MOSAÏQUE ( Mozaik / Mosaic ) - I - PENTATEUC'H / AMAN HAG AHONT - ICI ET LA - HERE AND THERE ( Kronikennoù ur Breton Harluet ) - 1 - The Lovely Linda .
20 Juillet 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #MOSAÏQUE I
PENTATEUC'H
The Lovely Linda
Pennad Kentan 
12/05/2006
" Gouez penaos da lignez a vo estrañjour en ur vro na vo ket dezhi , ha penaos e servijo an dud anezhi hag e vo gwasket e-pad pevar c'hant vloaz " .
Geneliezh , 15 , 13 .
Gwelet dec'h ur film skinwel fromus diwar-benn buhez Linda McCartney ( 1941 - 1998 ) skignet evit ar wech gentan war M6 , ha bet savet e 2000 gant Armand Mastroianni , an hini en doa graet ivez filmoù ar stirad polis brudet " Mary Higgins Clark " . ( 1 )
Anzav a ranker ez eo plijus-tre kavout evel-se seurt istorioù a-zivout tud hon eus karet , evel ma oar ober ken mat an Amerikaned .
Met diouzh an abardaezh em eus tapet , siwazh hervezon-me " dre zegouezh ", un draig a-dreuz e-barzh divizoù " Julie Lescaut " ( TF1 ) .
Unan eus an harozed , neveziant yaouank un anv breizek gantan , a lare da vMouss Diouf :
" N 'on ket Breton daoust d'am anv . Eveldout eo , n 'out ket Afrikan . Evidon-me , on ganet e keoded ar 4000 er C'hourneuv ! "
Tour Babel ?
( 2 )
Ha n'eo ket un druez klevout seurt diotachoù war ar skinwel , anezho bet laret a-ratozh-kaer , d'am sonj , 'vit treuzkas meizadoù jakobin hollvedour ur Stad republikan kreizennet e pelec'h ez eo tu da bep hini dont da vezan buan ur " wir c'heodedour Bro-Frans " hep gwrizioù ebet !
Neuze , ne vefe nemet martoloded-pesketaerien ar Vreizhiz evito , war a seblant ? Pe blouked hepken ?
Evit gwir eo kalz muioc'h eget-se hor Breizh evidomp-ni Bretoned ar Bed , kalz ledanoc'h neketa ?
Un hollved a-bezh , ha ganti ur Bobl , un Istor , hag ur gwir Sevenadur ivez !
N'eus forzh pe lec'h e vefemp o vevan - estaj pevarzek un HLM ? - ( 3 ) , e-touez Arabed pe Sinaiz , e Bro-Frans pe er Stadoù-Unanet . Perak nann ?
Ha perak ket adlenn ivez ganto levr Roparz Hemon ( 4 ) , hini Morvan Lebesque ( 5 ) pe zoken , ar Geneliezh ?
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - MOSAÏQUE ( Mozaik ) - I - PENTATEUC'H / Aman Hag Ahont - 1 - The Lovely Linda - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - " The Lovely Linda " , ur ganaouenn gant Paul McCartney , EMI Records LTD / MPL Communications 1970 .
" The Linda McCartney Story " ( 2000 ) , film Armand Mastroianni gant Elisabeth Mitchell . ( US )
2 - " Julie Lescaut " , stirad skinwell polis Bro-C'hall ( 1992 - 2014 ) gant Véronique Genest ha Mouss Diouf ( 1964 - 2012 ) , aktor gall a orin afrikan .
3 - HLM = AFA ( Annez Feurm Argrenn ) e Brezhoneg .
4 - " Ur Breizhad Oc'h Adkavout Breizh " , AL LIAMM , 1972 .
5 - " Comment peut-on être Breton ? " , Le Seuil , 1970 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives