AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 6 ) .
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 6 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )

Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Triste , Doloroso / Doanik , Glac'haret
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich
11 - Deiz war-lerc'h an hini-se lugernus , e seblantas ar gêr en he fezh , tachenn gounaennoù iskis , en em ginnig d'e ene drastet .
Kerkent ha tarzh-an-deiz , en doa beuzet ur glav-sil straedoù ha pellweladurioù gant un dristidigezh vras .
Gounezet gant e velkoni , e kredas dezhan ar gweladenner e verze un tachad dismantroù bet lezet tro-war-dro gant ar brezel , o hanvalout bezan 'vel rouestl e damm buhez hec'h-unan .
Kroget 'oa da evan , o kaout heug ha rukun didrec'hus , war-un-dro , en e genver , kantread digenvez a gave frealz , a-wechoù , digant gisti bennak e kambroù dizanv , karantezioù dister bet kavet e ruioù tenval , pa c'hoarveze gantan mont drezo 'barzh lastez tavarnioù 'vit disonjal e boan ...
12 - Un tamm muioc'h , d'an neizheur , ne oa ket evit padout gantan chom en e-unan goude hud ar fest-noz .
Bamet dilavar gant an oberenn a oa bet c'hoariet dirazan , e kavas gwell ganin mont da vale adalek an iliz goude evit " chom ur pennad da sonjal " , emezan evel boaz , e-keit ma troe , nebeut-ha-nebeut , lans kevrinek e galon da wrez revel en e ziabarzh : evit gwir , ma oa bet trelatet e spered gant klouarded an nevez-amzer da gentan , e oa roet lec'h ivez buan d'un dra a anve bewech " broud ar vuhez " , da lavarout eo e oa deut c'hoant maouez dezhan .
" Penaos derc'hel dezho , a-hend-all ? " , a c'houlenne bewech ma felle dezhan chom dienkrez e askre , o tisamman anezhi eus dirolloù an noz . Evel-se , pa veze deuet flak gant e vicher , e oa un digarez mat evitan da zegemer galloudezhioù an ifern .
- N'omp ket gwir tra m'en em ziwallomp ouzhimp hon-unan , a gan ar barzh brudet . ( 20 )
Bezet pe vezet , e oa deut e c'her-stur ar frazenn-man ken prizius evitan .
Diouzh pep tra , koulskoude, en dije diskroget evit hec'h adkavout , a sonjas . Hag e c'hoant bravan a vije bet da dec'hel kuit ivez da viken diwar-dro an euzhvil troet fall a veve ennan evel ul laer , gant goulioù gwadek anezhan a c'hloaze e gig brondu ha blons !
O tiflukan , avat , eus korn ur ru tenval 'dreuz karterioù a louvidigezh , e oa bet plijet dezhan adwelout c'hoazh ur savadur dizoare , klogor liesliv warnan , a lakae e lizheroù flamm divent ha ken trellus da baran war bep tremener digenvez a bede anezhan da derrin e naon bras end-eeun .
" Der Blaue Engel " , kabared Berlin leun a vier hag a fulenned ! ( 21 )
Gwisket brav-tre gant ur " smoking " evit e zegemer hag ober lid dezhan , e teuas doujus davedon un digorer mentet dister , tevik a-walc'h e gof . Skoachan a rae heman e selloù treuz a-drenv gwerenn zu lunedoù bras .
- Degemer mat , aotrou Kervern ! Enoret omp ! Deuit e-barzh , mar plij !
Hag evel boaz , e respontas Fred dezhan gant poan un nebeud gerioù seven en e yezh .
Mat e kave Fred gwin-Champagn . Plijout a rae keit dezhan kaerder gouez ar " music-hall " evel hini an danserezed noazh war al leurenn .
Fenoz , koulskoude , edo o klevout sonerezh e galon e-unan , a c'hoante e kas 'lec'h-all , pelloc'h 'get ebatoù diroll o vezevellin an arvesterien .
Gouzout a ouie ervat en doa ezhomm eus darempred tost pavezioù ramp ar riboulioù kuzh ha tenval .
Hervezan , ne vefe nemet c'hwezhoù flaer ha put ar straedoù didruez glebiet nevez'zo dindan glav , e repu nemetken , a c'helle distanan e gorf hag e spered .
Ha pa voe skarzhet gantan gwerennoù bennak c'hoazh , e krogas d'o fronal en aer 'vel ul loen . Trabidellan a rae , brizhvezv , gant an evajoù krenv , o horjellat war e zreid ouzh skleurioù blin al loargann .
Ul " Lili Marlene " fardet re a wilc'he ouzh gwazed e-tal un nor-borzh . Tostaat a reas d'ar mestr :
- Deus ganin-me , karedig ! Komm zu mir ... Ich bin Lola .
Dirollan a reas trumm da c'hoarzhin 'vel ur foll , paourkaezh Salaün , dirak ar goudaskenn ! ( 22 )
Hag e oa en abeg ma tenne un tamm an aelez du kouezhet-se , seurt stranell ken truezus ma veze , a vroude e c'hoantegezhioù fall , d'an hini all he c'halon c'hlan , he doa gouezet lakaat krenien , er c'hontrol , en e wall goustians zamvarvet ? Ne gomprene ket perak , e gwirionez , e c'helle un henvelder etre div blac'h , burzhud nevez " Tannhaüser ", hadan strafuilh e penn ur " maestro " eus an eil troc'h , 'n em gave dellezek eus netra , war e sonj , 'met da gempenn c'hoariganigoù dister , a risignas hep diskouez . ( 22 )
Dalc'het start 'voe e spered gant ur ribourtadenn waskus o klotan gant liv ar glav a strinke outan lous war e zro :
- Ur glav yen ' gouezh war zen ar bloaz tremen ... ( 23 )
Un hunvre kaer en doa graet ... Evel ma vije bet gant Marieke o sonjal e Bethleem zinamm . Hag en kroget da arvarin war e labour ha ster e vuhez , a gave vil ha droch , re ur furlukin e kinkladur ur c'horiva margodennoù , e strane breman hep pal , 'vel Paolig an Diaoul , dre zoulloù lous-brein Babilon pe lastez tavarnioù eus Filadelfia nevez ...
Perak 'ta ne vije ket bet laosket en traon ?
Pa voulc'has hent da vont en-dro da leti an " Tiergarten " , e seblantas bezan graet un hevelep goulennoù direspont gant an oabl , stanket gant koumoulennoù du ha tev , fesonet-fall , a zegase broudoù lemm ha c'hwerv d'e galon .
Abaoe pell , milvedoù marteze , e oa bet krignet e yec'hed hag aet da fall e gompezded spered ganto .
Perak , en em c'houlennas gant nec'h , ha , koulskoude , e oa re anat ar respont skrijus dezhan , perak em eus graet va seiz gwellan da freuzan dimezin va breur dre euredin goude gant e wreg n'em boa karantez ebet outi diwezhatoc'h ?
Perak , a-hend-all , 'oan deut ken laouen o welout anezhi mont kuit 'trezek Amerika ? ( 24 )
N'ouie ket mat hag en doa tamm karantez bennak ouzh Lola , plantenn vinimus , digas ha dinec'h , pe ouzh Marieke , dallez disaotr ...
Hag evit Alexandra , c'hoar ken disi ?
Marteze ivez , e tridfe gant ur memes from hag hini en doa santet Impalaer Gwilherm da goulz e faezhidigezh ? ( 25 )
C'hoariet 'oa bet ar pezh sonerel , hiviziken , " oratorio " kanvaooüs buhez ur pensead .
Ha , dindan bec'h e donkadur , n'afe mui ar pennc'hoarier war ul leurenn , gwech ebet !
Beradoù glav marvus , o treuzin e glopenn noazh gant o zaolioù goustilh , en redias da gouezhan war vank re gablus .
Sur 'oa e anzavfe an trec'hiad e bec'hedoù , daoust d'an dour o ruilhal dibaouez , o teveran ken ingal war e zremm diflach , liv ar marv .
O vont da goll 'oa Fred , diank e spered .
Gouelan a reas gwalc'h e galon , skuilhan a reas daeroù druz ...
Gant he c'haouadoù flemmus hag he barradoù gwallamzer glavennek , he dije gouezet an avel foll e gompren hepken , hag e yudas kriz he respont dezhan ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 6 ) - 2003 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
20 - Stefan Zweig , " Sonedenn " .
21 - " An Aelez C'hlas " , skritell sinema film Joseph Von Sternberg ( 1930 ) , gant Marlene Dietrich .
22 - Salaün Ar Foll ( 1310 - 1358 ) hag Itron Varia Folgoat ( c/f : Barzaz-Breiz , I , 38 ) .
- " Tannhaüser " , c'hoarigan Wagner krouet e 1845 .
23 - " Last Year's Man " , kanenn Leonard Cohen , copyright 1971 , Stranger Music , Inc. New-York / Sony-ATV Music Publishing Canada Company . All rights reserved .
24 - C/f " Ar Gejadenn " , " An Tremeniad " , gant Dan Ar Wern .
25 - Wilhelm II. Von Preussen ( 1859 - 1941 ) , Impalaer alaman ( Deutscher Kaiser , 1888-1918 ) .
Foto : Megan Ward ( Lola )