Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed - 1 - Venezia ( Aziliz ) .

24 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE

" Abardaez e Venezia " ( Soir à Venise , 1875 ) , gant Jules-Arsène Garnier , livour gall ( 1847 - 1889 )

" Abardaez e Venezia " ( Soir à Venise , 1875 ) , gant Jules-Arsène Garnier , livour gall ( 1847 - 1889 )

Publicité

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed

 

 

 

 

 

 

 

 

 

)    Venezia *

         ( Aziliz )

 

 

 

       

           

 

 

 

 

" Gondeln der Trauer ,
  Eisige Schauer ,
  Venedig im Winter ,
  Ohne Dich ... " **


Evit Thomas Mann


         1 - " Pezh a glevomp c'hoari , gant arzourien vras , zoken , a laka ennomp ken alies ur gersenn c'hwerv , kevrinus , rak en hon hunvreoù e vevomp , gant sonerezh ar stered .
Met , pa vez sonet gant Aziliz , eo ken brav hag en hor rez , ha bravoc'h c'hoazh war an trumm ! "
            Gant varv he bugel , e seblant dezhi bezan kollet ivez , gant ar vaouez yaouank , karantez he buhez , hag " ez eo aet da get ar bed , ar gouloù . "
Arvestin a ra , dic'halloud , ouzh trec'hlid ar Marv .
             " Petra 'ta out deuet d 'ober 'man , etrezomp , Aziliz ? " , a c'houlenn he breur outi .
" Petra , e-kreiz hor poanioù ? " ( 1 )

images-h-l-ne-grimaud.jpg
                                      

       2 - Marteze , o tegas koun eus Venezia , vleunienn ziwenvus , e vefe ret din adselaou sonerezh dreistpar Mahler , " Adagietto " e bempvet gensonadeg , sklerijennet gant pennober Visconti  ? ( 2 ha 3 )
Pe , c'hoazh , " Kanenn ar C'hondolerien Veneziat " , gant Mendelssohn , unan eus e " Denerganoù Dilavar " niverus ? ( 4 )
             Dre-hont , em boa bet chans da strenin un eurvezhioù bennak , e deroù ar bloaz 2007 , o sonjal e morennoù ar serr-noz , a veuze re vuan , diouzh va doare , an heol goanv ruz , e dourioù tenval ar Ganol Vras ...
Venezia !
             Chateaubriand a chomas aman e miz gwengolo 1833 .
Meneget en deus , en e levr , " Envorennoù eus an Tu-Hont d 'ar Bez " ( Mémoires d'Outre-Tombe ) ,  ur werzenn bet savet gant Chiabrera :

" O d'Italia dolente ,
   Eterno lume ,
   Venezia
! " ( 5 )
                                      

              Klask a rae ar skrivagner breizhat ken vrudet disklerian deomp e hoal evit " Keoded an Dojed " , dre m'en doa kavet , war a grede , ar Venezianed henvel o orin ouzh hini ar Wenediz e Breizh .
" Arguzet e oa bet , a skrive , e veze pesketaerien Mor-Bihan un drevannad " Pescatori " eus Palestrin : Venezia a vefe mamm , neket merc'h Gwened " . ( 6 )


        3 - Met an hent-man davit ar Marv ,

avat ?
P'edon en digenvez , o kantren a-dreuz  banelloù ha straedigoù  ken luziet ar gêr , en em gavout a raen ivez evel en ur milendall a-ziabarzh va boud .
Hini " Ene ar Bed " e oa , a vennfe hor bleinian e don-donan hor c'hreizon , evel e Neved kuzh an ilizigoù diniver ma'z aen enno e-barzh , en tu-hont d'an Amzer .
             Penaos em bije disonjet dizalc'h kollet al ledenez , pa save kroz ar mor , a-wechoù , gant e c'hourdrouz dispis , evel em Bro-me ?
Lonket e voe ivez Kêr-Iz en he fezh , " Dor " veurdezus , treuzoù diwel ar Bed All , arouez hor Frankiz , digabestr ...
Daoust ha ne vije ket bet ar gondolennoù eveldomp , paour-kaezh tud , a sonje din gant an Itron de Staël , " skeudoù nemeto , a rikl war an dour , henchet-dihenchet gant ur steredennig zister " ? ( 7 )


        4 - Iliz-Rouanez Sant-Mark : ur vaouez yaouank , daoulinet , a bede e zamc'houloù ur sal dilezet ha didrouz  . Daou pe dri e oamp hepken , e-tal ar Galon Sakr ...              

                                           scansione-V-.-Puccini.jpg

        5 - E korn ar blasenn vras-divent , e dammskeud ar serr-noz , e paras dre laer va selloù war skeud kevrinus ur gaer a grennblac'h , seurt fulenn e doare David Hamilton . ( 8 )
Tra ma dec'he kuit , siwazh , re vuan diwar va wel , e verzis war he muzelloù ur minc'hoarzh a geneilded ...
             Breman e oan da vale war " Ribl ar Sklaved " ( Riva degli Schiavoni ) , betek an Ostaleri Danieli ken vrudet .
Manejoù ha kezeg-koad ur fest foran peuzdigenvez , a boanie da drein en avel donvor , o troidellat he lampigoù ivez em fenn badaouet , heman o tont mezv-tre ganti tamm-ha-tamm , a-feur ma save hiraezh ganin d'am bugaleaj , am boa kredet adkavout e-pad un eilenn .

             E raksal vras ar palez , lorc'h enni gant he c'hoadajoù kizellet kaer , he c'hantolorioù-skourret meurdezus , hec'h alaouradurioù o lugernin , tu pe du , e seblantas dibunan dirazon , bet trellet va daoulagad ganto , un ambroug-kanv a dudennoù hollvrudet a zifoupe eus an amzer gent .
E pelec'h bennak e c'helle en em guzhat karantez diroll Musset evit George Sand ,

a sonjas ?
Ne oa nemet un hunvre sonerezh Wagner , pa glevas anezhan o tassenin em spered pennfollet , seul wech m'en em sile dre laer e notennoù entanet ennon , dre zraf-tro an nor ?
Aman e krogas ar mestr bras da labourat
war  e " Dristan " , o sonjal , glac'haret , e Mathilde Wesendonk ... ( 9 )
Goude , o kaout sonj eus Marcel Proust , deuet aman gant e vamm er bloavezh 1900 , e welis skeudenn Swann a-dreuz "
ur weledigezh am boa graet , en un doare dispis ha burzhudus war un dro " .
Spinan a rae ac'hanon e envor , tres diheverz eus kêr Venezia , " evel m'he doa laret din : - dalc'h krog ennon o tremen , mar bez krenvded a-walc'h ennout , ha klask dirouestlan kudenn an eurvad a ginnigan dit . "
Ha perak , a eilgerien neuze dezhi , " e teuio din ar marv da vezan ken diseblant " , goude bezan en em gavet a-nevez hon-daou . ( 10 )

       
6 - Met , pa vez kouezhet ar bed en e boull , digasted ha dilez kalz tud ennan , ez eus karantez c'hoazh ?
Penaos hec'h adkavout , en em c'houlenn Hélène Grimaud

N'eo ket henvel ouzh " plijadurioù-se ken lik ha dibreder " , ma vez komzet anezho gant Thomas Mann , heman oc'h arvestin ouzh bravder yaouankizoù an traezh ?
Henvel ivez ouzh garmoù-hud ur plac'h yaouank , leun a gevrin , hag he rez dilavar o lakaat anezhi da " guzhulikat gant an tasmantoù " , a-raok ma vefe poent dezhi en em rein da gousket , en diwezh , etre divrec'h ur vignonez ken espar he c'hened ! ( 11 )

tadzio_t.jpg
                                      

       7 - N'em boa ket c'hoant kerzhout betek ar c'hae ken , da vont en hent

gant al lestr treuz ...
A-uc'h an dremmwel , e veze tenvalaet al Lido gant koabrennoù a liv bez , skeudoù yen an noz .

            " Piv a c'hellfe termenan anien un arzour , ha gouzout lenn e kevrinoù e ene ? , a sonjen me ivez gant poan . ( 12 )
Ha piv , nemetan , a vefe gouest , koulskoude , d'intent ouzh ar Gened ? 
Touellet e vezomp alies gant droug ur falsc'harantez , seurt klenved diremed , pa fell deomp tizhout ur pal dreistdiraez , ha kredin e vimp perc'henn war unan all bennak n'eo
ket dimp .
             Bresk ha berrbad eo hor buhez war an Douar , neketa ? ' Vel ur veaj dremeniat ...

 
En gortoz Spered ar C'hrouer emaomp , ma vefe ivez hon flammig spi ur sklerijenn Evitan en Nenv . 
Goude hepken , en distro , e paro nerzh ar Sonaozour Meur war hor c'halonoù dianket , en doare ma vefe adc'hanet Gantan Daspren an Nevez-Amzer ... Marteze ? 


        8 - N'eo ket hir an hent , adalek " Pont Huanadoù " betek ar Rialto

O tistrein d'am ostaleri , e ris un dro hent davit an iliz vihan ma voe Vivaldi badezet enni , d'ar 4 a viz Meurzh 1678 , " Chiesa di San Giovanni in Bragora " . 
Un doare enorin un den ampart-tre war ar sonerezh , barzh gwirion , en doa diskouezhet e oa mesket buhez ha marv an eil ouzh eben , war Rod Vras an amzerioù .
              D'an abardaez-noz-man , em c'hambr , edon oc'h arvestin ouzh dourioù tenval , a zazluc'he dindan al Loar ...
              Nepell ac'hano , d'an 13 a viz C'hwevrer 1883 , e oa nijet Wagner d'ar Bed All a-ziwar varlenn e wreg Cosima , merc'h Liszt
Aman en doa divizet ene ar mestr mont kuit da Varadoz Tristan hag Izold .
" Pell 'zo , panevet deoc'h , n'em bije skrivet notennoù sonerezh ken , a anzavas outi .
Hunvreal a rae e Mathilde ?
Ha me , hag e welin un deiz en-dro loc'hoù Venezia ?



                                    ___


 

DAN AR WERNTREIZH Dastumadenn divyezhek ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed  - 1 - Venezia 

( Aziliz 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .
                                    ___
Notennoù :
1 - " Aziliz Etrezomp " ( Cécile Parmi Nous ) , gant Georges Duhamel ( 1884 - 1966 ) , e-barzh " Hanez ar Familh Pasquier " ( Chronique des Pasquier ) , 1933 - 1944 , Levrenn VII .
2 - Luchino Visconti ( 1906  - 1976 ) , filmour italiat , kenwerc'her " Marv e Venezia "

( Morta a Venezia , 1971 ) , hervez danevell Thomas Mann ,

" Der Tod in Venedig " ( 1911 , embannet e 1913 ) . Dremmourien : Dirk Bogarde , Silvana Mangano , Bjorn Andresen .
3 - Gustav Mahler ( 1860 - 1911 ) , sonaozour , bleinier laz-senin aostriat . Oberour " ar Pempvet Kensonadeg " ( 1902 - 1903 ) .
4 - Félix Mendelssohn-Bartholdy ( 1809 - 1847 ) , sonaozour alaman , oberour " Kanenn ar C'hondolerien Veneziat " , op. 30 , n° 6 , unan eus an " Tenerganoù Dilavar " ( Lieder Ohne Worte ) evit ar piano ( 1829 - 1845 ) , embannet etre 1834 ha 1868 .

5 - Gabriello Chiabrera ( 1552 - 1638 ) , barzh italian e-doug an Azginivelezh .
" Â , war boanioù Italia ,
  Ur sklerijenn beurbadel ,

  Venezia ! " , gwerzenn anezhan veneget gant Chateaubriand dirak pennad pevar al levr 40 eus e " Envorennoù eus an Tu-Hont d 'ar Bez " ( Mémoire d 'Outre-Tombe ) , 1809 - 1848 .
6 - Pennad Unnek , levr 40 " Envorennoù eus an Tu-Hont d 'ar Bez " , gant " Fanch-Reun Kastellbriant " ( 1760  - 1848 ) , unan ar skrivagnerien vrudetan Bro-Breizh ( François-René de Chateaubriand ) .

7 - Anne-Louise  Germaine Necker , baronez  Staël-Holstein ( 1766 - 1817 ) , skrivagnerez Bro-C'Hall . Oberourez " Corinne ou l'Italie " ( Kaourina hag an Italia ) , 1807 , meneget gant Chateaubriant ( Levr 40 " Envorennoù eus an Tu-Hont d 'ar Bez " , diwezh ar Pennad Trizek , anvet : " Tud Ijinet-Kaer awenet gant Venezia " ) . 
8 - David Hamilton , luc'hskeudenner breizhveuriat brudet  , ganet e 1933 , awenet gant koantenned skandinaviat yaouank .
9 - Mathilde Wesendonk , maouez yaouank a anavezas Wagner e 1852 . He C'heneilez-Kuzul e teuas da vezan evitan . 23 vloaz e oa hepken .
10 - Marcel Proust ( 1871 - 1922 ) , e-barzh  " An Amzer Adkavet " ( Le Temps Retrouvé ) , II , 3 - 4 , seizhvet ha levrenn ziwezhan , dalif , 1927 , eus " War Glask an Amzer Gollet " ( A la Recherche du Temps Perdu , 1913 - 1927 , Gallimard ) .
11 - " Kentelioù Prevez " ( Leçons Particulières ) , gant Hélène Grimaud , Robert Laffont - Pariz , 2005 .
12 - " Marv e Venezia " ( Der Tod in Venedig ) , danevell bet skrivet e 1911 , embannet e 1913 , gant Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , skrivagner aleman , Priz Nobel 1929 .


        

 

* Aman Hag Ahont 8Venezia , e Melezour ar Garantez , Mask ar Marv ( E Brezhoneg / Breton Version ) - 23 a viz Genver 2007 - Embannet war  " Nidiad " niverenn 7 , Gouhere 2011 . Venise , au Miroir de l' Amour , le Masque de la Mort ( Version Française ) - Traduit du Breton par l'Auteur - 23 Janvier 2007 . 

* *  " Venedig im Winter " ( Vangelis / Michaël Kunze ) , in " Geheimnisse " , von Milva , Metronome Musik Gmbh , Copyright 1986 , Spheric B.V. , Amsterdam . Droits réservés . Alle Rechte vorbehalten .

Luc'hskeudennoù : Hélène Grimaud , Bjorn Andresen , Vittoria Puccini .

All rights reserved .

 

 

TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed - 1 - Venezia ( Aziliz ) .
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article