Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LE CHEMIN PERDU - 14 - Div Durzhunell - Deux Tourterelles - Two Turtledoves - E Brezhoneg II / Version Bretonne II .

10 Juin 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Le Chemin Perdu

Le Chemin Perdu ( 14 )


Div Durzhunell

( Stumm II )
 

" ... Hag evit rein ur sakrifis , hervez m'eo lavaret e Lezenn an Aotrou ,
  ur c'houblad turzhunelled , pe ziv goulmig
. "

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Lukaz , 2 , 24 .


Div durzhunell ,
Div goulm a welan ,
O tremen 'vel tennoù
En heol splann ...

Ha me 'veiz
E kas ganto
He buhez eno ,
Drantiz , c'hoarzh
Va c'harantez ,
An hini a garen ...

Na pegement e c'hoantfen
Bout 'n o c'hichen
'N oabl ruz ,

Ma c'hellfen hepken nijal 
Diamen  !

Met ec'h ouzon
' C'hortozi 'c'hanon di
Mignonez ,
Er vro-se ma chomi ,

Hag ez aio un deiz va ene
'Trezek enni 'garan ,
'Vel an div durzhunell
A welan ...





DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 14 - Div Durzhunell ( Stumm II ) - 1974 / 2008 / 2017 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Le Chemin Perdu " , Copyright 1992 .

                       

Publicité

- 26 -

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article