Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AL LIZHER / LA LETTRE - 3 - Anaout A Rez ar Ganenn-Man Ken Nenvel ? ( E Brezhoneg / Breton Version ) .

10 Février 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .

Al Lizher 
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach


3 - Anaout A Rez ar Ganenn-Man Ken Nenvel ?
" N'eus netra varzhusoc'h 'get chom da c'hortoz ur vaouez ... "
Annemarie Schwarzenbach - " Danevell Lourennek " ( Lyrische Novelle )



                             
                    Diaes eo tostaat er bed-man ouzh ur brinsez a seblant ho tianavezout .
Arvestin a rit ouzh he c'haerder valc'h , skedus , evel ur prenvig-douar a vefe sot-pitilh gant ur sterenn , o ouelan dre guzh outi , gant hiraezh ma vefe deuet da wir hoc'h hunvre .
Kuitaet he doa Sibylle ar " Belle Epoque " , ha gweladennin a rankis va c'heneil Tom evit gouzout hiroc'h .
" A , tapet oc'h bet gant Billy ? , a c'houlennas ouzhin , 'vel mantret ouzh va gwelout .
                    Anavezout a rae kalz tud war al lec'h an Amerikan , e tropellad an estrenien .
'Barzh ur gelaouenn zivyezhek , e skrive pennadoù d'an diaspora  saoznek , hag , a-wechoù , pa ne rae ket skol war ar skingomz , e teue d'ho ti da rein deoc'h kuzulioù mat war yezh Mark Twain , pe war hini , muioc'h peurlipet , Faulkner . ( 10 )
                    " Petra ' faot deoc'h , ma faotr ? , emezan din ,  seurt gwaz tavedek , gant e vouezh roc'hellus .
" Ur familh vavariat eo , pe suisat , n'ouzon ket mui . Kredin a ran ne chom ket pell ac'hanen .
" Sell'ta ! , a c'hwitellas neuze war don " Yankee Doodle " , sell aze he niverenn ... ( 11 )
                    Esaean a ris da vont e darempred ganti diouzh an noz .
Met , pa glevis ton boud he mouezh gevrinus er pellgomz , e teuas ar seizi warnon .
Chomet ' oan skodeget gant strobinelloù ur vorverc'h ken hoalus he garm-hud !
                    Penaos e vije bet un den krouet eveldon-me , a-hend-all , evit kredin tremen dreist harzoù ur Rouantelezh zifennet ?
                    Edon war c'hed , a-holl nerzh va c'halon !
Met e chome berr va c'homz , koulskoude , em gourlanchenn .
Dindan va frenestr , e c'hoaried " Sonatenn Ziskar-Amzer " , klemmgan kanvaouus a finve deil ar gwez . ( 12 )
                    Mignonez ger , hag ez anavezfes avat ur ganenn all , gwerzenn zispar ma veze mouezh an Achantourez o taskrenan enni ?
Ma felle dit , ez afemp Ganti a-dreuz ugent kantved , ken na vefe tu da santout ennomp , en diwezh , flouradennoù c'hwek an avel dibenn-hanv o c'hwezhan war wagennoù ar stêr ...
" Strinkerez-dour , evn-Kibriz ,
   Kan ganeomp hor c'hoantoù kentan
! " ( 13 )
                    Hag e-keit ma sonjfen ennout , o tibunan da notennoù-hud , e savfe troellennoù ezans betek an Nenv :
" ... Goloet e vez a vleunioù , 'vel an Douar , korf nevez ar plac'hed yaouank , hag e tosta ouzhimp an noz dre holl hon hunvreoù ... " ( 13 )
                    Neuze , e vefemp war glask d'un henval Hini , emezon din va-unan . C'hoant a zeufe dimp hon-daou Ganti , marteze , da dresan livioù diheverz He skeud er melezour a-nevez ...
N'hon dije ket tro evel-se , da vont daveti He dremm gaer ?
Hag a-drugarez Dezhi , davit sioulded ar bugaleaj , a-dreuz broioù divent hor faltazi ?
Aesoc'h eo dimp , avat , er bed-man ken trist , ober van da danva poanioù un den all bennak , eget e garout evit mat . Neketa ?
                    Met penaos e c'hallfen-me chom hep kompren ennout ?
Hep na vefe tu d'az anavezout gwelloc'h  ?
Bamet on gant ur vaouez ken lemm he spered ha te , a lak ac'hanon da vezan ken doaniet va c'halon , rak ma santan ivez kaerderioù hec'h hini en a-raok ...


( Da vezan kendalc'het )

                             ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 3 - Anaout A Rez ar Ganenn-Man Ken Nenvel ? - Genver , C'hwevrer 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version - " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .
                             ___
Notennoù
10 - Mark Twain , Samuel Langhorne Clemens ( 1835 - 1910 ) , skrivagner meur e Stadoù-Unanet Amerika : " Troioù-Kaer Tom Sawyer " ( The Adventures of Tom Sawyer , 1876 ) , " Troioù-Kaer Huckleberry Finn " ( The Adventures of Huck Finn , 1885 ) .
    - William Faulkner ( 1897 - 1962 ) , romantour amerikan , den skouer el luskad " Red an Emskiant " ( Stream of Consciousness ) .
11 - Kan brogar amerikan . 
12 - " Sonatenn Ziskar-Amzer " ( Höstsonaten ) , film Ingmar Bergman ( 1977 ) , gant Ingrid Bergman , Liv Ullmann .
13 - " Kanennoù Bilitiz " ( Chansons de Bilitis ) , Rann gentan , Bugulganoù E Panfilia ( Bucoliques en Pamphylie ) , " Keveriadennoù " ( Les Comparaisons ) , gant Pierre Louÿs , 1894 .


" Sonatenn Ziskar-Amzer " , taolenn gant
Annie Ranguin , livourez a Vro-Dreger 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article