream Well "
" En Tu All " - Coop Breizh /2006 .

Liens/Liammoù/Links : http://www.e-monsite.com/danarwern/
( " News " ) .
AMAN HAG AHONT - IX - Spered Mona - L'Esprit de Mona - The Spirit of Mona ( 1 - Serr-Noz an Eneoù / Crépuscule des Âmes / Souls ' Twilight ) .

Spered Mona
Pennad Nav
20 a viz Mezheven 2007
" ... Perak'ta n'en em rois ket deoc'h muioc'h c'hoazh , daoulinet dirazoc'h , gant ho plev dispak ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) , 1912 - 1922 - Dekvet Klemmgan ( Stumm I )
1- Serr-Noz an Eneoù
Petra ober pa n'eus netra ken met an didrouz ?
Aet diwar wel ' seblant bezan hor poan zoken .
Hag , uhel en oabl , n'eo nemet un eonenn wenn ha louet .
A-wechoù , kri ur skrev .
Met goanag , n'eus ket ken ...
... Sonj' m'eus c'hoazh ennout , Mona , war borzh-kenwerzh .
D'al lec'h-se emgav 'oa bet divizet mont ganimp 'vit diriaou en abardaez , d'ar pevar warn-ugent a viz Mae diwezhan .
Gouzout a rez e voe ur souezhadenn vras 'vidon-me gwelout ur wir dekenn , ur gaer a blac'h 'n he bleunv 'veldout , oadet , marteze , d'un ugent vloaz bennak !
Met rankout a ran anzav ouzhit ivez em boa bet e sell , en deiz-man , met abretoc'h 'pad ar mintinvezh , da gejan gant P... 'vit ar wech gentan .
Renerez ur gelaouenn sevenadurel ha skrivagnerez vrudet e Breizh war un dro eo .
Hervez c'hoant houman , ha d'ober anaoudegezh an eil d'egile , e oa dav din he c'havout da greisteiz hanter , pe war dro , e kafedi ar stal-levrioù " Dialogues " , lec'hiet ouzh traon ru Siam . ( 1 )
Al labour ma rae P ... 'vit lennegezh hon bro ' oa pouezus -tre , a gave din e gwirionez .
Koulskoude , ne voe ket tu d'en em gavout a-benn ar fin , rak e oa ret dezhi , war a lavare , mont da Roazhon gant mall , en un doare trumm ha dic'hortoz .
" Marteze disul ? " , he doa pellgomzet din gant digarezioù .
Dre chans , e oa deuet Mona da savetein va zevezh !
Gant he fennad blev melen 'vel an ed darev hag he daoulagad c'hlas liv houlenn ar mor-bras , e oa henvel he dremm ouzh un damdresadur Bouguereau a blije din kalz , henvel ivez ouzh hini Burne-Jones , anvet " Penn ur Vaouez " , poltred a sellen ken alies outan war va burev . ( 2 )
" Kalz drantoc'h evito ! " , a sonjo din evelkent diwezhatoc'h . 
Ha pa' m boa graet a-benn ar fin he anaoudegezh d'an abardaez-man , e oa , war va meno , ken bev-buhezek , un tamm brasoc'h egedon , moan ha prim 'vel ur gaerell , leun a startijenn !
Gwisket kaer-tre e oa gant ur vantell c'hloan , seurt " kabig " a-liv gant al ludu , gant ur stammenn wenn dinamm war he c'horf mistr hag ur jean diwalc'het o c'holein he divhar ken hir .
Pa' m welas a-daol-trumm , e paras ur mousc'hoarzh lent war he diweuz .
Etre he bizied e talc'he ur sigaretenn vihan , " Marijanig " pe " Vutun droll " hervez doare , da dalan ouzh he from rak ur gejadenn gant un den dianavez .
( 3 )
Ha dalc'het ken kloz dindan he gazel ' oa daou levr bennak e saozneg , unan anezho diwar-benn Sylvia Plath .
An hini all bet skrivet gant Yeats : " The Celtic Twilight " . ( 4 )
" Deskin a ran yezh Shakespeare ! " , a gemennas din seder gant trouz an trec'h , harpet ouzh gerlink he c'harrig-tan , ur " FIAT Uno " koshoc'h 'get ar bed ha kinklet gant pegsunoù niverus war he gwerenn a-drenv :
Free Bobby Sands ! Ireland to Irish ! Breizh hor Bro ! " ( 5 )
- Hini va zad , ur stourmer ! , a zisklerias din neuze gant he mouezh taer a vaouez yaouank , lorc'h enni , spered dishual ...
Edon o paouez respont dezhi e oan a-enep ar feulsted , pa' z eas diouzhtu war va c'haoz .
- Marv eo breman , te ' oar ...
Diaes din a-walc'h e oa , goude se , eilgerian dezhi .
Marteze e verzas va zrubuilh , rak e kemeras harp he bruched ouzh va c'hein , he dorn mouest a-bezh o stardan krenn-tre em hini .
- Eürus on d'az kwelout , emezi da c'houde , o klask da ziskouez din un doare sart 'vel pemp gweneg . 
Leun-barr ' oa an davarnig .
Met un daolenn zistro e teujemp a-benn da gavout eno er maez en diwezh . Ken dous ' oa an abardaez !
- Un hini krenv ! , a c'houlennas diouzhtu . ( 6 ) ... Ur banne lambig az po ivez eveldon , marteze ? Southern Comfort , Amerikano , tra all ? Diouzh ma welan , e vez henvel ouzhit un tamm va zad , memes neuz vat , memes plom ! ( Eston ' oa an dra-se , komz a rae atav diwar e bouez d'an amzer-vreman ) .
... Dedennet eo gant Lennegezh Vreizh ha gant bageal war ar mor , a gendalc'has o klask un dra bennak n'he doa ket kavet c'hoazh war e benn . En digenvez hepdon , e plij dezhan merdein betek Enez ar Werc'h ...
Met un deiz fall , n'eo ket deuet en-dro , a huanadas goude .
- Ken yaouank ' oan , a-vec'h ma oan trizek vloaz hepken d'ar mare-se . Chomet eo ar c'houn , siwazh , un avel griz a c'hwezhe a-fourradoù a-dreuz lanneier Sant Mikael ...
Intent a rez ?... Un droug avel ' oa , hini ar marv !
- Ken kuzh eo ene va zad , a anzavas ouzhpenn .
" Dav-mat eo din goulenn sikour digant ar morverc'hed , a lare din a-wechoù a-raok lestran , 'vit ma vo lakaet speredoù morzet tud ac'hanenn da zihunin ganto ! "
Ha setu perak diouzh va lezvamm ez an hiziv kalz re " da besketa ar wrac'h-kozh " gantan , tro-lavar hon bro a dalvez keit hag " ober netra " , a farsas dezhan o vinc'hoarzhin .
Tra ma gomze din , ' oa broudet diehan he spered kaer dic'hiz gant tan ar gwin-ardant a bade da lakaat birvilh ennan , o tizolein tamm-ha-tamm kevrin he c'hened ken dispar , hini he daoulagad don a bare skleurenn zivougus o liv flamm warnan .
- Gwelloc'h ' vefe dimp mont breman da vale un tammig 'vit kemer an aer , a gemennas trumm .
Ezhomm ' m eus da gerzhout . Ket te ?
Kredin a ran hen anzav deoc'h , mezv-dall 'vel sonerien-gloc'h e vezemp ni hon-daou , ha dreist-holl me , rak n'on ket boas da evan .
Mezh a zeue din koulskoude , met prest e savis ouzh he heul .
- Gouzout a rez ? Komzet ' m boa ur wech gant Jane Birkin . E Landeda eman o chom bep ar mare .
Ne sonjez ket evelti ? , a c'houlennas krenn al lonkerez ker-se va chalon diganin . N'eus nemet " boestoù " ' barzh grignol hon buhez , lec'h arched hon envorennoù , hon tremenet ...
Darn diouto ' zo leun , darn all c'houllo ... " ( 7 )
Stagan a reas da dennan hec'h anal gant nerzh dirak ar mor-bras ' vit avelin he fenn un nebeud , a lare .
Met ne oan ket sur d'he c'hompren mat pa vouskanas din war un ton goapaus goude pozioù ur ganaouenn gozh he bugaleaj he doa dalc'het envor anezhi :
" Boestoù bihan , boestoù bihan ,
Graet e ticky-tacky ,
Boestoù bihan ,
Holl henvel 'barzh an ti ... " ( 8 )
A-us dimp , skreved ha gouelini o troiata en oabl a-vandennoù a seblante ober goap ouzhomp o safar dibaouez a griadegoù gouez .
Serr-noz , Pasion an eneoù ' oa , pa gouezh gorrek ha meurdezus an heol ruz a-dreuz dourioù tenval , o lakaat anezho da lugernin 'vel gwagennigoù gant e vannoù ziwezhan tra ma zistaol anezho a-vilvern al loar o kas en-dro dezhan dre o adsked he respont :
" Ur c'houmm nemetan , rak , lerc'h-ouzh-lerc'h , emaon mor anezhan . "
( 9 )
Strivan a reas ar fulennig da vont a-benn-herr a-hed ar c'hae .
Padal e tianalas buan o c'haloupat gant gaol 'vel ma rae .
Ha me , bec'h ' oa warnon ouzh he heulian !
Setu perak ma tirollas da c'hoarzhin gwalc'h he c'halon pa welas ' oan skuizh-divi ha dielc'het o c'haloupat war he lerc'h 'vel-se .
- Kredin a rez en Tonkadur ? , a c'hoapaas ouzhin berr warni , met gant ur seblant prederiekoc'h .
... Rak liv an avel eo va hini , a fougeas c'hoazh an hini a seblante redek buanoc'h egetan .
Me ' zo skuizh gant tud a-wechoù . Pilpouzed int . Aon o deus . Mouezhian a reont evit strolladoù gall ... Gast !
C'hoant he doe d'am ambroug dre vale betek dor va ostaleri .
Neuze , en em skoazellan a rejomp an eil d'egile ' vel re gozh gant skalieroù serzh a gas da greizkêr .
Tremen a rejomp hebiou da " Sked " hag a oa nemeto war enaou holl c'houleier Ti ar Sevenadur Breizh en abardaez-man , ken digenvez e pep lec'h straed Duguay-Trouin .
Tridal a reas Mona .
- C'hoant 'm eus da veajin pell eveldout , dav eo din mont kuit , troc'han hent ...
Ru Branda , en em vriatet ' voemp krenv hon-daou dirak dor al leti .
Sellout a ris outi e-kreiz he daoulagad 'vit santout gwelloc'h pegen faezh betek skoulm 'oa deut hec'h ene !
Ha daoust ma vagen kement a breder guzh em c'halon 'viti moarvat , ne ouien ket penaos e rin 'vit lakaat a-nevez da ziwanan goanag en he spered .
Trist e oan , eveljust , rak ' oa erru amzer an disparti .
Lizherennoù bras an " Amiraliezh " a lugerne en noz tener . ( 10 )
A-us dimp , hag a-ispilh ouzh he zalbenn , ' oa dispaket banniel Breizh e-kreiz stered an Nevez-Hanv .
Karet em befe he stardan ur wech ouzhpenn ouzh poull va c'halon , zoken ma
ne greden ket e vefe dereat din , koulskoude , he fedin da bignat ganin-me em c'hambr .
Mont a reas un ugent kammed pelloc'h , er skeud .
Du-se , e tirollas da ouelan forzh da gentan , azezet war vord ar riblenn-straed , ha goude , e tibunas hec'h istor ...
- Erru ' oa ur barr-amzer d'an abardaez-man " , a zanevellas din Mona o tifronkan .
N'ouzon ket perak e savas ur rendael etre va zud . Krozet krenv ' oa bet d'am zad , ha goude bout bet klevet e begement , e tivizas heman tec'hel kuit daoust d'an amzer fall .
Mennout a rae mont da Iwerzhon ' vit adkregin gant ur vuhez nevez , war a gredan , dieuboc'h !
Ha graet em boa va sonj d'e heulian ivez da c'houde kousto pe gousto .
Ne garan ket kalz va lezvamm ...
Pell e tassono ennon enkrez da aspedennoù .
Pell ez adwelin da sell digonfort taolet warnon 'vel hini ur benseadez dispi o c'hervel sikour war ar mor didruez .
Beuzet ' oa bet he zad hep distro , ha chomet ar plac'hig en he digenvez kent ma vefe bet kaset tud , en diwezh , da gerc'hat pense al lestr .
An holl draoù-se am boa kontet din , Mona .
Gant kalz a evezh 'm boa selaouet ouzh dezrevell boanius ar gwallzarvoud-se , fromet va c'halon , hag heuliet dibun e skeudennoù war skramm lazhet da vuhez dizamant ...
Pa vezemp hon-daou dindan al loar , diriaou da noz ...
Doare ar bed eo , neketa , 'vit un aelez paour eveldout , dihentet he spered war an douar 'vel kollet ur vag war ar mor diroll ?...
... Met a c'hoanag , ne vefe ket ken ?
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Aman hag Ahont - 9 - Spered Mona ( 1 - Serr-Noz an Eneoù ) - 11 / 18 a viz Mezheven 2007 / Adwelet e miz Ebrel 2017 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman hag Ahont " , copyright 2006 .
___
Notennoù
1 - Stal-Levrioù " Dialogues " , Forum Roull - 29200 - Brest . He c 'hafedi 'zo ul lec'h-emgav brudet evit an holl dud a blij dezho al Lennegezh dre-vras .
2 - " Studi " ( 1898 ) gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) .
- " Head of a Woman " ( 1890 ) - pencil on paper - gant Sir Edward Coley Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) .
3 - Hashish .
4 - Sylvia Plath , skrivagnerez amerikat ( 1932 - 1963 ) , he doa gouzanvet kalz rak un diwaskadenn goude marv trumm he zad . Dimezet e oa gant ar skrivagner saoz Ted Hughes ( 1930 - 1998 ) . En em lazhan a reas e Londrez , e-barzh an ti ma vevas ennan gwechall ar barzh iwerzhonat , William Butler Yeats .
- " The Celtic Twilight " , 1893 , gant W. B . Yeats ( 1865 - 1939 ) .
5 - Robert Gerard Sands , alias " Bobby " Sands ( 1954 - 1981 ) , stourmer iwerzhonat , ezel eus an I.R.A . Marvet goude un harz-debrin .
6 - Gwin-Ardant , lambig .
7 - " Boxes " , film emvuhez kenwerc'het e Breizh gant Jane Birkin , 2006 .
Dremmourien : Geraldine Chaplin , Michel Piccoli , J. Birkin .
8 - " Little Boxes " , kanaouenn vrudet Malvina Milder Reynolds ( 1900 - 1978 ) , ganet e San Francisco , kanerez amerikat ( Folk and Blues ) . Kanet e galleg gant Graeme Allwright ( " Petites Boîtes " ) .
9 - " Sonedennoù da Orfe " ( 1922 ) , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , skrivagner aostriat .
10 - Ostaleri " An Amiraliezh " ( L'Amirauté ) , 41 , ru Branda - 29200 - Brest .
Taolenn : " Adieu " ( 1892 , gant Alfred Guillou ( 1844 - 1926 ) , livour breizhat , Mirdi Kemper .
___
Liens/Liammoù/Links : http://www.e-monsite.com/danarwern/ ( " News " )

Sylvia Plath
AMAN HAG AHONT - VIII - Venise , au Miroir de l'Amour , le Masque de la Mort - Venezia , e Melezour ar Garantez , Maskl ar Marv - Venice , at the Mirror of Love , Mask of Death ( Version Française)
Venise , au miroir de l'Amour ,
le masque de la Mort ...
Chapitre Huit
23 Janvier 2007
" Gondeln der Trauer ,
Eisige Schauer ,
Venedig im Winter ,
Ohne Dich ... " *

Pour Thomas Mann
1 - " Ce que nous entendons jouer , même par de grands artistes , nous laisse bien souvent une secrète et amère déception , car nous vivons dans nos rêves , avec la musique des sphères .
Mais quand Cécile joue , c'est aussi beau que dans nos rêves et , tout à coup , c'est plus beau . "
Lorsque son enfant disparaît , la jeune artiste perd l'amour de sa vie .
Il lui semble " que le monde est mort , que la lumière est morte " .
Elle assiste , impuissante , au triomphe de la Mort .
" Qu'es-tu venue faire parmi nous , Cécile ? , demande son frère .
" Qu'es-tu venue faire au milieu de nos misères ? " ( 1 )

2 - Peut-être me faudrait-il , en évoquant Venise , fleur immortelle , réécouter une fois de plus , à la lumière du chef-d'oeuvre de Visconti ( 2 ) , le sublime " adagietto " de la Cinquième Symphonie de Mahler ? ( 3 )
Ou bien encore l'admirable " Chant de Gondolier Vénitien " , l'une des nombreuses " Romances Sans Paroles " de Mendelssohn ? ( 4 )
C'est là qu'en ce début 2007 , songeant aux brûmes vespérales de l'hiver , qui , en cette saison , noyaient trop vite à mon goût le Soleil rouge dans les eaux sombres du Grand Canal , j'étais venu flâner quelques heures ...
Venise !
Chateaubriand , qui , dans ses " Mémoires d' Outre- Tombe ", citait un vers de Chiabrera , y séjourna en septembre 1833 :
" O d' Italia dolente ,
Eterno lume ,
Venezia ! " ( 5 )
Le célèbre écrivain cherchait à nous expliquer son attrait pour la Cité des Doges , croyant y trouver une commune origine entre Vénètes et Vénitiens .
" On a soutenu contradictoirement , notait-il , que les pêcheurs du Morbihan étaient une colonie des " Pescatori " de Palestrine : Venise serait la mère , et non la fille de Vannes " . ( 6 )
3 - Mais ce chemin vers la mort ?
Lorsque je vagabondais , solitaire , à travers le dédale des venelles et des passages , rues étroites qui s'enchevêtraient , je me retrouvais dans une sorte de labyrinthe intérieur , celui de l'Âme du Monde qui , semblable au sanctuaire des innombrables petites églises dans lesquelles je pénétrais , voulait certainement me conduire au plus profond de moi-même , de l'autre côté du Temps .
Comment ne pas voir , du reste , dans cette menace plus ou moins sourde venant parfois de la mer , l'indépendance perdue de la Péninsule , analogie frappante avec la Ville engloutie de nos rêves , Cité d' Ys , beau symbole d'une liberté d'autrefois , dernière " Porte " invisible et majestueuse avant l' Autre Rivage ...
Après tout , les gondoles ne ressemblaient-elles pas à ces pauvres diables que nous sommes , des " ombres qui glissent sur l'eau , guidées par une petite étoile " , errant deçi , delà sous la Lune pâle ? ( 7 )
C'était déjà la terrible question posée par l'héroine de Madame de Staël , lorsque la tempête emportait son amant . La mienne , aussi .
4 - Basilique Saint-Marc : une jeune femme priait en silence , à genoux dans le clair-obscur d'une salle abandonnée .
Nous n'étions que deux ou trois , face au Sacré-Coeur ...
5 - A l'angle de l'immense place , dans la pénombre du crépuscule , un sourire complice naquit soudain des lèvres fragiles d' une belle adolescente , à peine entrevue , hélas !
Je la dévisageais d'un regard furtif , silhouette mystérieuse d' Enchanteresse , à la manière de David Hamilton ... ( 8 )
Maintenant , je me promenais le long de la " Rive des Esclaves " ( Riva degli Schiavoni ) , jusqu' au fameux Hôtel Danieli .
Face au vent du grand large , une fête foraine à peu près déserte , faisant tournoyer , sans y croire , chevaux-de-bois et manèges , me donnait , sous ses lampions , l'illusoire ivresse ou la nostalgie d'une enfance retrouvée .
Le hall somptueux , tout étincelant de dorures , de boiseries finement ciselées , de lustres flamboyant de cristal , fit défiler devant mes yeux éblouis la visions d' hôtes illustres surgis d' un passé révolu .
Où donc pouvait encore se cacher , pensais-je , l'amour fou de Musset pour George Sand ?
La musique de Wagner , n'était-ce qu'un songe , lorsque je crus la reconnaître , passé le tourniquet de la porte , obsédante , venant insinuer sa folle passion dans mon âme bouleversée ?
C'est là que le grand Maître ébaucha son " Tristan " , comme une offrande implorante à sa chère Mathilde Wesendonk ... ( 9 )
Je sentis même l'ombre de Swann , avec cette " vision éblouissante et indistincte " d'un séjour de Proust ici , en 1900 , qui frôlait ma mémoire , imperceptible souvenir de Venise , " comme si elle m'avait dit : - Saisis-moi au passage , si tu en as la force , et tâche à résoudre l'énigme du bonheur que je te propose . "
Et pourquoi , lui répondit-t-il alors , cette joie des retrouvailles suffit-elle à " me rendre la mort indifférente ? " ( 10 )
6 - Mais l'amour existe-t-il encore , face à l'apathie du monde , à sa résignation ?
Comment le retrouver , se demande Hélène Grimaud ? ( 11 )
Cette " jouissance insouciante et sensuelle " , dont parle Thomas Mann ( 12 ) , face au spectacle de la plage , n'est-ce pas aussi l'incantation secrète d'une petite fille , ce rêve indicible qui la fait " chuchoter avec les spectres " , puis s'endormir , apaisée , dans les bras d'une étrange compagne ? ( 11 )
7 - Je n'irais pas jusqu'à l'embarcadère , prendre le bateau-mouche ...
Déjà , les ombres froides de la nuit noircissaient l'horizon du Lido de leurs nimbes sépulcrales .
" Qui pourrait déchiffrer l'essence et l'empreinte spéciale d'une âme d'artiste ? " ( 12 )

La Beauté , qui pourrait vraiment la comprendre , à part lui ?
Et cet amour , fièvre incontrôlable , qui nous donne l'illusion de vouloir posséder ce qui nous échappe à jamais ?
Notre vie terrestre n'est qu' un passage éphémère , n'est-ce pas ? Nous ne sommes là que dans l'attente confuse d'une faible lueur d'espoir illuminant le Ciel , et l'Esprit du Créateur , qui la perçoit , donne en retour Sa force à la Rédemption printanière !
8 - Du Pont des Soupirs jusqu'au Rialto , le chemin n'est pas long .
Rentrant à mon hôtel , je fis un détour par la petite " Chiesa di San Giovanni in Bragora " , église où Vivaldi fut baptisé le 4 mars 1678 .
C'était une manière de rendre hommage à celui qui illustra son séjour dans le monde avec tant de poésie et de virtuosité , montrant par la musique à ses semblables , la transmutation continue de la vie et de la mort , le cycle sans fin des saisons toujours nouvelles !
Ce soir-là , depuis ma chambre , je contemplais les reflets changeants de la Lune , qui se mirait dans les eaux grises ...
Non loin de là , le 13 février 1883 , Wagner s'était définitivement envolé des bras de Cosima , la fille de Liszt .
C'est ici que l'âme du Maître avait choisi de rejoindre le Paradis de Tristan et Yseult .
" Si je ne t'avais pas trouvée , lui avoua-t-il , mourant , je n'aurais plus écrit une note de musique " .
Songeait-il à Mathilde ?
Et moi , reverrai-je un jour la lagune ?
___
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 8 - Venise , au Miroir de l' Amour , le Masque de la Mort ( Version Française ) - Traduit du Breton par l'Auteur - 23 Janvier 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 . Version bretonne publiée sur " Nidiad " n° 7 , juillet 2011 .
___
Notes :
1- " Cécile Parmi Nous " ( 1938 ) , de Georges Duhamel ( 1884 , Paris - 1966 , Valmondois ) , in " Chronique Des Pasquier " ( 1933 - 1944 ) - Tome VII .
2- Luchino Visconti ( 1906 , Milan - 1976 , Rome ) , cinéaste italien , réalisateur de " Mort A Venise " ( Morta A Venezia , 1971 ) , d'après la nouvelle de Thomas Mann , " Der Tod in Venedig " ( 1911 , publié en 1913 ) . Acteurs : Dirk Bogarde , Silvana Mangano , Bjorn Andresen .
3- Gustav Mahler ( 1860 , Kalischt , Moravie - 1911 , Vienne ) , compositeur , chef d' orchestre autrichien . Auteur de la " Cinquième Symphonie " (1902 - 1903 ) .
4- Félix Mendelssohn-Bartholdy ( 1809 , Hambourg - 1847 , Leipzig ) , compositeur allemand , auteur du " Chant de Gondolier Vénitien " , op. 30 , n°6 , l'une des 48 " Romances Sans Paroles " ( Lieder Ohne Worte ) pour piano ( 1829 - 1845 ) , publiées de 1834 à 1868 .
5- Gabriello Chiabrera ( 1552 - 1638 , Savone ) , poète italien de la Renaissance .
" O de l' Italie souffrante , éternelle lumière , Venise ! " , vers cité par Chateaubriand , en exergue du Chapitre 4 , Livre 40 des " Mémoires d' Outre-Tombe " ( 1809 - 1848 ) .
6- Chapitre 11 , Livre 40 des " Mémoires D' Outre-Tombe " , par François-René de Chateaubriand ( 1768 , Saint-Malo - 1848 , Paris ) , l'un des plus célèbres écrivains bretons .
7- Staël-Holstein Anne-Louise Germaine Necker , baronne de ( 1766 - 1817 , Paris ) , femme de lettres , écrivain français .
Auteur de " Corinne ou l' Italie " ( 1807 ) , évoqué par Chateaubriand ( " Mémoires D' Outre-Tombe " , Livre 40 , fin du Chapitre 13 , intitulé : " Beaux génies inspirés par Venise " )
8- David Hamilton , célèbre photographe britannique ( 1933 - ) inspiré par les jeunes beautés de type nordique .
9- Mathilde Wesendonk , jeune femme rencontrée en 1852 par Wagner , qui devint sa confidente et amie . Elle avait 23 ans .
10- Marcel Proust ( 1871 - 1922 , Paris ) , in " Le Temps Retrouvé " , II , 3-4 , septième et dernier tome , posth. 1927 , de " A La Recherche du Temps Perdu " ( 1913 - 1927 , Gallimard ) .
11- " Leçons Particulières " de Hélène Grimaud , Robert Laffont - Paris , 2005 .
12- " Mort A Venise " ( Der Tod In Venedig ) , nouvelle écrite en 1911 , publiée en 1913 , par Thomas Mann ( 1875 , Lübeck - 1955 , Zurich ) , écrivain allemand , Prix Nobel 1929 .
* " Venedig im Winter " ( Vangelis / Michaël Kunze ) , in " Geheimnisse " , von Milva , Metronome Musik Gmbh , Copyright 1986 , Spheric B.V. , Amsterdam . Droits réservés . Alle Rechte vorbehalten .
___
AMAN HAG AHONT - VII - Tara Inn .
Tara Inn

Pennad Seizh
30 a viz Du 2006
Emgav gant Tudual Huon ( 8 / 11 / 06 ) .
En distro eus Landerne e oa , lec'h m'edo o paouez kemer perzh en un abadenn skingomz war Radio Arvorig , e koun Youenn Gwernig ( 1 ) , barzh meur hon bro , aet siwazh n'eus ket pell da Anaon , keneil Jack Kerouac ( 2 ) er Stadoù Unanet , ha beajour bras , eveltan , war ec'honderioù divent an hunvre , davit Paradoz ar foeterien-vro .
" On The Road Again " , evel ma ganfe Bernard Lavilliers .
Deuet e oa Rener Al Liamm d'am c'herc'hat da Straed Branda , em Ostaleri " An Admiraliezh " , war-dro pemp eur d'enderv .
Ha setu ni , breman , o skein etrezek Porzh Brest gant e garr-tan .
Diskouezet em boa dezhan ur bladenn nevez am boa prenet , hini Gwennyn ( 3 ) , merc'h un den brudet e Breizh , tresour eveltan , Malo Louarn .
Ivez , un dastumad barzhonegoù bet skrivet gant Per Diolier ( Per Ar Bihan ) , " Trema Heolioù Kuzhet " e anv ( 4 ) .
Ur gaer a " zDonezon " , evel ma gan Gwennyn ken brav !
Dav ' oa din hen anzav outan : gouezet en doa diouzhtu va baman an arzour gant arz e bluenn .
Adkavet em boa en e varzhoniezh ur gizidigezh dispar , ha nesan tra din ' oa evidon e zoare diskulian e vennozhioù hag e galon .
Pebezh " prof dic'hortoz " ! " E sell a boueze warnon " c'hoazh , e-giz ma veze laret en e varzhoneg ( Ar Sell ) .
Ha kenderc'hel a rafe da baran , dre chans , keit ha ma virfemp ennomp karantez hon yezh hag hon sevenadur .
Evel ur vleunienn beurbad , en nenv , pe goroll ur flamm birvidik en oaled .
" Tra ' vo koad e Bro ar Gelted ,
Ha gwez derv gwenn ha gwez derv du ,
Ra vleunio bepred en Oaled ,
Splann ha skedus , ar Vleunvenn Ruz . " ( 5 )
Plijout a ra din kalz ar pezh a vez graet gant Gwennyn war e fladenn gentan , " En Tu All " .
An titl-man a lak ' ac'hanon da gaout koun en-dro eus " Youenn Veur " : " Tap Da Sac'h " a oa unan eus e ganaouennoù vrudetan .
Tec'hel kuit e vro da chom bev , setu tout !
Re wGwennyn , dreist-holl " Bosko hag Admira " , " Bugale Belfast " , a ziskouez deomp sklaer hag anat pegen diboell eo atav d'en em gannan a-enep re all , p ' ema o relijion dishenvel diouzh hon hini .
Dreistpar eo an div destenn da heul .
Hini Maodez Glanndour ( 6 ) a gomz diwar-benn " Marv An Evned " , lazhet anezho gant " Ramz Ar Skorn " , arouez , marteze , gourdrouzioù an Dazont , krizderioù un denelezh mac'homet gant an arc'hant , hag ur bed en dizurzh e hinad .
Hini Anjela Duval , " An Alc'houezh Aour " , a zibun un istor a garantez evit hon yezh .
Hag , en diwezh , " Eben " : ar vaouez yaouank a ziskul deomp gant uvelded he c'halon . Bep tro ma ' z adklevan ar pozioù-se , e sko ivez ur c'hlaouenn em c'halon-me !

Ur plijadur ' oa evidomp , Tudu ha me , o welout e save un eilrummad etre ar yaouankiz .
" Muioc'h-mui , en o zouez , a fell dezho deskin o yezh " , emezan .
Reizh a-walc'h a seblantfe d' un estren . D'ar vro-man , avat ?
" Mont kuit a c'hallfe bezan ivez un doare da glask en-dro va ene " , a respontis-me , an harluad , d'am c'heneil , gant un neuz kevrinus ha trist warnon .
Aet e oamp bet , goude , e-barzh ur " pub " iwerzhonat war ar porzh : " Tara Inn " , un anv bet roet d'ar c'hafedi 'vel hini kêrbenn vojennel gozh ar C'houezeled .
Ul lec'h graet evit en em gavout en e vleud e oa , war ribl ar mor-bras , ken sioul en abardaezh-man ...
Perak 'ta e veze rannet va c'halon , tra ma santen hon pobl ereet , koulskoude , ouzh he breudeur tramor ?
Neoazh , e rene , ' barzh an ti , un endro a joa hag a yaouankiz , ha , gant sonadennoù keltiek burzhudus o tassenin en aer , e oa tommet va c'halon adarre .
Tudu a laras din e veze skoliataet er Skol Diwan bugale ar berc'hennez , un iwerzhonadez vev-vuhezek-tre .
Yann-Erwan Lagadeg a zeuas davedomp .
Un yezhadurour brudet eo , hag , evit ar mare , edo o paouez echuin kenaozadur ul levr yezhadur nevez .
Deut eo da sonj din , breman , hor boa bet fent gantan .
Ha pa gomzen diwar-benn Proust e brezhoneg , evit lakaat da devel fae gallegerien en hor c'henver , en doa roet din , o c'hoarzhin , troidigezh un titl anezhan : " Du Côté De Chez Soaz " ( Diouzh Tu Soaz ) !
Poent 'oa dimp mont kuit , siwazh .
Raktresoù hor boa graet o sonjal en dazont .
Va broudet en doa Tudu da lakaat war va lec'hienn skridoù ac'hanon bet embannet gant Al Liamm endeo .
Gouestl a ris dezhan d'hen ober ' barzh nebeut .
___
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 7 - Tara Inn - 30 a viz Du 2006 - Pep gwir miret strizh / Tous droits reservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Youenn Gwernig ( 1925 - 2006 ) , kaner , skrivagner , barzh ha livour breizhat .
2 - Kerouac Yann-Loeiz Ar Briz / anvet Jack , ( 1922 - 1969 ) . Skrivagner amerikan a orin breizhat , unan eus harozed ar " Beat Generation " , gant Allen Ginsberg , James Dean , hag all ... Oberennoù Meur : " On The Road " ( O Vont En E Roud ) , embannet e 1957 , " The Dharma Buns " ( Foeterien-Bro An Dharma ) , 1958 , " Desolation Angels " ( Aeled An Distruj ) , 1965 .
3 - Gwennyn Louarn , album " En Tu All " , embannadurioù Koop Breizh , 2006 .
4 - Per Ar Bihan - Per Diolier , dindan e anv-pluenn - ( 1924 - 2006 ) . Skrivagner ha barzh brezhoneger . Krouer ar gelaouenn AL LIAMM , gant Andrev Latimier , hag un tammig diwezhatoc'h Ronan Huon ( 1945 - 1946 ) .
- " Trema Heolioù Kuzhet " ( Vers Des Soleils Cachés ) . Dastumad barzhonegoù divyezhek gant Per Diolier .
AN ALARC'H Embannadurioù , 2003 .
5 - " Ar Vleunvenn Ruz " , barzhoneg Anjela Duval ( 1905 - 1981 ) . Barzhez ha koueriadez vreizhat , a veve er C'hozhvarc'had , e-kichen Lannuon ( Bro- Dreger ) .
Sellit ouzh buhezskrid Roje Laouenan , Embannadurioù " Nature et Bretagne " , 1982 .
Oberennoù Anjela : " Kan An Douar " , AL LIAMM , 1973 .
" Traon An Dour " , AL LIAMM , 1982 .
Hag all ... Lec'hienn Mignoned Anjela ( Holl he barzhonegoù dastumet aman ) war " World / Brezhoneg " .
6 - Maodez Glanndour ( 1909 - 1986 ) , beleg , prederour , barzh ha skrivagner brezhoneger brudet . Awenet gant enklaskoù speredel kristen .
___

