L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( E ) .
28 Mai 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

Holen Mor II
L'Histoire et l'Héritage I
( An Istor hag an Hêrezh I )
3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " :
Ar Menez hag ar Maen
" Ne gredan ket ken an dud en hon hunvre ... "
Christoph Hein -
" Marc'heien an Daol Grenn "
( Die Ritter der Tafelrunde , teatr ,1989 )
Da enorin Richard Wagner ,
Evit Thomas Mann ,
Achantour ar " Menez Hud " , *
Hag evit va mab Eliaz ...
" Pign Davedon war ar Menez
Ha chom eno ,
Ma roin dit Taolennoù Maen ... "
Ermaeziadeg , 24 , 12 .
E - Marc'heg an Alarc'h
" O tostaat 'oa ur marc'heg 'man ,
Lufr e armoù gantan ,
N'am boa gwelet nepred da unan
Ur vertuz ken glan ... "
Richard Wagner - " Lohengrin " , Arvest I , diviz 2 .
" Ha t'eus he gwelet da unan er steredegoù : un alarc'h eo hounnezh ...
Antoine St Exupery - Gwikadell ( Citadelle , V ) .

Pa vo c'hoariet darvoudoù ken reuzus en diwezh , e chomo klok evidomp ar suspens koulskoude .
E gwirionez , ne oar den piv ' vefe , da vare dastum an " Tri Maen " , an haroz meur-se bet gortozet ha dibabet a-bell da zigerin Levr ar " Sizhunvezh Santel " , a zlefe distrein en e c'hloar , ken krenv ha leon eus meuriad Juda , gwenn evel marc'heg an Diskuliadur ? ( 44 )
Pa zeu da c'hourdrouz an Aerouant war goabrennoù an Nenv an Aelez C'halloudek Fatima , daoust ma talc'himp koun c'hoazh eus mab Yann Kervern II ha Laura , engehentet war enez Sant-Loeiz 'doug un nozvezh vezverezh e Pariz , adkavet diwezhatoc'h gant e vamm e dismantroù Rekourans ? ( 45 )
Ha petra ' teuio da vezan babig Stasia-Virjinia , bet " graet " en hevelep doare war enez Manhattan e New-York kent ma oa dleet tec'hel kuit da venez Athoz e zud hag en em lakaet ar bed da drouzal gant brudoù brezel ken spontus a bep tu ? ( 46 )
Trivet brezel bed , teirvet martezeadenn : krouadurig Estelle-Myriam , merc'h nemeti Yann Kervern II , konsevet dre vurzhud er c'hev Sezambr ha ganet goude war Aval , unan eus teir enez ar Gral !
( 47 )
Petra e teufe da vezan ?
Tri Yann , teir enez , tri maen ...
Ha tri brezel bed siwazh ivez , marteze ?
Setu 'ta skod enklask marc'heg an Alarc'h , pe hini ul lenner kurius end-eeun , a vennfe mont kuit da gerc'hat e orinoù kevrinus dreist ar Mad hag an Droug , ar Gaou hag ar Wirionez , o trehontin anezho dre vilendall ur gensonadeg etresteredel dispar hag estlammus !
Gwelloc'h 'get kavout traoù diarvar en aner , e raio hent dizehan davit splannder un tour-tan burzhudus , o vont 'vel ur pirc'hirin bamet dre vro , he arouezioù adnevezet , marvailhoù ha kontadennoù kaeran hon yaouankiz peurbadel !
ECHU
__
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Marc'heg an Alarc'h ) - Mae 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Holen Mor " , copyright 2013 .
__
Notennoù :
44 - Diskuliadur , 5,5 / 6,2 .
45 - " An Trede Arc'h "
( Auberive 9 , 16 ) - Heuliad ar Sterenn III - E Galleg : Copyright Dan Ar Wern 2017 / Edilivre - Pep gwir miret strizh .
46 - " Istor ur Verc'h Zianav Gevrinus "
( Deizlevr Yann Kervern III , 5 - Testamant Fred ) - Heuliad ar Sterenn IV - E Galleg : Copyright Dan Ar Wern 2018 / Edilivre - Pep gwir miret strizh .
" Mervel e Ermioni " , V - Hanvez an Diwezhadoù ( L'Eté de la Dernière Chance ) - Heuliad ar Sterenn V - E Galleg : Copyright Dan Ar Wern 2019 / Edilivre - Pep gwir miret strizh .
47 - " Noz Sesambr " , II , 4 - Milendall , 6 - Gouel Varia Hanter-Eost ( Notenn 6 : Diskuliadur , 12 ) ha 7 - Maen an Diskuliadur - Heuliad ar Sterenn V - E Galleg : Copyright Dan Ar Wern 2019 / Edilivre - Pep gwir miret strizh .
* Gwelout pennad kentan : Anna , la petite " Brette " .
Photo : Natalie Portman ( Estelle / Elsa ) dans " Black Swan " ( Le Cygne Noir , 2010 ) , film de Darren Aronofsky , avec Mila Kunis , Barbara Hershey , Winona Ryder , Vincent Cassel ...
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
Archives