TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed - 2 - Vienna ( Sisi ) .
26 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE
TREIZH
( Dastumadenn divyezhek )
I - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed
2 ) Vienna *
( Sisi )
" Take this waltz ... " **
Leonard Cohen
1 - Lakaat a rin em sonj tec'hel emichans ganti un deiz d'ar menez 'vit klask repu en ur c'hev ? Distro d'an didrouz ( Heimkehr ins Schweigen ) , zoken m'eo sklasus anezhan a-wechoù ...
A-hend-all , 'vefe c'hoazh lorc'h ennoc'h d'emgavout un Aostrian pa vez pep tra diskaret , netra o chom met ludu digant ho hunvreoù klod hag enor ?
Da donkadoù Marie-Antoinette ( Maria-Antonia ) pe Sissi ( Sisi ) e tenn hini Aostria , 'vel ur " Serr-Noz an Doueed " e douster an abardaez , da re Hymir ha Niflheim a vez gourvezet er Palez Strink-man a sav da 1680 ( Mil c'hwec'h kant ha pevar-ugent ) metr a uhelder e-kichen ur c'haezh brezelour bet kouezhet war dachenn-emgann ar Brezel Bras ' touez dismantroù an Impalaerezh . ( 1 )
2 - Henvel a-walc'h eo ouzh danevellad Stefan Zweig bet taolennet gantan en e envorennoù ( Die Welt von Gestern ) eus un devezh kaer tremenet e Baden e miz Gouere 1914 ' kreiz koadeg vojennel Vienna :
" Abaoe pell n'omp ket bet un hanvezh evel-man ... " ( 2 )
Met pa vo kemennet emberr drouklazh pennhêr an tron gant ur skritell fichet ouzh ar c'hledour-senin , e vo tavet war un dro geiz an eostiged ha sarac'h ar gwent er gwez , o lezel an arnev da zont war o lerc'h , klaviazet-brav gant Beethoven a blije dezhan kalz an hanvadur-man diouzh an oberour . ( 3 )
Diogelin a raio dezvarnourien sonerezh bennak e rafe heul e " Vugulsimfonienn " d'e " Bemvet " , hini an Tonkadur , o kenglotan mat ganti war he lerc'h .
Ha padal , ' vefe tu d'he zostaat 'vel ur c'hoar ouzh hini Mahler he deus un hevelep niverenn ? ( 4 )
Rak e teuio an " tri zaol-se " tapet gant an haroz , " hag hen diskaro 'vel ur wezenn gant an diwezhan anezho " , da vezan 'vel rakskeudenn ul lusk diouganel taolennet-brav-tre gant un diwezhenn fourgasek o hanvalout senin glaz ar marv 'vit lignez an Habsbourged ha kloc'h-galv euzhus an Nazied : diskouez a ra en a-raok reuzc'hoari Mayerling pezh ' vo dazont Sissi , 'vel m'eman fin an Impalaerezh o kemenn kouezh e doare Wagner an Trede Reich . ( 5 )
" En ivez en deus bet tri zaol digant e Blanedenn , a anzav ouzhomp e bried Alma diwar-benn Mahler , hag an trede en deus e drec'het . Ken drant e oa , sur-mat eus pezh en doa graet , e oberenn a wele 'vel ur wezenn e barr e vleunv . ( 6 )
Pezh a zlee sonjal da waz Franz Joseph eus e hini war a seblant , neketa ? ( 7 )
3 - En enep evidout , e wreg impalaerez bet ken mezevellet gant Bro-C'hres ken en em selle 'vel ur Brinsez Troia forbannet o ren war ribl islonk distrad an Istor , e talveze dit bezan war wall enkrez da zoareoù klanvourez distabil , chench-dichench , rak aon na 'z afe da get da hunvre da viken .
- Da belec'h 'man-hi o ruilhal he boul , da beseurt isfont e kouezhfe he buhez , garanet don-ouzh-don e roc'h he digenvez ?
N'eo ket bet roet an eurvad da skoselloù , a zisoc'ho an Andromac'he nevez-man a-benn ar fin ... met tarzhan a ra sklerijenn ouzh skoselloù . Ha me , n'on nemet ur skosell ...
( 8 )
" Â , plijet gant Doue na vefen deuet kuit diwar ar wenodenn
He defe va c'haset d'ar Frankiz ! ( 9 )
4 - Hunvre zispi ur vammvro lieskenel ma veze tu da gomz liesyezhoù dishenvel enni ( daoust ha n'he doa ket desket
an Hungareg ? ) , met az afe buan da goll hep chom bev en he goude , trec'het anezhi gant youl-sevel Prusia hag arc'hadurioù ar vroadelourion .
5 - Hi eo anezhi pe he spes am boa kredet gwelout o stranin war vord dourioù tenval Salzburg , ar gêr achantet , d'ar c'hwec'h warn-ugent Gouere 2010-se . P'lec'h
'maout-te , Sisi ? Pe hent kildro en deus heuliet da harod kanvaouüs ?
Hag enorin a rafe da vemor Leonard Cohen war dremen e keoded Mozart , hag hini miliadoù tud argaset a c'hoantae Erer Berchtesgaden er Salzberg , nepell ac'hano , tagan en e grabanoù ?
Take this waltz ...
Peseurt diforc'h a-hend-all evidout etre Salzberg ha Salzburg ?
" Met aman , dres aman ,
'Tre un trec'had hag e saotroù ,
'Tre un traitour hag holl da c'hloazioù ,
Va c'harantez , da c'hervel a ran ... "
But here , right here ,
Between the moonlight and the lane ,
Between the victim and his stain ,
Between the traitor and her pain ,
Love calls you by your name ... " ( 10 )
___
DAN AR WERN - TREIZH ( Dastumadenn divyezhezk ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed - 2 - Vienna ( Sisi , 2011 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .
___
Notennoù :
1 - " Höhlen Eisriesenwelt " ( Kevioù " Bed Ramzed Skorn " ) . Ar rouedadoù dindandouar brasan ar bed ( daou-ugent kilometrad ribouloù ) o tigerin e 1664 m a uhelder , lec'hiet en Tennengebirge , un daouugentad bennak a gilometroù er su da Salzburg .
Anvioù Doueed hanternoziat o deus ar salioù :
- Hymir an Tenval , ramz skorn .
- Niflheim pe Nebelheim ( gant e ograoù skorn ) o arouezian an Denvalijenn .
Von-Mörk-Dom , a-ziwar anv livour ha diazezer Speleologiezh Salzburg Alexander von Mörk von Mörkenstein ( 1887 - 1914 ) , bet kouezhet war an dachenn-emgann er Brezel Bras ha kaset en-dro aman e ludu diouzh e c'hoant diwezhan .
2 - " Bed an Derc'hent " ( " Die Welt von Gestern " , 1942 ) , 9 - Emvuhezskrid Stefan Zweig ( 1881 - 1942 ) .
3 - " Bugulsimfonienn " ( pevare luskad : an Arnev ) , sonaozet etre 1805 ha 1808 gant Ludwig van Beethoven ( 1770 - 1827 ) .
4 - " Simfonienn niverenn 6 " , lesanvet " Skrijus " , aozet etre 1903 ha 1904 gant Gustav Mahler ( 1860 - 1911 ) .
5 - Mayerling , kêriadennig e menezioù Wienerwald ( Koadeg Vienna ) ma kavas eno marv en abegoù disklaer an Arc'hdug Rudolf Aostria-Hungaria ( 1858 - 1889 ) , pennhêr , mab-unan Franz Joseph hag Elesbed Wittelsbach ( Sisi ) .
Arroud eus " Lizheroù " ( " Briefe " , 1925 ) Mahler ( " An tri zaol " ) .
6 - Alma Mahler ( 1879 - 1964 ) , livourez ha sonerez Aostria a euredas da gentan gant Mahler : " Envorennoù eus Gustav Mahler "
( " Erinnerungen an
Gustav Mahler " , 1971 ) .
7 - Franz Joseph Ian ( 1830 - 1916 ) , impalaer Aostria ha roue Hungaria - Muntret 'oa bet e Jeneva e bried , Elesbed Wittelsbach ( 1837 - 1898 ) , lesanvet " Sisi " .
8 - " Pajennoù Deizlevr : Envorennoù eus Mestr-Studi an Impalaerez Elesbed " ( " Tagebuchblätter : Erinnerungen des Hauslehrers der Kaiserin Elisabeth " , 1898 ) gant Constantine ( Kostas ) Christomanos ( 1867 - 1911 ) , barzh ha skrivagner gresian .
9 - Barzhoneg Sisi meneget e " Rudolf ha Sekredoù Mayerling " ( " Rodolphe et les Secrets de Mayerling " , 2004 ) , levr Jean des Cars .
* Aman Hag Ahont - 13 - Aostria , Hunvre Sisi Aet da Get - ( Breton Version / E Brezhoneg ) - 6 a viz Du 2011 ha Pedennoù un Harluad
( Prières d'un Exilé ) , III - Beajoù ( Voyages ) , 27 - Copyright 2018 Dan Ar Wern / International Book Market LTD.-OmniScriptum Publishing Group - Editions " Muse " - Alle Rechte Vorbehalten .
** 10 - " Take this Waltz " , copyright Stranger Music Inc. / Leonard Cohen 1988 , e-barzh " I'm your Man " albom ha " Love Calls You by your Name " , copyright Stranger Music Inc. / Leonard Cohen 1967 , e-barzh e " Songs of Love and Hate " albom - All rights reserved .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20220726%2Fob_d94e0d_l-ange.jpg)