AMAN HAG AHONT - VII - Tara Inn .
30 Novembre 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Aman Hag Ahont
Tara Inn

Pennad Seizh
30 a viz Du 2006
Emgav gant Tudual Huon ( 8 / 11 / 06 ) .
En distro eus Landerne e oa , lec'h m'edo o paouez kemer perzh en un abadenn skingomz war Radio Arvorig , e koun Youenn Gwernig ( 1 ) , barzh meur hon bro , aet siwazh n'eus ket pell da Anaon , keneil Jack Kerouac ( 2 ) er Stadoù Unanet , ha beajour bras , eveltan , war ec'honderioù divent an hunvre , davit Paradoz ar foeterien-vro .
" On The Road Again " , evel ma ganfe Bernard Lavilliers .
Deuet e oa Rener Al Liamm d'am c'herc'hat da Straed Branda , em Ostaleri " An Admiraliezh " , war-dro pemp eur d'enderv .
Ha setu ni , breman , o skein etrezek Porzh Brest gant e garr-tan .
Diskouezet em boa dezhan ur bladenn nevez am boa prenet , hini Gwennyn ( 3 ) , merc'h un den brudet e Breizh , tresour eveltan , Malo Louarn .
Ivez , un dastumad barzhonegoù bet skrivet gant Per Diolier ( Per Ar Bihan ) , " Trema Heolioù Kuzhet " e anv ( 4 ) .
Ur gaer a " zDonezon " , evel ma gan Gwennyn ken brav !
Dav ' oa din hen anzav outan : gouezet en doa diouzhtu va baman an arzour gant arz e bluenn .
Adkavet em boa en e varzhoniezh ur gizidigezh dispar , ha nesan tra din ' oa evidon e zoare diskulian e vennozhioù hag e galon .
Pebezh " prof dic'hortoz " ! " E sell a boueze warnon " c'hoazh , e-giz ma veze laret en e varzhoneg ( Ar Sell ) .
Ha kenderc'hel a rafe da baran , dre chans , keit ha ma virfemp ennomp karantez hon yezh hag hon sevenadur .
Evel ur vleunienn beurbad , en nenv , pe goroll ur flamm birvidik en oaled .
" Tra ' vo koad e Bro ar Gelted ,
Ha gwez derv gwenn ha gwez derv du ,
Ra vleunio bepred en Oaled ,
Splann ha skedus , ar Vleunvenn Ruz . " ( 5 )
Plijout a ra din kalz ar pezh a vez graet gant Gwennyn war e fladenn gentan , " En Tu All " .
An titl-man a lak ' ac'hanon da gaout koun en-dro eus " Youenn Veur " : " Tap Da Sac'h " a oa unan eus e ganaouennoù vrudetan .
Tec'hel kuit e vro da chom bev , setu tout !
Re wGwennyn , dreist-holl " Bosko hag Admira " , " Bugale Belfast " , a ziskouez deomp sklaer hag anat pegen diboell eo atav d'en em gannan a-enep re all , p ' ema o relijion dishenvel diouzh hon hini .
Dreistpar eo an div destenn da heul .
Hini Maodez Glanndour ( 6 ) a gomz diwar-benn " Marv An Evned " , lazhet anezho gant " Ramz Ar Skorn " , arouez , marteze , gourdrouzioù an Dazont , krizderioù un denelezh mac'homet gant an arc'hant , hag ur bed en dizurzh e hinad .
Hini Anjela Duval , " An Alc'houezh Aour " , a zibun un istor a garantez evit hon yezh .
Hag , en diwezh , " Eben " : ar vaouez yaouank a ziskul deomp gant uvelded he c'halon . Bep tro ma ' z adklevan ar pozioù-se , e sko ivez ur c'hlaouenn em c'halon-me !

Ur plijadur ' oa evidomp , Tudu ha me , o welout e save un eilrummad etre ar yaouankiz .
" Muioc'h-mui , en o zouez , a fell dezho deskin o yezh " , emezan .
Reizh a-walc'h a seblantfe d' un estren . D'ar vro-man , avat ?
" Mont kuit a c'hallfe bezan ivez un doare da glask en-dro va ene " , a respontis-me , an harluad , d'am c'heneil , gant un neuz kevrinus ha trist warnon .
Aet e oamp bet , goude , e-barzh ur " pub " iwerzhonat war ar porzh : " Tara Inn " , un anv bet roet d'ar c'hafedi 'vel hini kêrbenn vojennel gozh ar C'houezeled .
Ul lec'h graet evit en em gavout en e vleud e oa , war ribl ar mor-bras , ken sioul en abardaezh-man ...
Perak 'ta e veze rannet va c'halon , tra ma santen hon pobl ereet , koulskoude , ouzh he breudeur tramor ?
Neoazh , e rene , ' barzh an ti , un endro a joa hag a yaouankiz , ha , gant sonadennoù keltiek burzhudus o tassenin en aer , e oa tommet va c'halon adarre .
Tudu a laras din e veze skoliataet er Skol Diwan bugale ar berc'hennez , un iwerzhonadez vev-vuhezek-tre .
Yann-Erwan Lagadeg a zeuas davedomp .
Un yezhadurour brudet eo , hag , evit ar mare , edo o paouez echuin kenaozadur ul levr yezhadur nevez .
Deut eo da sonj din , breman , hor boa bet fent gantan .
Ha pa gomzen diwar-benn Proust e brezhoneg , evit lakaat da devel fae gallegerien en hor c'henver , en doa roet din , o c'hoarzhin , troidigezh un titl anezhan : " Du Côté De Chez Soaz " ( Diouzh Tu Soaz ) !
Poent 'oa dimp mont kuit , siwazh .
Raktresoù hor boa graet o sonjal en dazont .
Va broudet en doa Tudu da lakaat war va lec'hienn skridoù ac'hanon bet embannet gant Al Liamm endeo .
Gouestl a ris dezhan d'hen ober ' barzh nebeut .
___
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 7 - Tara Inn - 30 a viz Du 2006 - Pep gwir miret strizh / Tous droits reservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Youenn Gwernig ( 1925 - 2006 ) , kaner , skrivagner , barzh ha livour breizhat .
2 - Kerouac Yann-Loeiz Ar Briz / anvet Jack , ( 1922 - 1969 ) . Skrivagner amerikan a orin breizhat , unan eus harozed ar " Beat Generation " , gant Allen Ginsberg , James Dean , hag all ... Oberennoù Meur : " On The Road " ( O Vont En E Roud ) , embannet e 1957 , " The Dharma Buns " ( Foeterien-Bro An Dharma ) , 1958 , " Desolation Angels " ( Aeled An Distruj ) , 1965 .
3 - Gwennyn Louarn , album " En Tu All " , embannadurioù Koop Breizh , 2006 .
4 - Per Ar Bihan - Per Diolier , dindan e anv-pluenn - ( 1924 - 2006 ) . Skrivagner ha barzh brezhoneger . Krouer ar gelaouenn AL LIAMM , gant Andrev Latimier , hag un tammig diwezhatoc'h Ronan Huon ( 1945 - 1946 ) .
- " Trema Heolioù Kuzhet " ( Vers Des Soleils Cachés ) . Dastumad barzhonegoù divyezhek gant Per Diolier .
AN ALARC'H Embannadurioù , 2003 .
5 - " Ar Vleunvenn Ruz " , barzhoneg Anjela Duval ( 1905 - 1981 ) . Barzhez ha koueriadez vreizhat , a veve er C'hozhvarc'had , e-kichen Lannuon ( Bro- Dreger ) .
Sellit ouzh buhezskrid Roje Laouenan , Embannadurioù " Nature et Bretagne " , 1982 .
Oberennoù Anjela : " Kan An Douar " , AL LIAMM , 1973 .
" Traon An Dour " , AL LIAMM , 1982 .
Hag all ... Lec'hienn Mignoned Anjela ( Holl he barzhonegoù dastumet aman ) war " World / Brezhoneg " .
6 - Maodez Glanndour ( 1909 - 1986 ) , beleg , prederour , barzh ha skrivagner brezhoneger brudet . Awenet gant enklaskoù speredel kristen .
___
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives