AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h / La Troisième Arche / The Third Arch - E Brezhoneg / Version Bretonne ( 3 ) .
3 Septembre 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 9 )
An Trede Arc'h ( 3 )
" Kontet eo bet an amzer , hag embrientin a zleomp ober ur veaj hir ... "
Laurence Freeman , " Jezuz , Mestr Hon Diabarzh " .
Da Ray Bradbury
11 - "Hanter-kant vloaz ! , a emstagas en-dro da brederian enni , hep kompren o ster resis , war gerioù-man anat "dezho " , marteze , a gavas dezhi .
Disonj , e trese 'nevez , war ar solier , sorc'hennoù ur plac'hig yaouank , warlerc'hiet he amzer 'n ur bed all , hini rouantelezh faltaziek an Achantouriezh .
Met e tenvalae ivez bed an hunvreoù-man , leun a hiraezh , ken kaer ha koant ha pradennoù glas he bugaleaj , gant goanagoù dall ur vaouez deuet barr he oad , skuizh a-nebeudoù he c'halon , o livan gevier dezhi he-unan .
Hag e leze-hi he spered emgar da emgoll 'dreuz kammdroioù gwallc'hoantoù gadal , 'vit kas enkrez diwarni .
Ur seurt par blevennek ha gwallsiet a gemeras anezhi , e glopenn c'holoet gant ur pezh ler du evit ur c'hroc'henn .
Ha 'vel ul loen o rudan , e strive amgredik da lakaat birvilh ar blijadur enni .
" Neuze , strakell gozh ... Ober 'rez da vad ? Debrin 'rez diouzh an druilh ?
Sellit'ta ar gargerez-he-c'horf-man ! Gast ! "
Seul vuioc'h e oa mouezh an den hanval ouzh hini ur boud e reizh displann , seul vuioc'h e kavas mat klevout sonerezh droch gerioù evel re-man , ken displed ha lous e oa evelkent .
Hep gouzout dezhi ez emziskouezhas trumm neuz Johann o paouez he derc'hel end-eeun en noazh-bev en e zivrec'h .
Un dra bennak divourrus-tre , a sonjas goude , ur stultenn fall darempredoù rev gwadorged hag en doa emsilet dre laer en he c'halon , ma vije bet ret d'emzizober buan anezhi 'vit emrein koustians vat ha mirout ouzh "flatrerion sonj " , "krugoù bihan " bet imbroudet e-doug o hun e-barzh pennoù an dud amjestr : ha ne vefe ket barnet ul lusk dibenn evel-se dizellezek eus he c'hendere ?
E gwir , ne c'hallfe ket bezan koazhet diwarni koun he c'hentan gwaz , pa wele bepred dirazi ur baotr a seblante e zasorc'hin dizehan en he skoaz .
Rak nebeut a lorc'h ' oa gant Laura e-kenver frouezh kentan he c'horf , bet ganet dezhi da vare un istor a garantez re yaouank-flamm ha diboell d'he meno .
Gouzanv a rae poan c'harv pa wele e zremm o tamall dezhi , war a hanvale , evit un dorfed n'he doa ket kredet ober .
Ur maread ken dister hiziv hervezi , ha ken digas a-raok ar wallamzer ...
Fazioù he doa graet , moarvat ... Splet ' oa bet tennet ivez diganti ...
12 - Penn pezhell a "wregig " , setu petra 'oa he mab eviti , seurt "pich melen " ha drammgaezhiad , a gare gwelloc'h ar baotred !
Met dimezet e oa .
Hag e wreg , a hirvoudas Laura gant doan , pebezh buoc'h ! Un drochenn ne oa ken !
Pourvezer-bitailh , petra 'vije bet dienorusoc'h hiziv , 'skoaz micher ken hoalus an ober brezel ?
Pebezh dismegans !
" Pourvezans ar gozed ! " , a zic'hargadennas gant fae da c'houde , o veizan ne oa ket-hi kouezhet diwar lost ar c'harr .
Diskouez a reas he c'henc'hoarier , karedig an deiz , bezan souezhet un tamm gant he doare bomm-lavar .
Met e klaske houman sederaat he c'halon , netra ken .
" Evidomp-ni , n'eus kudenn ebet ! " , a c'harmas d'he den-gast gant ur mousc'hoarzh a genwall .
Sujet a-bezh dindan e zalc'h , he doa neuze emroet dezhan , sioulaet he spered hag he c'horf gant sonj an ebat nevez-se , ken difennet ...
13 - "Mat e oa kement-se , a rouzmouzas ar serc'h 'barzh ar c'harr-bulzun . E doare ur gazhenn laosk , he zrolinenn zistumm , e oa .
" Neuze , Laura ? D'war-benn redek-war-lerc'h ? , en doa graet goap outi ar bleinier . Kavout 'rez mat ?
Pell 'oa ma veze bet graet anezhi gant an anv-se .
Ne oa ket he gwir hini , evelato . Unan hepken en doa roet dezhi gwechall tad he bugale . ( 4 )
Bez 'oa den an tavarn-noz , " he " oriad , a vleinie breman ar c'harrig , an hini a zouge ur maskl nebeut kent ...
Ne glaske ket kompren perak en doa gouezet-en , koulskoude , he lakaat d'emgavout ur vaouez atav plijus evit an holl wazed .
Goude barradoù abafded , ne oa nemet morc'hedoù amsklaer , doanius , evit he spered da rein bod , hag o c'hloazan anezhan .
Seul vui ma oa drastet ivez he emskiant gant drammoù niverus he doa lonket dievezh en noz diwezhan .
" Dav 'vo din gwelout ar Beleg ... Ya , hon Sturier ... " , a valbouzas .
A-boan ma klevas c'hoazh , hantervoredet ma oa , pozennoù all , bet drailhet disrann , hag ur c'hoarzhadenn vras en diwezh :
" Sellit'ta an drantell gozh-man ! Neuze , liboudenn ... Poent ' d' re all da floupan ! Pep hini d'e dro ! "
Emgavout a reas he-unanik , dizifenn-holl , e-touez kelanoù a-strew war an douar .
" ... Kerzh gant an Diaoul , strinkenn lous ! "
( da vezan kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 9 - An Trede Arc'h ( 3 ) - 1992 / 1993 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Version Bretonne / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 - Embannet war " NIDIAD " n°16 ( Here 2013 ) .
___
Notennoù :
4 - C/f : " Ar Gejadenn " ( Auberive , 2 )
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 23 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives