AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( III et IV ) .
9 Juin 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don en e wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " ,
Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil
( Danevell Tad-Kozh )
" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,
Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan
Roet dezhan ur gurunenn ,
Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "
Diskuliadur , 6 , 3 .
III - Lazhadeg ar Gouel Mikael
" ... An tregont vloaz a heulias 907 goude marv Alan Veur , a gendalc'has ar c'honter , ' oa bet ur gwall daol spontus evit Breizh ! ( 1 )
Da betra ' vije bet henvel ouzh ar prantad-se ken leun a reuz hag a vantr , a c'houlenni diganin ? Ouzh an amzerioù diwezhan , marteze ?
' Vel ul lanvad kadourien zidrec'hus ' teue en-dro diehan ar Vikinged Normaned , o trastan hon douaroù hag o tiskar penn evit penn en un taol holl gêrioù hon Bro !
Ha ne c'halle roue ha dug ebet en em sevel outo , den ebet !
Betek Bro-Gernev ' teujont da ziazezan zoken , gouez da " Gronik Naoned " a veneg drouklazh kalz a dud bet graet gant un engerzh ifern dindan urzhioù unan bennak anvet Roll ... ( 2 )
Hag an tad-kozh a selle pizh a gorn e lagad ouzh e vab-bihan bet lakaet nec'het trumm e spered gant mallozh gast anv-badez e genderv ma veze barnet diouzh liv ruziet ha truezus e zremm !
Muntret avat ' oa bet ar re-se da zeiz Gouel Mikael , a laras ouzhpenn dezhan ar martolod ... Met lanvadoù nevez barbared ' ziruilhas dre zouar pe dre vor dre ar c'hontre . Edo ar spouron en e washan !
Ur gontelezh hepken ' zalc'has penn dezho koulskoude , hini an Aotrou Even Veur lesanvet " Kadarn " diwezhatoc'h .
E pep lec'h all e tec'has kuit noblansoù ha pennoù-kêr a zeue en-dro da Vreizh-Veur ma oa bet argaset diouti o hendadoù gwechall .
Ur wir dec'hadeg e oa : hep penndierned edo o chom keizh kouerien ha feurmerien , hep an disteran sikour dirak armoù dir ha bodoù-tan " Lec'hlenniz an Hanternozh " ! ( 3 )
Doue ra viro ne c'hoarvezfe biken ken ur ouezoni 'vel-se en dazont , a laras c'hoazh ar moraer tenval e neuz !
IV - Feunteun Vari
A-hed an enderv e paras sonjus e sell Yann war ar mor divent par d'ur skramm sinema ramzel , e lakae d'advevan dre faltazi e spered eurioù diwezhan e droioù-gaer voemus : adwelout a reas dremm gevrinus Virginia o skedin-diskedin 'touez ar gwagoù beuzet en heol splann hag he doa en em ziskouezet dezhan o c'hoari telenn er sal-sonerezh . ( 4 )
Envorin a reas ivez gerioù Berteleme kozh a roe da c'houzout en a-raok ha n'en doa komzet anezho da nikun .
Da serr-noz , mezevellet gant sked an oabl strewet a stered , e teuas adarre da sonj hon beajour e weladennourien an egor . Kemer a reas ar bellunedenn da glask anezho war-du ar C'hastell-Karr-Bras ha steredeg Orion .
Dont a reas er-maez eus ar gambr-levian ma veze serret enni ar c'habiten kent mont davet an tilher-a-raok da gaout ar penn bourzh nevez m'en doa lezet e lestr en e c'hourc'hemenn .
Adkregin a reas neuze gant poell e zanevell :
" ... Pa zilestras Alan Varvek o tont eus an tu all Mor Breizh e Kankaven e 938 , ' oa bet trec'h d'an alouberien war-du kêr Zol ha Sant-Brieg da c'houde .
Dambrest war-lerc'h e c'hounezas trec'h Sant-Enion e-kichen Naoned bet brudet dre vurzhud ar Werc'hez Vari a zeuas du-hont da blegan d'e bresan pedennoù ma vefe torret sec'hed bras anezhan war a lavared , ha bet dalc'het kalz gantan warni o lakaat ur feunteun 'vitan ha 'vit pep unan e re d'evan gwalc'h o c'halon da c'hellout distrein trec'hus d'an emgann rak-se .
Met ne ziskoueze nemet hentoù ha savadurioù skrij dismantret kêrbenn Vreizh he-unan , bet pulluc'het euzhus gant an tan ha damzilezet gant holl he foblad abaoe tri zegad-devezhioù da nebeutan : dilerc'hiadoù mogerennoù peurlosket , bernioù atred strewet ' kreiz ur c'hlasvez deut gouez en-dro ma veze gwelet labaskenned ha klaskerien-vara truilhek o doare enni a-wechoù .
Setu petra ' oa deut da vezan hon Naoned breman , hi ' oa bet kaeran keoded Vreizh gwechall !
Dirollan a reas pep hini da ouelan forzh dirak ar reuz-man !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - III ha IV - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , Copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
1 - Alan Ian , lesanvet " Alan Veur " ( war-dro 890 - 907 ) , Roue Breizh .
2 - " Kronik Naoned " , dastumad danevelloù istorel ar Grennamzer Uhel ( etre 570 ha 1050 ) .
3 - Normaned ( Norsemen ) pe Vikinged .
4 - " An Erbeder " , eilvet lodenn , pennad 6 : " Diskuliadenn Roll " ( 1 ) .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 22 Une Etoile Qui Tombe
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives



