TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona ( ( Sul Gwenn , 2 ) .
TREIZH
( Dastumadenn divyezhek )
I - Dremmoù Aelezed
2 ) Mona *
( Sul Gwenn , 2 )
" Tud kaer , piv ' zalc'h anezho ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) - Eilvet Klemmgan .
Tri devezh diwezhatoc'h , e oan deuet en-dro da Vrest 'vit va gelaouenn .
Dalc'hmat , ne ouien ket perak he doa sachet he skasoù ' giz-se ' dreuz an denvalijenn en ur leuskel ac'hanon va-unan 'vel ur penn-ki .
- ... Henvel oc'h tout , c'hwi , paotred ! Nemet pezh a garit ho peus c'hoant d'ober !
En ivez , en deus he dilezet ! Echuin 'vel ma mamm , ne venn ket din , nann ! , he doa garmet warnon , fuloret .
Hag e oan chomet aman abafet krenn , dinerzhet a gorf hag a ene , gant c'hwezh-vat he blev , he c'hroc'hen em fronelloù .
Steuziet ' oa bet hep lezel tamm nemet un dristidigezh vras ennon , roudoù hepken dezho em c'halon .
Evel ma ne c'hallis ket en em rein da gousket , en noz-se , e selaouis ur ganaouenn Cohen war va Ipod :
" Been on the road forever ,
I'm always passing thru ,
But you' re my first love and my last ,
There is no one , no one after you ... " ( 10 )
Distroet ' oan da Bariz , ha da glask titouroù war varv va c'hamalad-skol aet diwar wel abaoe amzer hon bugaleaj , e c'hoarien va fri-furch ' barzh teulioù ar magazin sevenadurel ma labouren evitan hag ivez dre bellgomz e re ur gelaouenn all e Breizh a-drugarez d'ur c'henlabourer am boa roet dorn gwechall dezhan .
Disrannet ' oa bet hon hentoù anat din , ar peurrest bet graet gant chansoù dishenvel ar vuhez , evidon-me un tamm brud 'vit levrioù dister , ha peurgetket unan diwar-benn Breizh , evitan une hent kuzhoc'h , kevrinus ... Petra all war Vona e verc'h ha diwar-benn pep degouezh hon deizioù pemdeziek ?
Pa sonjan en istor-ni breman , em eus koun a-gevret ha n'ouzon ket perak eus un dro-gaer am boa gwelet keit all eus ar stirad skinwel vrudet " Star Trek " , pa veze dleet d'an harozez vervel 'vit mirout an Denelezh da drein a-nevez e gouezeri hag o lakaat 'giz-man da ziwan ennomp goulennoù diarsav a-zivout hon Tonkadur .
Un dra ' vije bet komprenet fall neuze diwar e benn ganti ha ganimp bet todinaet 'vel-se gant " Porzhier an Amzerioù " ?
Ha peseurt kevrinoù ' veze skoachet dimp c'hoazh Gantan war ar varbared-se o c'houlenn un aberzh nevez ? ( 11 )
Rak souezhus-tre ' oa bet disoc'hoù an enklask en diwezh : barrad-amzer ebet met un darzhadenn noz kentoc'h 'vel un tan-arvest ...
Neuze gwalldaol d'ober e jeu dezhan ?
Sul-Gwenn e oa , d'ar mintin-man , gouel ar Pantekost .
Divizet em boa mont war droad d'an iliz pa veze lidet gant an holl en deiz-man donedigezh ar Spered Santel war an Douar ha marteze ganin-me hini P... ma felle dezhi en em ziskouez din du-man a-benn ar fin , eveljust !
Gwall nec'het ' oan koulskoude , rak n'em boa bet keloù ebet digant an dec'hadez abaoe ma oa aet he skeud o steuzian kuit diwar wel ken buan en noz du .
Er-maez e c'hwezhe feuls barradoù gwent war ar gêr o skuban didruez traoù a gave dirazon , skourroù gwez diskloset , sklentennoù distaget diouzh toennoù kozh , panelloù a yae diwar nij o trein 'vel gwiblennoù , o liketennoù bet roget diniver o troidellat d'o heul e pep lec'h hervez c'hoantoù an avel foll !
Takennoù glav yen a gouezhe ivez war va zremm , o lufran ar ruioù gleb dindan ar brizh-heol .
Hiziv ma seblante bezan ankouaet klouarded an deizioù kent , seurt " Gwenvidigezh " , e klasken va hent dre vil boan o strivan kalonek ouzh an avel lemm hag o terc'hel digoret disglavier an ostaleri !
Tremen a ris dre ru Glasc'ho , a-drenv an Ti-Kêr .
- Pell eo c'hoazh diouzh Sant-Loeiz ? , a c'houlennis d'ur paourkaezh moraer a ziskoueze bezan kollet gantan e nadoz-vor dre ma boueze ken start war e gasketenn gant e zaouarn 'vit he derc'hel da gouezhan .
- Du-hont ! , a respontas din , e benn droet ouzh ar mor .
Tost d'ar Marc'had ...
Un nebeud stalioù a gavis end-eeun ur predig war-lerc'h a-gleiz din .
Darempredet un tamm ' vezent daoust da froudennoù an hin , bet aet tre re bennak ar valeerien en iliz ...
Dont a ra da sonj din en doa prezeget war anadennoù naturel en-dro deomp ar beleg , marteze ' vel sin hor buhez diroll ha dihenchet .
Lizher Jud en doa kroget da lenn :
" Henvel ouzh gwagennoù fuloret eus ar mor eo ar re-man , o teurel dirazo eon o loustoni ..." ( 12 )
War an trepas ' tintas va hezoug ' kreiz an oferenn .
Kredin a ris e oa-hi ' benn ar fin , hag hen anzav a rankan , en em waskas a-daol-trumm va c'horzailhen gant ur barr anken griz !
- N'on ket evit dont du-se hiziv , siwazh ! , a yudas ur vouezh a-bell e pleg va skouarn .
Tourmant ' zo ... Intent a rit ?
E-pad un eilenn ' teuas em spered komzoù Alonso :
" Mall bras ' zo warnon anavezout istor hoc'h buhez ,
Dindan gazel-ge e vefen ,
Gant klevout kanan ho kwerz ... " , o klask gouzout ma veze Mona , mechal ,
" ur sorserezh c'halloudus a-walc'h evit ren war al Loar hag ober tre ha lanv . " ( 13 )
Met ne oa nemet P ...
War an hent distro e taolis va evezh ouzh un " davarn " , seurt ti-debrin elzasat ' tal ar " Quartz " . ( 14 )
Deuet e oa poent merenn ha koulskoude , n'em boa ket naon .
Ur vamm-gozh a gavis da gomz outi eus Mona .
Hec'h-unan-penn hi ivez , e seblantas ken trist ha nec'het ha me ...

Antronoz ' oa bet degaset kemenn din ' oa aet " Spered Mona " d'an traon gant skein ouzh kerreg-tarzh Enez-Werc'h , dismantroù ebet war al lec'h goude pense ar bagig .

Selaou a ran fenoz sonerezh Vaughn Williams , a gare he zad : " The Lark Ascending " bet awenet gant Barzhoneg Meredith , " The Joys of Earth " . ( 15 )
Envorin a ran ar paourgaezh plac'h :
" Hep he far e chom breman , ne gav netra ken war an Douar ,
Klask a ra gouelec'h , plasoù all euzhus da lenvan ,
Pe glemmichal ,
Dieub , en diwezh ... " ( 16 )
Dirollan a ran da ouelan .
" Petra eo nesan tra dimp ? Ar Marv ? Ar pezh n'eo ket c'hoazh ? " , a c'houlenn ar C'haredig .
( 17 )
ECHU
___
DAN AR WERN - TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - I - Dremmoù Aelezed - 2 - Mona
( Sul-Gwenn , 2 , 2007 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH
( Traversée ) " , copyright 2022 .
Notennoù 
10 - " No One After You " , pozioù gant Anjani Thomas ha Leonard Cohen , in " Blue Alert " , gant Anjani , Copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 , All rights reserved .
11 - " Star Trek Klasel " , produet gant Gene Roddenberry - Tro-Kaer niv . 28 : " The City on the Edge Of Forever " ( Ar Geoded War Vord an Nor Beurbadel ) , skrivet gant Harlan Ellison , kenwerc'het gant Joseph Pevney . Dremmourien : William Shatner , Leonard Nimoy , Joan kCollins - CBS Studios Inc . All rights reserved / Copyright 1967
and 2007 .
12 - Lizher Jud , 13 .
13 - Stratford-upon-Avon ( Warwickshire , Central England ) - William Shakeaspeare
( 1564 - 1616 ) oa ganet ha beziet aman .
" The Tempest " ( Ar Gorventenn ) , war-dro 1611 .
14 - Kreizenn Sevenadurel " Ar Quartz " , 4 , Bali G. Clemenceau , e Brest .
15 - " The Lark Ascending " ( An Alc'houeder o Tinijal ) - 1914 - Oberenn Ralph Vaughan Williams ( 1872 - 1958 ) , musiker saoz .
" Poems and Lyrics of The Joys of Earth " ( 1883 ) , gant George Meredith , skrivagner ha barzh a Vro-saoz ( 1828 - 1909 ) .
16 - " Die Liebe der Magdalena " ( Karantez Madalen ) , Insel Verlag , Frankfurt , 1912 , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .
17 - Gerioù Rilke , in " Rilke " , gant Philippe Jacottet , Emb. Le Seuil , 1970 .
" Heklev hon envor ,
Ur bensadenn lonket en noz ,
O sell paret war an dour ,
Selaouit klemm moraerien kozh ,
Sachet gant mouez ur vorganez ,
Eneoù morgousk en hiraezh ... "
Gwennyn Louarn - " Dream Well "
" En Tu All " - Coop Breizh /2006 .
* " Spered Mona " , Aman-Hag-Ahont , 9 .

/image%2F1535069%2F20220717%2Fob_d62b34_femme-seule-au-bord-de-l-ocean.jpg)