Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( D ) .

13 Mai 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

        Holen Mor II    

      

An Istor hag an Hêrezh I

( L'Histoire et l'Héritage I )                 

Black swan 2

 

3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( David ha Goliaz : 1938 - 2008 ... )  

 

 

 

Da enorin Richard Wagner ,

 

Evit Thomas Mann ,  

Achantour ar " Menez Hud " , *

 

Hag evit va mab Eliaz ...

 

 

 

" Pign Davedon war ar Menez

  Ha chom eno ,

  Ma roin dit Taolennoù Maen ... "

Ermaeziadeg , 24 , 12 . 

 

 

 

 

D - Breizh , Maen-korn , Maen-touch ...

 

 

" Ha rankout a rankan-me kaout kement a boanioù , o vezan dilezet ken va-unan evel-se gant mignoned ma c'hellfen bezan lakaet da euredin ur gwaz ma oan bet ken gwallgaset ha bet graet din kant dismegans gantan , m'en deus va zalc'het kement dezhan ivez ! "

Anna Vreizh **

 

 

 

" Arsao hag Arzam "

Ger-stur an Arzh

 

 

 

 

Maen-korn

 

 

            - Dont a ra d'ho sonj an ene yaouank-se a zle mont kuit diouzh penn pellan Breizh da zegas gerioù an nenv d'E Veurdez ? , a lavaras Flammenn ar Spered-Santel . ( 27 )

Dre Vreizh eo a blij Din adkristenaat Frans ... , a gemenn an Itron Varia da Janed-Loeiza Ramonet e fin an hanv 1938 . ( 28 )

         

         Met ne oa ket tonket dezhi mervel kent m'en c'hoarvezas , an Europa gozh-se war he diskar bet savet war zismantroù o vogedin c'hoazh an impalaerezh C'halian-ha-Prusian ?

Rak e c'hav dezhi en aior a-wechoù , o krakvevan 'vel ur mirdi ag envorennoù etre ar muian diamzeret a-drenv d'he c'hazarnioù ha d'he ziez-retred niverus !

" Nemet d'ar re grenv 'vez douget ar bed ,

  Trec'h nemeto an dud o vont hardizh dezhan ,

  Hag a c'hoarzh nemet outo ,

  Ar re her ... " ( 29 )

         E deknokrated-winiegourien o deus kemeret dre nerzh ar winieg ken abred .

Laeret o deus an hêrezh ! ( 30 )

" N'eus ken a rezin war ar gwini ,

  Gant boestoù-mir merglet ' man ar stêr o foenvin ... " ( 31 )

Ha nikun anezho , a-hend-all , ne laka van ebet ken eus e istor , e bobloù , e sevenadurioù dishenvel !

         Hag evit va zammig douar , traonienn va c'harantezioù , n'en defe ket ken a ene kennebeut ? 

( 32 )

N'eo ket o tont da vezan tachenn o oberiantiz war-eeun , doare kamp-arnodin dizenelaet evit labourerien gemm-digemmus un denelezh bet korvoet ha sujet da stultennoù ur gevalaouriezh vedelaet , seurt tolpad sklaved ur " Big Brother " dall ha kriz !? ( 33 )

 

" Setu perak e lavaran deoc'h : lamet e vo diganeoc'h Rouantelezh Doue evit bezan fiziet en ur vroad hag a ouio dastum he frouezh ... Ar maen taolet kuit gant ar re a save ti a zo deuet da vezan ar Maen-korn ! " ( 34 )

 

 

 

 

 

Et in Arcadia Ego ...

 

" Monstrant regibus astra viam ... " 

Ger-stur Urzh ar Sterenn

 

" One road was simple

  Acceptance of life ,

  The other road offered sweet peace ... "

Dan Fogelberg - " Nether Lands " ***

 

           Bez' eo ar Gral koulskoude ...

N'emaomp ket holl gwitibunan e klask ar wenodenn-se kollet a gas d'un domani ken iskis ivez ? , en em c'houlenn Alain-Fournier dezhan e-unan d'ar 4 a viz Ebrel 1910 kent anzav :

" Ar Vro Zizanv eo , hini an holl dud avat ... " , o sonjal marteze e Arkadia vrudet ma oa bet troet enni da arzhez he rouanez yaouank gant Hera , gwreg fuloret ouzh he gwaz an Doue Zeus a zogane anezhi . ( 35 )

Un tamm pred goude e varv , e teuas da vezan ur steredeg Arkaz bet ganet eus an avoultriezh-se , hini ar " C'harr-Kamm " bihan , tra ma veze anvet " Kastell-Karr " bras gant e seizh sterenn e vamm Gallisto , bet lazhet gant saezh Artemiz , a drugarez d'he c'haredig Yaou . ( 36 )

 

         Ret eo dimp mont pelloc'h .

Padal , n'hellomp nemet merzout eo bet lakaet mat war-wel dirak an holl an arzh-se gant un aneval all

( an Alarc'h ) war ardamezoù un den istorel pouezus eus an hevelep rannvro Berri , an dug Yann , mab ar Roue Frans diazezer " Urzh ar Sterenn " . ( 37 )

         Hogen , pa welomp " Kastell-Karr " bras o tiskouez an Norz steredoniel , e vez steredeg an " Alarc'h " o redek eviti eus reter da gornaouog e stumm ur groaz .

Ouzhpenn , henvel dra eo 'vit an teir sterenn eus gourizad ar " Rastell "

( Delta , Êta , Zêta Orionis ) a sav er reter da veajin 'trezek ar c'hornôg betek ul lec'h resis ma vez kavet ganto Arkturus o lugernin a-us d'ar " C'hraou " e steredeg ar " Bugul "

( hor roue Arzhur eo , anat dimp , hini " gollet " hag a zlefe mont en-dro , sanset , e deizioù diwezhan dibenn an Amzerioù ) . ( 38 )

Bez'eo ivez , 'vit piv a zigor e zivskouarn , an " Tri Roue " meneget en Aviel Mazhev bet deuet da azeulin ar Mabig Jezuz nevez-c'hanet da Vetleem , arouezioù bev eus an teir Elfenn kezivik ereet ouzh an Dreinded Santel . ( 39 )

         Koulskoude , ne oant ket bet deuet da gemenn dimp war an dro ar brezel ha " Lazhadeg an Inosanted " ? ( 40 )

Ha dont a raint en-dro un deiz da zihunin a-benn ar fin ar goantenn vorgousket goude ken hir c'hortoz ?

" Me ho ped , na zihunit ket , na zihunit ket va c'harantez

  A-raok ma fello dezhi ... " ( 41 )

 

Piv ' oar ? Anv 'vefe ganto , marteze , eus hon Europa pe vro ar C'hallaoued , Breizh diwar he fenn ?

 

Piv 'oar ?

 

          An tresadur kroazhenvel-man - In Hoc Signo Vinces - am eus bet c'hoant taolennin war gartenn ar c'hwec'hkorn gall neoazh : al linenn hedredel o liamman an div gêr " Arques " ( adalek departamant an Aude betek hini ar Pas-de-Calais ) bet troc'het gant un hini all o tont eus menez Harz en Alamagn betek an Arzh er Mor-Bihan e Breizh ( adskeudennet marteze e " Sarek " , anagramm " Arques " , gant Maurice Leblanc , skrivagner ezoterek en e romant deskoni anvet " An Enez he Zregont Arched " ) .

( 42 )

 

       Da gemenn an Hini a zeuio 'trezomp er bed-man d'hor salvin 'benn ar fin e tinijo an alarc'h gwenn 'us d'al lenn denval a zistaol skeud hon eneoù saotret ha doubl bet o c'hlask bepred un uhelvennad dreistdiraez dezho :

 

" Un alarc'h , un alarc'h tramor ,

  War lein tour moal kastell arvor ... " 

( 43 ) 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                           ___ 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Breizh , Maen-korn , Maen-touch ... ) - Mae 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Holen Mor " , copyright 2013 .

                           ___ 

Notennoù :

27 - Kemenn 21 a viz Gwengolo 1880 Maria-Julia Jahenni ( 1850 - 1941 ) , kevrinadez gatolik ganet e Blaen , e-kichen Kernitron-al-Lann ( Liger-Atlantel ) , bet meneget e levr Pierre Roberdel , " Diouganoù La Fraudais " ( Les Prophéties de La Fraudais , 1985 ) .

28 - Gweledigezhioù Janed-Loeiza Ramonet ( 1910 - 1995 ) e Kerizinen , kêriadenn gumun Gwinevez ( Penn-ar-Bed ) etre 1938 ha 1965 : levr Raoul Auclair ( 1906 - 1997 ) anvet " Kerizinen " ( 1968 ) .

29 - Deizlevr ( 27 / 10 / 1856 ) Henri Frédéric Amiel ( 1821 - 1881 ) , skrivagner , prederour suis : c/f notenn  6 , Pennad B - Menez C'hom , Menez Hud ?

30 - Mazhev 21 , 38 ( Parabolenn ar Winierien ) .

31 - " Diamonds in the Mine " ( Diamantoù er Vengleuz ) , copyright 1971 Stranger Music and Sony Entertainment Music Inc. / Columbia - All rights reserved - Leonard Cohen , from " Songs of Love and Hate " album :

" And there are no grapes upon the wine ,

  ( ... ) The river is swollen up with rusty cans ... "

32 - " Le Retour " ( An Distro ) in " Cet Amour-là " album , copyright Barclay 1969 - All rights reserved - gant Glenmor ( 1931 - 1996 ) , kaner ha skrivagner breizhat :

" Et voici bien ma terre ,

  La vallée de mes amours ... "

33 - " 1984 " , romant skiant-faltazi  George Orwell ( 1903 - 1950 ) , skrivagner saoz , embannet e 1949 , ma vez kavet ennan e dudenn veur , " Big Brother " , penn-stad Okeania : c/ f " Istor ur Verc'h Zianav Gevrinus " - 8 - La Pierre de Vie ( Maen-Buhez ) , notenn 37 .

34 - Mazhev 21 , 42 ha 43 ( Parabolenn ar Winierien ) .

35 - " Eskemm Lizhiri etre Jacques Rivière hag Alain-Fournier " , levrenn II  ( Correspondance JRAF , II , 1948 , Gallimard ) - Lizher 4 / 04 / 1910 .

36 - Mitologiezh Henc'hres : " Mythology , Timeless Tales of Gods and Heroes " , 1942 , gant Edith Hamilton ( 1867 - 1963 ) , skrivagnerez alaman hag amerikan .

37 - " Urzh ar Sterenn " ( Ordre de l'Etoile ) bet diazezet d'ar 16 a viz Du 1351 gant Yann II Bro-C'hall ( 1319 - 1364 ) , lesanvet ar " Roue mat " .

38 - " Le Trésor du Graal  I " ( Tenzor ar Gral I , pennad unnek , " Jean de Berry " , 2004 ) gant Jean-Pierre Alfred .

     - " Le Livre de la Tradition " ( Levr an Hengoun , pennad daou , " Freuz an Temploù " / La Ruine des Temples , 1972 ) gant Jean-Michel Angebert .

Gwengel ar Roue Kollet ( Unpenn Bras hag Impalaer Kousket ) :

- " Istor ha Mojenn an Unpenn Bras " ( Histoire et Légende du Grand Monarque , 1975 ) gant Eric Muraise - " Ar Roue Kollet " ( Le Roi Caché , 1990 ) gant Yves-Marie Bercé - " Kevrinidi an Heol " ( Les Mystiques du Soleil , 1971 ) gant Jean-Michel Angebert - " Alamagn , un Istor Kuzh " ( Allemagne ,  une Histoire Cachée , 2012 ) gant Jacques Sourmail .

- Mojennoù Frederig I. Barbarossa ( Maen-Envor ar C'hyffhaüser ) ha Frederig II. Hohenstauffen , Impalaerien Santel Roman ha German .

- " Noz Sezambr " , II , 6 - Gouel Varia Hanter Eost ( Notenn 43 ) .

39 - " Roue ar Bed " ( Le Roi du Monde , 1927 ) gant René Guénon ( 1886 - 1951 ) , skrivagner , usvedoniour gall .

40 - Lazhadeg an Inosanted Santel : Mazhev 2 , 16-18 .

41 - Kanenn ar C'hanennoù , 8 , 4 .

42 - " An Enez he Zregont Arched " ( L'Île aux Trente Cercueils , 1919 ) gant Maurice Leblanc ( 1864 - 1941 ) , tad Arsène Lupin !

43 - Barzaz Breiz , I , 31 : An Alarc'h .

   

 

 

Luc'hskeudenn: Natalie Portman ( Estelle / Elsa ) e " Black Swan " ( An Alarc'h Du , 2010 ) , film Darren Aronofsky ,  gant Mila Kunis , Barbara Hershey , Winona Ryder , Vincent Cassel ... 

 

* Gwelout pennad kentan : Anna , la Petite " Brette " .

 

** Anna Vreizh : " Istor Pobl Vreizh " ( Histoire du Peuple Breton , 1939 ) gant Maoris Duhamel ( 1884 - 1940 ) , musiker , politiker breizhat . 

 

*** " Nether Lands " , kanenn Dan Fogelberg ( 1951 - 2007 ) e albom anezhan anvet henvel outi - Copyright 1977 Dan Fogelberg / Hickory Grove Music - Epic Records - All rights reserved .

Publicité
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( D ) .
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( D ) .
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article