MOSAÏQUE - I - PENTATEUC'H / AMAN HAG AHONT - 3 - Modi & Jeanne .
14 Août 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #MOSAÏQUE I
Modi & Jeanne
Pennad Tri
14 a viz eost 2006 
Psalmennoù - 118 , 18 ( Ghimel ) .
Diaes eo taolennin c'hoazh dre sonj ar vuhez diroll a rene tud'zo , tro ar bloavezhioù ugent , e Montparnasse !
Rak ur seurt " Azginivelezh " e oa aman goude " Ar Prantad Kaer " ( 8 ) hag ar Brezel Bras .
Arzourien ar bed-holl a zeue da Bariz da ziskulian , dishual ha digabestr war a gredent , o vevan e-doare an termaji o mennozhioù penn-araok hag o c'harantez entan evit an Arz .
Gwelout a reomp , da skouer , e-barzh ar film , m'en em dreuzwiskas Max Jacob ( 9 ) en ur " geisha " da-genver abardaez-lid e zeiz-ha-bloaz .
Istor Jeanne ( 10 ) eo , dreist-holl , hini he c'harantez foll , betek ar marv , gant " Modi " ( 11 ) , istor ar maouezed ivez , e veze mennet da livan imbroud ar c'hrouer o bravder usvedoniel-dispar , goulaouet gant sklerijennoù ar Geoded Vras ha re ar bredelfennerezh nevez-flamm !
A-wechoù , e tanse al livour en-dro da zelwenn Balzac , hag e krede an dremenidi gwelout un den diskiant pe zireizh : " Troet eo spered heman ! " , a sonje anezho a-dra-sur diwar e benn hag a glaske an tu d'e zro da c'hoarzhin goap , en un doare digoll , ouzh mirourien ha bourc'hizien a bep seurt na blije ket dezhan !
Marteze 'giz ur Marco Polo nevez e-kreiz ar c'harter Breton , e krede start ivez bezan ur reder-mor war hent kontreoù dianavez ?
" Henvel ouzh an awen eo c'hwezh klouar an avel hag a c'hello foenvin dindan barradoù gwallamzer " ! , eme an Italianad .
Divizet en doa mont da weladennin Doue ( Renoir evitan ) !
Nemet un den klanv e oa deut da vezan hini , koulskoude , ha bezan kollet gantan e zaouarn mailh , a-gevret gant emdouelloù e yaouankiz , a gomze outan eus " an devenn euzhus ma vez kavet warni , deiz pe zeiz , an holl arzourien , evit mont a-lamm-plom , da c'houde , davet o zonkadur " !
" Un den yaouank foll emaoc'h ? " , a c'houlennas dichek dezhan neoazh .
" Pa anavezin hoc'h ene , e livin o selloù " , a respontas " Modi " dezhan neuze .
Evel-se ivez en doa diskleriet e garantez da Jeanne , aelez gwirion ma oa o sonjal , dre heulian anezhan betek penn e zispi , e oa gwelloc'h d'he meno en em deurel dre ar prenestr er goullo kentoc'h chom bev pelloc'h goude marv an den meur !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
Notennoù :
8 - La Belle Epoque .
9 - Max Jacob ( 1876 , e Kemper - 1944 , e Drancy ) , barzh breton .
10 - Jeanne Hébuterne ( 1898 - 1920 ) , livourez gall , gwreg " Modi ".
11 - Amedeo Modigliani ( 1884 - 1920 ) , livour ha kizeller italianat .
___
Levr : " Modigliani " , gant Christian Parisot , emb. Gallimard , 2005 .
Mirdi Montparnasse , 21 , bali Maine - 75015 - Pariz .
___
DAN AR WERN - MOSAÏQUE - I - PENTATEUC'H / Aman Hag Ahont - 3 - Modi & Jeanne - 14 a viz eost 2006 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
A-zivout " MODIGLIANI " , ur film kenwerc'het gant Mick Davis e 2004 . Dremmourien : Andy Garcia - Elsa Zylberstein - Hippolyte Girardot - Eva Herzigova - Omid Djalili . Sonerezh-orin gant Guy Farley - Studios Bauer-Martinez Copyright / Tous droits reservés .
___
Taolenn : " Jeanne Hébuterne " , gant Modigliani , 1919 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives