AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 20 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
3 Février 2017 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 13 )
Dorioù ar Mor-Bras ( 20 )
( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )
" Va Doue , va Aotrou Doue ,
Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,
'Vit ma c'hallfen o karout ker ,
Foeltran bleunioù va nev'zamzer ? "
Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv "
- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .
Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj
Da Enorin Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 )
" I got caught in a storm and carried away ... " *
Trede Devezh
" Petra ' c'houzanv ar marv , nemet pezh a from ha rann ac'hanomp ? "
Thomas Mann - "Tristan " ( 1903 )
20 - Hanternoz tremen e oa .
Ouzh tor an dorgenn a-bezh e savas tamm-ha-tamm ur safar boud o vont war gresk .
Kerzhadeg ur strollad tud oc'h en em waskan mell-divell an eil egile ' oa , engroez divent trouz gantan o c'holein daskren diheverz tonnoù ar mor en noz .
Tud o fennoù tokarnet ' zispake torchadoù ha goulaouennoù-tan a bare o flamm war o binvioù marvel , hag o tougen ur groaz du war o bruchedoù e kane meuleudi d'o C'hrouer gwadek !
- Krenit , c'hwi , tud disakret , mibien Satan !
Ra vo milliget an disivouderien !
Brouez an Aotrou ' bilo anezho holl ! , a yude gourdrouzus outo .
" Peseurt Doue eo Heman ? , a laoskas a vouezh izel ar Brinsez Aleksandra 'vit rein ur respont dezho .
Hag e sellae pizh ouzh an donvor , o huanadin mantret war kement-se .
Beuzet ' oa breman ar gouloù en ur vougenn flammus a zegase d'he c'houn lazhadeg pirc'hirined ar Menez Santel ( 22 ) .
- N'eur deuet a-benn nemet E c'houwelout en E gaeran gant eost an eneoù bet advevet Gantan a ziwano eus an Douar-man 'vel eus ur parkad gwinizh divent , pep penn-ed anezhan o vont da vezan ur sterenn un deiz ...
Nimmer müsse ich ersterben ...
( 23 )
Siwazh ne voe ket 'vit komz pelloc'h .
Mennet ' oa Fred da sikour Marieke .
O vezan dall , n'he doa ket intentet houman ' oa bet troc'het gouzoug he mamm !
Kroget he doa da vouskanan ur c'hantik karantez .
N'en doe nemet re nebeut a amzer , mac'het warnan gant ur yoc'h tud gourdrouzus , 'vit damwelout splannder dibar he dremm bet treuzneuziet gant un doare joa gevrinel .
- Erru omp ! , a hopas laouen gant ur gred birvidik diveizus .
Tre da laez gant e neuz fall ken mezevellus a Varn Ziwezhan , edo un ti-kozh o taean anezhan dirak ar goullo serzh : gwintet war an devenn 'vel ur spes gouez skeud-diskeud , e seblante respont dezhan , gotek e zoare , meurdezus e dal ginklet a-leizh gant kimeraed ha gargolioù-maen moliac'hus .
Uhel dreist ar mor divent , ' oa kelc'hiet gant sapr du bras ' veze oc'h ober gward warnan ha rein gwarez dezhan gant moger krenv o c'hefioù stank .
Maner Auberive ' oa marteze .
Peurlonket gant mor an dud e steuzias ar paourkaezh plac'h .
Den ebet ne glevas ken he gerioù diwezhan .
Flamm ur sterenn-dared a entanas an oabl ...
ECHU
( Heuliet gant "Laura " )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 20 - 2008 / 2010 - C'hwevrer 2017 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . "Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
22 - Montsegur " ma voe losket en un tantad bras-divent e-harz ar menez 210 disivouder d'an 16 a viz Meurzh 1244 " ( diouzh Fernand Niel , "Albiziz ha Katared " , Albigeois et Cathares , 1955 ) .
23 - "Biken ne zlefen mervel ... "
Kanaouenn : * "Rising " gant Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 ) en he "Lhasa " albom , copyright Les Disques Audiogrammes Inc ./ Warner Music 2009 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
Archives

