AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( IX ha X ) .
13 Juillet 2017 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel ar Groaz /
" Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet ' don 'n e wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " .
Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
10 - E Grez Marc'heien ar Bloavez Mil
( Danevell an Tad-kozh )
" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,
Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,
Roet dezhan ur gurunenn ,
Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "
Diskuliadur , 6 , 3 .
IX - Aelez an Aotrou Doue
" ... Tu ' zo deoc'h va c'hompren , paotred , a stagas an hini kozh da simudin etre e zent e c'herioù . Da ger spontus ' oa deut an holl draoù-se , ha ret alies ' oa d'ar marc'heg em lakaat e servij ur mestr bras a c'hallfe kemer koust e mizoù-loen hag armoù anezhan en e garg . Rak e teue lufr an haroz eus e gleze-veur vojennel bet graet gant govien " hanterzoueed " a wiske gant tilsamoù niverus anezhan ! Hini ebet n'en deus ankouaet " Kaledvoulc'h " , neketa ? ( 16 )
Kil ar vedalenn koulskoude , ne rae ket an holl e doare ar Sent , ur c'halz o vont re bell o fleg d'em gannan e lazhadegoù pennfollus , ha ' pad ma varve gant an naon ar werin , e vrife ha lonke ken marlonk ha bandennoù moc'h darn 'nezho !
Setu penaos e c'hellit sellout ouzh ar mare-se , ur mennad uhel gantan evelkent !
Dalc'hit sonj eus ar gejadenn a reas Peredur er " Goadeg Zistro " , fromet-bras e galon daoust da alioù eveziegezh e vamm , pa welas ker stank holl ar goafioù , rochedoù-houarn hag helmoù aour hag arc'hant o skedin hag o lugernin ken dirazan eno gant an heol !
- Hogen n'oc'h ket Aelez an Aotrou Doue ? , a c'houlennas d'ar varc'hegerien . ( 17 )
An Aeled ken kalonek-se neuze , bout bet levezonet o bugaleaj gant taolioù kaer a vrezel ha gant istor glorius aloubadegoù trec'hus o zadoù e pevar korn ar bed , ar vrezelourien kadarn-se , ken rust hag henvel ouzh tud gouez , bet kendrec'het 'vel-se ' veze anezho ar c'hrenvan etre an argaderien , a luskas da vont kuit en hent war-du Jeruzalem da zieubin bez an Hini a enore hag a zouje ar muian gant aon ar Varn da zont o ferc'hedoù Dioutan !
- Aotrou Doue , a larfe bremaik darn bet gwalchet anezho gant gwad ar Groaz , Oc'h marvet 'vidomp an hini eo , ha mervel a rin me-ivez 'Vidoc'h !
X - Rouantelezh Arzhur
'Vel-se ' oa an traoù d'ar c'houlz-man ... , a laras an tad-kozh 'benn-ar-fin , o chutan beg e gorn-butun e doare un den fur , kemmesk a loustoni hag a bedennoù ennan , louvigezh ar bitaouerien hag emgastiz ar gevrinidi .
Ha ne glevas ket pennoù uhel o beli trompilhoù tregernus an Dizrevel-Meur , o kavout gwelloc'h dezho adkavout plijadurioù o buhez pemdeziek a-hend-all .
Amzer ar veleien zimezet ' oa ivez , hini ar serc'hed hag ar simoniezh ... ( 18 )
Met e voe dihunet bremaik ar gwashan hag an dirollan eus an dud gant ur vosenn pe ur gernez , holl walennoù a zeuas an eil war-lerc'h egile d'an unnekvet kantved .
Neuze e touge unan ar roched reun tra ma wiske eben ar c'hougoul . Ha ' pad ma c'houlenne hennezh truez d'e Zoue en Nenvoù , e roe heman e vadoù d'ur gouent !
Touin a rae an holl " Pax et Treuga Dei " , da lavarout eo arsav-brezel etre ar Merc'her da noz betek al Lun vintin .
D'an diwezh e kemere an darn vuian anezho , rannet o kalon , ar gourdroulenn hag ar vazh , ha , rak ne zle den ebet mankout d'e Grouer , ez ae a-benn-kaer diouzh o vuian-garet davit an Douar Santel ...
- Gouezit holl , a gemenne c'hoazh ur barzh ouzhpenn , e tle pep unan ober marc'hegiezh eno da c'hounit gloar ha paradoz , kalon ha meuleudi ha karantez e Itron ger ... ( 19 )
Ha m'o doa kredet ar vugale , a leze da vale diganto pell du-hont o selloù war-du inizi ar Mor Keltiek , kemer marse gwechall penn an hent a gase da c'hoadeg Vrekilien , ez afe breman 'vel daou vreur war-du Rouantelezh Arzhur 'vit bezan marc'heget gantan ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - IX ha X - Pep Gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
16 - Diouzh ar mojennoù keltiek eo " Kaledvoulc'h " anv kleze gwengelek Roue Arzhur an Henvretoned .
17 - " Peredur ar C'hembread " ( Ar Gejadenn Vurzhudus , pennad 2 ) , in " Marc'heien an Daol Grenn " , azasaet gant François Johan , Casterman , 1981 .
18 - " Anat eo ar simoniezh pa vez roet madoù danvezel evit traoù speredel " ( Pascal , " Les Provinciales " - Lizhiri Provinsel , VI , 1656 / 1657 ) .
19 - " Kanennoù Kroaziadeg " , gant Bedier hag Aubry , Champion , Pariz , 1909 .
Taolenn : " Roue Arzhur " (" King Arthur " , 1903 ) gant Charles Ernest Butler ( 1864 - 1918 ) , livour saoz .
Dekvet Pennad :
E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil
I - Kanell pe Sinamom - II - Manerioù Paper - III - Lazhadeg ar Gouel Mikael - IV - Feuteun Vari - V - Dour Berv , Kouronkadenn Yen - VI - Taget ar Yar gant ar Falc'hun - VII - Ar Steredenn-Lostek hag ar Brezel ( Dre Dan pe dre Wad ) - VIII - Ar Goulmig C'hlas - IX - Aelez an Aotrou Doue - X - Rouantelezh Arzhur .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives

