Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

UNAN BENNAK EVEL-SE - 10 - Itron al Lenn - The Lady Of the Lake - La Dame du Lac .

6 Février 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #UNAN BENNAK EVEL-SE ...

Unan Bennak Evel-Se ( 10 )


Itron al Lenn

Evit Lleuwen


 

" Melenach e oed e fenn
  Na blodou an banadyl ...
"
Alan Stivell - " Olwen "*



Pep hini war e zremm
En deus un dra bennak skrivet ,
N'ouzon ket mui penaos
Mat he lenn ,
O valean hep pal en-dro
D'al lenn ,
Va holl sonjoù kollet war benn
Ur geotenn a gren ...


Marse eo hor buhez
'Vel ur veradenn dour ,
Pa strink an Heol e skedoù
War ar gwagennigoù aour ,
An avel ' c'hwezh , 

E deil ar gwez ,
He c'hanenn ,
Tra ma redez da-unan-penn ,
Buan , en-dro d'al lenn ...


Anezhi

'M eus gwelet un deiz ,

War riblenn al lenn ,
O skaran primoc'h eget
Al luc'hedenn ,
Ha gant ken tizh e rede 'dreuz
Al letonenn ,
M'en em stekin a rejomp feuls
An eil d'egile ...


Piv ' ouezo pelec'h
Eo aet da c'houde ?
N'em eus ket bet tro ken
Da gomz dezhi ,
Ken pell 'm eus sonjet brav
N'he blev melen ,
'Vel en he c'hoarzh ginet anezhi
War va fenn ,
Pa glasken va lunedoù gweet
Er geotenn ...


DAN AR WERN -
Unan Bennak Evel-Se - 10 - Itron al Lenn - 6 a viz C'hwrevrer 2009 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .

" Out on the lake , where the wind can run free ,
  With your heart and your soul
... "
Alan Stivell - " The Lady Of the Lake "*



Lleuwen

* " The Lady Of the Lake " , and " Olwen " , in " The Mist Of Avalon " , Copyright KELTIA III , 1991 - Alan Stivell - Pep gwir miret strizh / All rights reserved .

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article