AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .
7 Décembre 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 1 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "

Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Luskad Kentan
Religioso / Speredek
- I -
Itron-Varia an Diskuliadur
" Eürus an eneoù galvet war Arc'h ar Salvidigezh ,
da servij Roue ar rouaned ,
a vo he C'habiten Hon Itron-Varia gaer ha ken c'hwek . "
Mélanie Calvat , 18 a viz Mezheven 1877 .
1 - ... Bodet ' oamp bet 'barzh ur sal-veur zamc'hlasaet he mogerioù , diaes a-walc'h da livan pe daolennin , meur-divent ha goullo war un dro , leuniet , koulskoude , gant bezans un dra bennak bev diwel , tomm ouzhomp ha karantezus , a rae hec'h annez eus un doare hall ramzel , a denne da hini un ti-houarn dindan douar , met en ec'honder o nijal 'vit breman .
Kredin a rafed deomp adkavout kof ur vamm , sklaerderioù a beoc'h ennan .
D'an Arouez e raemp hon pedennoù ...
Pep unan he bannoù a gomze flour d'hor c'halonoù , e sioulder ur garantez peurbadel , hag e veze kaset en-dro dimp bewech ar goulenn-man a raemp outi :
" Piv oc'h-c'hwi ? "
Edo ar strollad tud brevet ma'z aemp o taoulinan uvel ha dilorc'h dirazi , peorien druilhek mod nevez , torfedourien reuzeudik bet gwisket gant pilhoù .
D'ar c'hreiz , e veze merzet ur skleurenn flammoc'h c'hoazh o vont , a-belec'h e pellae ar re-all , hervez a seblantas d'an holl .
Boud nenvel a-uc'h d'ul Levr digoret , Maouez diamen , rodheoliet gant daouzek sterenn strink e stumm he zalgen , a astenne he daouarn davedomp evel ur prof .
A-vec'h ma vefe tu da glask divinout he zreid , sklaer evel an dour , gronnet anezho gant ur c'houel seiz gwerc'h e stumm ur goabrenn , a save diouti frondoù strink-an-deiz , ha lakaet war ul liorzh lili ha roz gwenn a-us d'ur voul-douar gant ur groazig ruz sanket warni .
Kelc'h anezhi a ziskouezhe un naer arem oc'h en em gregin en he lost hec'h-unan . Hag ur maen skarlek , henvel-bev , ruz evel ar gwad , a daole e skinoù warni hag e pep lec'h , seurt ruzvaen a drebarzhe ivez ar blanedenn 'vel ur c'hleze tan-flamm !
Pell e kendalc'has ar marzhioù-se ken dibar d'hor baman !
" Ha gwir eo e vefe kavet holl Istor an Denelezh 'barzh ur maen-sked liv flamm ? "
Uvel he c'halon , e souble ar Werc'hez he sell .
Daoust dimp bezan milieroù dirazi , en em gave ene kuzh pep hini evel un danvadenn zianket o tont en-dro d'he c'hraoù , distaolet e bec'hedoù , klevet ouzh e bedennoù a-benn ar fin .
" Me eo Itron-Varia an Diskuliadur . "
Ha sklerijenn Santez Vari Dinamm krouet , c'hwec'h gwalenn aour en o zro , a lakae hon daoulagad da drellan gant ur ruzelenn diamantoù skedus o paran warno 'vel bannoù kentan tarzh an deiz pe skleurioù opalek al Loar .
Komzoù dilavar ha fromus , bet skrivet anezho don o truez 'kreiz hor c'halonoù , feunteun a garantez a dorro hon sec'hed da viken !
Trumm e oa lakaet buhez e skeudennoù al Levr Santel , re hon Tonkadur , bet merket pep pajenn etre linennoù hon Doue Peurbadel ...
Esdraz a zegase en-dro e bobl nes d'an Tad , gantan Urim ha Tummim an Emglev Kozh . ( 1 )
" Piv eo Houman , a darzh evel gouloù-deiz , brav e-par al Loar , skedus e-giz an Heol ? ( 2 )
" Ur Vaouez gant an Heol ouzh he gwiskan , al Loar dindan he zreid , ha war He fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn ... ( 3 )
E beg an deiz , setu-hi ma teuas ...
Er Sklerijenn ! ( 4 )
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 1 ) - 1993 / 2009 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Esdraz , 2 , 63 : Urim ha Tummim , daou maen gwenn , arouezioù Sklerijenn hag Eeunded Komz Doue .
2 - Kanenn ar C'hanennoù , 12 , 1 .
3 - Diskuliadur , 12 , 1 .
4 - Tri ger-stur evit pep lodenn va zrilogiezh :
" An Erbeder " ( E beg an deiz ... )
" An Ti Achantet " ( Setu-hi ma teuas ... )
" Auberive " ( Er Sklerijenn ... )

Taolenn : " Vierge à l'Hostie "
Ingres ( 1854 )
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives