AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - La Croisade - The Crusade - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( I ha II ) .
2 Mars 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n e wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " ,
Ar Skarbouklenn .
- Brezel Ar Groaz -
10 - E Grez Marc'heien
ar Bloavezh Mil
( Danevell Tad-Kozh )
" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,
Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan
Roet dezhan ur gurunenn ,
Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "
Diskuliadur , 6 , 3 .
I - Kanell pe Sinamom
Da gas he lestrad koadoù palisandr ha santal du-hont 'vel ma oa dleet bezan graet ganti , he doa aet 'n he hent 'trezek Oban adarre ar " Vari-Vorgan " .
Skarzhet ' oa bet he c'hof eus gwiadennoù bennak mouk ha lin , seiz ha skarlek , holl brizius ha kaer anezho , bet miret gantan koulskoude c'hoazh o frondoù lies mesket enno gant c'hwezhoù fall eoul ha bitailh , sinamom pe ganell a nije en aer 'vel un tres na c'hell ket steuzin ...
Ne oa deut a-benn da lakaat sklaer hag anat hini ebet petra ' oa c'hoarvezet e Man en neizheur pa zisammas eus ur c'houfr e strad al lestr skeudoù kevrinus tud vasklet 'vel difoupet en noz , un doneg wenn groaziet e ruz warno !
Ha piv en dije gwelet pezh a reas van tud all da lakaat eno e Bro-Skos war e lerc'h ?
Nijet kuit ' oa bet Houarn Pogam . Ur c'houc'h all a gemere lec'h an hini kozh .
Hag evit ar paourkaezh Roll , e oa aes da intent he doa kavet gwelloc'h e vamm nevezintanvet d'e virout en he c'hichen ...
" ... D'ar veaj distro ' oa anezhan pa tibunas din Tadig istor an Aotrou Brekilien , a venegas end-eeun Yann Kervern en e levr envorennoù anvet " An Erbeder " .
Lugernin a rae dremm vorlivet al Loar ouzh melezour an dourioù lufr ...
" ... Hiziv an deiz , a zistagas trumm da larout ar bleiz-mor kozh , hon eus poan da sonjal er goanag espar diwanet eus ur feiz bet gounezet a-nevez a gasas ur bobl a-bezh , ken birvidik he c'halon , war-raok !
E 1096 e oa ... "
II - Manerioù Paper
" Abaoe tarzh ar c'hantved e kredemp edo o tont ur gwallreuz . N'oa disoc'h ebet ken da ziskar Mab-den goude strivoù didalvez ha lorc'hus anezhan da gas ar Sevenadurezh war-raok .
Aet da get ' oa holl impalaeriezhoù , kouezhet en o foull 'vel manerioù paper ha da gentan hini Karl Veur bet mennet d'adsevel dismantroù Rom evitan hepken . "
" Gwalleurioù a zeue an eil war-lerc'h egile , a gendalc'has ar c'habiten o skrabat e fri , entanet ' oa bet kêrioù ha maezioù , bet graet gwaremm anezho gant argadadegoù ha brezelioù-diabarzh . "
" ... Da skouer ' oa bet distrujet gant Vikinged hor gaez gêr Naoned ! , a laras ouzhpenn gant kounnar .
Koun ' zeu din en doa komzet un oberour brudet eus delwennoù ilizoù-meur an daouzekvet kantved , un tamm a-raok zoken .
Gouzout a rez petra ' lavar ? E oant orbidus ha divalav , o hanvalout gouzanv mil boan 'vel ma pede hag aspede an Dasorc'hidigezh gant o daouarn juntet !
Neuze em roas dezhan un diskuizhig hor c'honter lorc'h ennan gant e vemor ha gant ar pled a daole outan 'vit e glevout e vab-vihan .
Ha ' doug ma veze o sevel ennan 'vel ur c'horniad butun e penn e fri barr-awen grenv ar meurgan , ez arvestas goude-se ouzh kern wenn-spontus gwagoù an donvor !
Evitan e chome sabatuet gant gouiziegezh e dad-kozh ar bugel ha na grede ket en abeg da se e zislavarout oc'h herzel outan da zibunan e gentelioù istor ken hoalus !
Raksantout an hini a rae ' vefe dizoloet aodoù nevez ha marteze ur sekred burzhudus enno ...
( Da Vezan Kendalc'het )
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - I ha II - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives


