TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 1 - Malout .
14 Juillet 2022 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #TREIZH - TRAVERSEE
TREIZH
( Dastumadenn divyezhek )
I - Dremmoù Aelezed
1 ) Malout
Kalz goulennoù ' vez graet a-zivout ar Garantez .
Ha genel a ra " 'vel ur pennglaou o luskellat dre an aezhenn war veg ur bann loar
o skedin " pa vez paret warnimp , enkrezet , selloù he loargann kevrinus dre ar prenestr hanterdigoret ? ( 1 )
Pe ez eo keal eus ur gejadenn dre zegouezh bet graet en un ostaleri Biarritz e-pad un abardaez Mae , o laka ac'hanomp o talin ouzh un dremm aelez hoalus ganet eus ur rez dibad , he tres dreistlavar , luc'hedenn a entano ho kalon da viken , o redek buan e oabl ur vuhez tenval evel liv an noz du ?
" Holl atizoù ha froudoù a dremeno gant an oad ? " ( 2 )
Piv en deus laret-se en ur dremen en ur sapreg , e " Bro Kollet Meaulnes Veur " , o vale en alez an envorennoù diwalc'h ur gontadenn ken hoalus hag hini ur bapa ?
Plijout a rae din istor Hervine Magon " a c'hoarzhe gant plijadur , a ouele gant an aon " , e-barzh " Kounskridoù eus an Tu- Hont
d 'ar Bez " ( 3 )
Komz a rae eus va bugaleaj din-me va-unan hag o lenn anezhan e tegase d'am c'houn adarre un dousig-koant mod Breizh anvet "Malout " , prinsezig melen he blev a vale kazel-ouzh-kazel gant he marc'heg kadarn , heman o tougen ur sae-foutouilhat hollgaer nepell diouzh lez hengoadeg
vojennel Vrekilien !
Bez' ez eus ul luc'hskeudenn gozh a ziskouez ac'hanomp gant hor falsjaved , div velo bugelien .
A-drugarez dezhi eo dasorc'het dre vurzhud holl skeudoù va zremened : hon troioù-kaer pa'z aemp da vreskenn ha da riboulat gant va c'hoar Marianig , pennrenerez ha penn-paotr gwirion hon tropell e-giz ur Markiz Pontkalleg * nevez , marteze , am stleje bepred dre gaer pe dre heg 'dreuz al lann war he lerc'h , hep menegin va hiraezh 'vit gouelioù Nedeleg gwechall-gozh hag e c'hoarielloù artizan ...
L'Îlot Haut , Bellevue : degouezhout a ra d'an anvioù-man dassenin c'hoazh em fenn ; Kamp Koetkidan e ospital an arme gant ur groaz vras wadlivet warnan
( hini an Demplourien ? ) a welan anezhan bepred dirak va daoulagad .
Ha zoken ma n'eo ket an Aotroù Brekilien o vont kuit d'ar Groazadeg war e varc'h-emgann feal , eo din a-walc'h ur soudardig plom war un estajerenn , marc'heg Sant-Sir meurdezus gant ur glipenn plunv gwenn-ruz war c'horre e chako , 'vit lakaat da skedin em noz livioù hud va bro c'henidik ! ( 4 )
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 1 - Malout ( 2006 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH ( Traversée ) " , copyright 2022 .
___
Notennoù :
1 - " War Glask an Amzer Gollet " ( A la Recherche du Temps Perdu ) , I - " Da Du an Aotroù Swann " ( Du Côté de chez Swann , 1913 ) , 1 - " Kombre " ( Combray ) , gant Marcel Proust ( 1871 - 1922 ) .
2 - " Ar Skinoù hag ar Skeudoù " ( Les Rayons et les Ombres , 1840 ) - XXXIV - Tristidigezh Olimpio ( Tristesse d 'Olympio , 21 a viz Here 1837 ) gant Victor Hugo ( 1802 - 1885 ) .
" Pozioù pe Bedergwerzennoù da Gemer Plas re Pibrak o deus aet da Gozhan un Tamm " ( Stances ou Quatrains , pour tenir lieu de ceux de Pibrac qui ont un peu vieilli ) ,
XXXVIII , gant Voltaire ( 1694 - 1778 ) , prederour , skrivagner gall .
3 - " Kounskridoù eus an Tu-Hont d 'ar Bez " ( Mémoires d 'Outre-Tombe , 1809 - 1841 ) , I , 5 , gant François-René de Chateaubriand
( 1768 - 1848 ) .
4 - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres ( Heuliad ar Sterenn IV ) , I , 4 - Gilliatt hag ar Vorgazhenn - Copyright 2018 Dan Ar Wern / Edilivre - Tous droits réservés .
- An Erbeder / Le Passeur des Mondes
( Heuliad ar Sterenn I ) , II , 8 , 2 - Mari-Morgan , notenn 12 ( 86 el levr * ) ha III , 11 - An Aotroù Brekilien - Copyright 2015 Dan Ar Wern / Edilivre - Tous droits réservés .
* Clément-Chrysogone de Guer , Markiz a Bontkalleg
( 1679 - dibennet e Naoned d'an 26 a viz Meurzh 1720 ) , a gemeras ur perzh bras en un irienn vreizhek 1718 o tennan da ziskar gouarnamant Fulub II Orleans , Rejant Rouantelezh Bro-C'hall etre 1715 ha 1723 goude marv Loeiz XIV. Brudet e oa bet da c'houde dre werz
" Maro Pontkalek " ( I , 46 ) ar " Barzaz Breiz " ( 1839 ) gant Kervarker ( Théodore Hersart de la Villemarqué , 1815 - 1895 ) , gant " Ur Verc'h digant ar Rejant " ( Une Fille du Régent ", 1845 ) romant Alexandre Dumas , hag ivez gant film Bertrand Tavernier , " Krogomp gant ar Fest ... " ( Que la Fête Commence ... , 1975 ) gant Philippe Noiret
( Ar Rejant ) , Jean-Pierre Marielle ( Pontkalleg ) ...
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives
/image%2F1535069%2F20220715%2Fob_d17c22_hermine-3.jpg)