AUBERIVE ( 3e Cercle ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 15 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
22 Décembre 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 15 )
( Heuliad " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,
Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "
Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 )
Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj
O tougen bri da Lhasa De Sela ( 1972 - 2010 )
" I got caught in a storm and carried away ... " *

Eilvet Devezh
" When the dark night seems endless , please remember me ... "
Loreena McKennitt - "Dante's Prayer " *
15 - " Petra ' dalv d'an den gounit ar bed-holl mar deu da goll e ene ? , a gendalc'has ar brinzes war un ton bras . ( 1 )
- Berr ' vo an amzer ganimp ... Dav ' oa dimp hon adkavout e penn hent ar veaj , a resisas ' pad ma nije kuit pell er-maez an daou alarc'h bountet gant un aezhenn skanv .
Strivan a reas d'e frealzin , o flourikat gant douster e vlev lufret hag o lenn dezhan ur pennad eus al Levr Santel :
" An avel c'hwezh e-lec'h ma kar ... " ( 2 )
Digalonekaet ha brevet gant ar glac'har ez aspedas Fred anezhi : Ra vo sellet a-druez ouzhin gant an Aotrou Doue !
Bepred e teue gouloù an tour-tan da sklerijennan bep ar mare an aod beuzet a-nevez en noz du .
- Sell'ta du-hont ! , a lavaras trumm , o tisteurel ivez dezhan luc'h gouez he daoulagad glaou-tan !
Gwel'ta ar sterenn o skedin ken dispar-se 'vel "un dra hunvreel , peurbad ha disont nemeti " ! Du-se 'man hor gwir mammvro , Douar c'hoant ar galon ' zo kelc'hiet gant e vogerioù strink ... ( 3 )
" Pegen spontus eo al lec'h-man ! , a eilgerias ouzhpenn Marieke , daoulinet uvel e-tal an arvest burzhudus-se . Va lakaat a reas mamm d'e gompren : Ti Angus eo , Dor eus an Nenv ! ( 4 )
He daoulagad glebiet gant daeroù , ez empente marteze ar benedourez dall skeudenn un tour divent o lugernin war donnoù tenval .
Ha 'vel pa vefe lakaet warnan , e veze kurunnet e volz-doenn gant teir rod-heol zamwenn o c'helc'h ha dreist kement a oufed larout o sked !
Dassenin a reas en egor ur vouezh skrijus o tougen c'hoazh barnadennoù euzhusoc'h-all !
- Setu an Alfa hag an Omega , a gemennas-hi d'an den o tridal kement gant ar spont gwelout loarioù glas Auberive ken e krede ne vefe spi ebet ken hag e vefe daonet da viken !... Setu an Hini a zo ! ( 5 )
Met e c'hellfe ar gouloù sklerijennan an hini a ra an droug ? , a seblantas respont dezhan tan spouronus an Diskuliadur-se .
Gerioù an "Hon Tad " katar o kouezhan eus genou Aleksandra 'vel eus hini un diouganez a lakaas liv e zremm goar da zont gwennoc'h c'hoazh gant re zislivet limboù nenvel warnan a sebelie relegoù saotret ar reuzeudig en ul linsel c'hloar !
- An Iliz Doue eo ! , a gemennas dezhan ar Pitia gant nerzh :
" ... Mor gouloù , peoc'h disi , Te a grouas an eneoù glan ha ket fall ... " ( 6 )
O veskan he zon heskinus gant hini an tonnoù e teue da vervel war an aod peurbadel ar Brezegenn Santel , hag en distro ar gwag ' oa klevet aspedennoù ur velegez o tibunin greun he chapeled truez :
" En deiz ken meulet-se , ro dimp hor bara dreistbedel , Da gentelioù gwirion a vo bara hon eneoù , Da wir c'horf ha priz Da wad ... " ( 6 )
Hag o tont en-dro a-nebeudoù eus goueled an islonk 'vel an eonenn bet strewet gant an avel-vor e savas envorennoù pell e vugaleaj a-rez gorre an dour ...
Skeudennoù e wall dremened a vec'hias trumm e galon dorfedour !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 15 - Du 2004 / Genver 2015 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - Mazhev , XVI , 26 .
2 - Yann , III , 8 .
3 - Novalis ( 1772 - 1801 ) , " Meulganoù d'an Noz " ( Hymnen an die Nacht , 1799 / 1800 ) , IV .
4 - Geneliezh , 28 , 17 : Terribilis est locus iste !
Oengus , Aonghus e gouezeleg , doue ar Garantez hag ar Varzhoniezh e mojennoù Iwerzhon .
5 - Diskuliadur , I , 8 .
6 - "Ar Re Zevet " ( Les Brûlés , 1960 ) gant Zoé Oldenbourg ( 1916 - 2002 ) .
Kanennoù : * " Rising " gant Lhasa de Sela ( in " Lhasa " albom , copyright Pladennoù Audiogramme Inc. / Warner Music 2009 ) ha * " Dante's Prayer " gant Loreena McKennitt ( in " The Book of Secrets " albom , copyright Quinland Road Limited / Warner Music 1997 / 2004 ) - All rights reserved .
Taolenn : " Le Lever de Crystal " , gant François Schlesser , liver dreistgwirvoudel e oberenn ziskouezet e Mirdi Faltaziek ( Musée Imaginaire ) kastell Ferrières ( Seine-et-Marne , Bro-C'hall ) .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives