Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona ( Serr-Noz an Eneoù , 1 ) .

15 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

Femme ( 1898 ) - William Bouguereau .

Femme ( 1898 ) - William Bouguereau .

Publicité

 

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Dremmoù Aelezed

   

 

 

 

 

 

)  Mona *

      ( Serr-Noz an Eneoù , )

 

     

 

      " ... Perak 'ta n'en em rois ket deoc'h muioc'h c'hoazh , daoulinet dirazoc'h , gant ho plev dispak ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) , 1912 - 1922 - Dekvet Klemmgan ( Stumm I )




 

 

 

Evit Virginia Woolf

 



 

 

Petra ober pa n'eus netra ken met an didrouz ?
Aet diwar wel ' seblant bezan hor poan zoken .
Hag , uhel en oabl , n'eo nemet un eonenn wenn ha louet .
A-wechoù , kri ur skrev .
Met goanag
, n'eus ket ken ...



      ... Sonj' m'eus c'hoazh ennout , Mona , war borzh-kenwerzh .
D'al lec'h-se emgav 'oa bet divizet mont ganimp 'vit diriaou en abardaez , d'ar pevar warn-ugent a viz Mae diwezhan .
     Gouzout a rez e voe ur souezhadenn vras 'vidon-me gwelout ur wir dekenn , ur gaer a blac'h 'n he bleunv 'veldout , oadet , marteze , d'un ugent vloaz bennak !

                 

      Met rankout a ran anzav ouzhit ivez em boa bet e sell , en deiz-man , met abretoc'h 'pad ar mintinvezh , da gejan gant P... 'vit ar wech gentan .
Renerez ur gelaouenn sevenadurel ha skrivagnerez vrudet e Breizh war un dro eo . 
Hervez c'hoant houman , ha d'ober anaoudegezh an eil d'egile , e oa dav din he c'havout da greisteiz hanter , pe war dro , e kafedi ar stal-levrioù " Dialogues " , lec'hiet ouzh traon ru Siam . ( 1 )
      Al labour ma rae P ... 'vit lennegezh hon bro ' oa pouezus -tre , a gave din e gwirionez . 
Koulskoude , ne voe ket tu d'en em gavout a-benn ar fin , rak e oa ret dezhi , war a lavare , mont da Roazhon gant mall , en un doare trumm ha dic'hortoz .
" Marteze disul ? " , he doa pellgomzet din gant digarezioù .
 
     Dre chans , e oa deuet Mona da savetein va zevezh !
Gant he fennad blev melen 'vel an ed darev hag he daoulagad c'hlas liv houlenn ar mor-bras , e oa henvel he dremm ouzh un damdresadur Bouguereau a blije din kalz , henvel ivez ouzh hini Burne-Jones , anvet " Penn ur Vaouez " , poltred a sellen ken alies outan war va burev . ( )
" Kalz drantoc'h evito ! " , a sonjo din evelkent diwezhatoc'h .   

WilliamBouguereau-EtudedetetedeFemmeBlondedeface-1898Large.jpg
     Ha pa' m boa graet a-benn ar fin he anaoudegezh d'an abardaez-man , e oa , war va meno , ken bev-buhezek , un tamm brasoc'h egedon , moan ha prim 'vel ur gaerell , leun a startijenn ! 
Gwisket kaer-tre e oa gant ur vantell c'hloan , seurt " kabig " a-liv gant al ludu , gant ur stammenn wenn dinamm war he c'horf mistr hag ur jean diwalc'het o c'holein he divhar ken hir .

     Pa' m  welas a-daol-trumm , e paras ur mousc'hoarzh lent war he diweuz .
Etre he bizied e talc'he ur sigaretenn vihan , " Marijanig " pe  " Vutun droll " hervez doare , da dalan ouzh he from rak ur gejadenn gant un den dianavez . 

( 3 ) 
Ha dalc'het ken kloz dindan he gazel ' oa daou levr bennak e saozneg , unan anezho diwar-benn Sylvia Plath

An hini all bet skrivet gant Yeats : " The Celtic Twilight " . ( 4 )
 

     " Deskin a ran yezh Shakespeare ! " , a gemennas din seder gant trouz an trec'h , harpet ouzh gerlink he c'harrig-tan , ur " FIAT Uno " koshoc'h 'get ar bed ha kinklet gant pegsunoù niverus war he gwerenn a-drenv  :
Free Bobby Sands !  Ireland to Irish ! Breizh hor Bro ! "   ( 5 )
- Hini va zad , ur stourmer a tenn e zremm un tamm dezhan , ne gav ket dit ? , a zisklerias din neuze gant he mouezh taer a vaouez yaouank , lorc'h enni , spered dishual ... 

      Edon o paouez respont dezhi e oan a-enep ar feulsted , pa' z eas diouzhtu war va c'haoz .
Marv eo breman , te ' oar ... 
      Diaes din a-walc'h e oa , goude se , eilgerian dezhi .
Marteze e verzas va zrubuilh , rak e kemeras harp he bruched ouzh va c'hein , he dorn mouest a-bezh o stardan krenn-tre em hini .
Eürus on d'az kwelout , emezi da c'houde , o klask da ziskouez din un doare sart 'vel pemp gweneg . 

300px-Bobby-sands-mural-in-belfast320.jpg
       Leun-barr ' oa an davarnig .
Met un daolenn zistro e teujemp a-benn da gavout eno er maez en diwezh . Ken dous ' oa an abardaez !
Un hini krenv ! , a c'houlennas diouzhtu
... Ur banne lambig az po ivez eveldon , marteze ? Southern Comfort , Amerikano , tra allDiouzh ma welan , e vez henvel ouzhit un tamm va zad , memes neuz vat , memes plom ! ( 6 )

 ( Eston ' oa an dra-se komz a rae atav diwar e bouez d 'an amzer-vreman ! )
... Dedennet eo gant Lennegezh Vreizh ha gant bageal war ar mor , a gendalc'has o klask un dra bennak n'he doa ket kavet c'hoazh war e benn . En digenvez hepdon , e plij dezhan merdein betek Enez ar Werc'h ...
Met un deiz fall , n'eo ket deuet en-dro  , a huanadas goude .

 

       - Ken yaouank ' oan , a-vec'h ma oan trizek vloaz hepken d'ar mare-se . Chomet eo ar c'houn , siwazh , un avel griz a c'hwezhe a-fourradoù a-dreuz lanneier Sant Mikael ...
Intent a rez ?... Un droug avel ' oa , hini ar marv !
             

      - Ken kuzh eo ene va zad , a anzavas ouzhpenn .
 " Dav-mat eo din goulenn sikour digant ar morverc'hed , a lare din a-wechoù a-raok lestran , 'vit ma vo lakaet speredoù morzet tud ac'hanenn da zihunin ganto ! "
Ha setu perak diouzh va lezvamm ez an hiziv kalz re " da besketa ar wrac'h-kozh " gantan , tro-lavar hon bro a dalvez keit hag " ober netra " , a farsas dezhan o vinc'hoarzhin .

     Tra ma gomze din , ' oa broudet diehan he spered kaer dic'hiz gant tan ar gwin-ardant a bade da lakaat birvilh ennan , o tizolein tamm-ha-tamm kevrin he c'hened ken dispar , hini he daoulagad don a bare skleurenn zivougus o liv flamm warnan .


     - Gwelloc'h ' vefe dimp mont breman da vale un tammig 'vit kemer an aer , a gemennas trumm .
Ezhomm ' m eus da gerzhout . Ket te
     Kredin a ran hen anzav deoc'h , mezv-dall 'vel sonerien-gloc'h e vezemp ni hon-daou , ha dreist-holl me , rak n'on ket boas da evan .
Mezh a zeue din koulskoude , met prest e savis ouzh he heul .

 

     - Gouzout a rez ? Komzet ' m boa ur wech gant Jane Birkin . E Landeda eman o chom bep ar mare .
Ne sonjez ket evelti ? , a c'houlennas krenn al lonkerez ker-se va chalon diganin .  N'eus nemet " boestoù " ' barzh grignol hon buhez , lec'h arched hon envorennoù , hon tremenet ...
Darn diouto ' zo leun , darn all c'houllo ... "

( 7 )
     Stagan a reas da dennan hec'h anal gant nerzh dirak ar mor-bras ' vit avelin he fenn un nebeud , a lare .
Met ne oan ket sur d'he c'hompren mat pa vouskanas din war un ton goapaus goude pozioù ur ganaouenn gozh he bugaleaj he doa dalc'het envor anezhi :


" Boestoù bihan , boestoù bihan ,
  Graet e ticky-tacky ,
  Boestoù bihan ,
 Holl henvel 'barzh an ti
... " ( 8 )

      A-us dimp , skreved ha gouelini o troiata en oabl a-vandennoù a seblante ober goap ouzhomp o safar dibaouez a griadegoù gouez .
Serr-noz , Pasion an eneoù ' oa , pa gouezh gorrek ha meurdezus an heol ruz a-dreuz dourioù tenval , o lakaat anezho da lugernin 'vel gwagennigoù gant e vannoù ziwezhan tra ma zistaol anezho a-vilvern al loar o kas en-dro dezhan dre o adsked he respont :


" Ur c'houmm nemetan , rak , lerc'h-ouzh-lerc'h , emaon  mor anezhan . "
( 9 )
     Strivan a reas ar fulennig da vont a-benn-herr a-hed ar c'hae .
Padal e tianalas buan o c'haloupat gant gaol 'vel ma rae .
Ha me , bec'h ' oa warnon ouzh he heulian !
Setu perak ma tirollas da c'hoarzhin gwalc'h he c'halon pa welas ' oan skuizh-divi ha dielc'het o c'haloupat war he lerc'h 'vel-se .

 

      - Kredin a rez en Tonkadur ? , a c'hoapaas ouzhin berr warni , met gant ur seblant prederiekoc'h . 

... Rak liv an avel eo va hini , a fougeas c'hoazh an hini a seblante redek buanoc'h egetan .
Me ' zo skuizh gant tud a-wechoù . Pilpouzed int . Aon o deus . Mouezhian a reont evit strolladoù gall ... Gast !
      C'hoant he doe d'am ambroug dre vale betek dor va ostaleri .
Neuze , en em skoazellan a rejomp an eil d'egile ' vel re gozh gant skalieroù serzh a gas da greizkêr .

      Tremen a rejomp hebiou da " Sked " hag a oa nemeto war enaou holl c'houleier Ti ar Sevenadur Breizh en abardaez-man , ken digenvez e pep lec'h straed Duguay-Trouin .
Tridal a reas Mona .
C'hoant 'm eus da veajin pell eveldout , dav eo din mont kuit , troc'han hent ... 

      Ru Branda , en em vriatet ' voemp krenv hon-daou dirak dor al leti .

Sellout a ris outi e-kreiz he daoulagad 'vit santout gwelloc'h pegen faezh betek skoulm 'oa deut hec'h ene !

Ha daoust ma vagen kement a breder guzh em c'halon 'viti moarvat , ne ouien ket penaos e rin 'vit lakaat a-nevez da ziwanan goanag en he spered .
Trist e oan , eveljust , rak ' oa erru amzer an disparti .

      Lizherennoù bras an " Amiraliezh " a lugerne en noz tener . ( 10 )
A-us dimp , hag  a-ispilh ouzh he zalbenn , ' oa dispaket banniel Breizh e-kreiz stered an Nevez-Hanv .
Karet em befe he stardan ur wech ouzhpenn ouzh poull va c'halon , zoken ma
ne greden ket e vefe dereat din , koulskoude , he fedin da bignat ganin-me em c'hambr .
      Mont a reas un ugent kammed pelloc'h , er skeud .
Du-se , e tirollas da ouelan forzh da gentan , azezet war vord ar riblenn-straed , ha goude , e tibunas hec'h istor ...

      - Erru ' oa ur barr-amzer d'an abardaez-man " , a zanevellas din Mona o tifronkan .
N'ouzon ket perak e savas ur rendael etre va zud . Krozet krenv ' oa bet d'am zad , ha goude bout bet klevet e begement , e tivizas heman tec'hel kuit daoust d'an amzer fall .
Mennout a rae mont da Iwerzhon ' vit adkregin gant ur vuhez nevez , war a gredan , dieuboc'h !
Ha graet em boa va sonj d'e heulian ivez da c'houde kousto pe gousto .
Ne garan ket kalz va lezvamm
... 


      Pell e tassono ennon enkrez da aspedennoù . 
Pell ez adwelin da sell digonfort taolet warnon 'vel hini ur benseadez dispi o c'hervel sikour war ar mor didruez .
Beuzet ' oa bet he zad hep distro , ha chomet ar plac'hig en he digenvez kent ma vefe bet kaset tud , en diwezh , da gerc'hat pense al lestr .

      An holl draoù-se am boa kontet din , Mona .
Gant kalz a evezh 'm boa selaouet ouzh dezrevell boanius ar gwallzarvoud-se , fromet va c'halon , hag heuliet dibun e skeudennoù war skramm lazhet da vuhez dizamant ...
Pa vezemp hon-daou dindan al loar , diriaou da noz ...
      Doare ar bed eo , neketa , 'vit un aelez paour eveldout , dihentet he spered war an douar 'vel kollet ur vag war ar mor diroll ?...
                                  
... Met a c'hoanag , ne vefe ket ken ?



 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

                                                

                           ___

 

 

DAN AR WERNTREIZH ( Dastumadenn divyezhek- I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona

( Serr-Noz an Eneoù , , 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH 

( Traversée ) " , copyright 2022 .

                                      ___

Notennoù
1 - Stal-Levrioù " Dialogues " , Forum Roull - 29200 - Brest . He c 'hafedi 'zo ul lec'h-emgav brudet evit an holl dud a blij dezho al Lennegezh dre-vras . 
2 - " Studi " ( 1898 ) gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) .
   - " Head of a Woman " ( 1890 ) - pencil on paper - gant Sir Edward Coley Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) . 
3 - Hashish .
4Sylvia Plath , skrivagnerez amerikat ( 1932 - 1963 ) , he doa gouzanvet kalz rak un diwaskadenn goude marv trumm he zad . Dimezet e oa gant ar skrivagner saoz Ted Hughes ( 1930 - 1998 ) . En em lazhan a reas e Londrez , e-barzh an ti ma vevas ennan gwechall ar barzh iwerzhonat , William Butler Yeats
   - " The Celtic Twilight " , 1893 , gant W. B . Yeats ( 1865 - 1939 ) .
5 - Robert Gerard Sands , alias " Bobby " Sands ( 1954 - 1981 ) , stourmer iwerzhonat , ezel eus an I.R.A . Marvet goude un harz-debrin .  
6 - Gwin-Ardant , lambig .  
7 - " Boxes " , film emvuhez kenwerc'het e Breizh gant Jane Birkin , 2006 . 
        Dremmourien : Geraldine Chaplin , Michel Piccoli , J. Birkin  .
   
8 -
" Little Boxes " , kanaouenn vrudet Malvina Milder Reynolds ( 1900 - 1978 ) , ganet e San Francisco , kanerez amerikat ( Folk and Blues ) . Kanet e galleg gant Graeme Allwright ( " Petites Boîtes " ) .
  
9 -
" Sonedennoù da Orfe "  ( 1922 ) , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , skrivagner aostriat .
10 - Ostaleri " An Amiraliezh " ( L'Amirauté ) , 41 , ru Branda - 29200 - Brest .

 

 

*  " Spered Mona " , Aman-Hag-Ahont , 9 .

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article