AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - II - Ninv Diarmuid ( Doan Vras Ziarmuid ) - Détresse de Diarmaid - Diarmuid's Distress - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
9 - Gaeltacht
( Beaj d'an Inizi )
II - Ninv Diarmuid
( Doan Vras Ziarmuid )
" Divinout a ran ar mor-se end-eeun , a strink e zour war draoù ha sonjennoù , o lakaat hunvreoù da vezan frouezhus hag o vrasaat arvest ar bed ... "
Zavier Grall - " Ar Marc'h Kousket " , VI .
Muioc'h a aon 'get a c'hloaz e voe , n'oa ket pell Pennsans . ( 17 )
Tuchantik ' oa gwelet Penn an Wlas , penn ar bed e Kernev-Veur ma vez komzet anezhan gant Hudson , an naturour , gweledvaoù hiraezhus un ene kollet gantan , a gav en-dro ' benn ar fin e hunvreoù du a garantez bet chomet war o c'hoant e rouestl ur bern reier mesk-ha-mesk 'vel strewet a bep tu : kelc'hiad gwagoù didermen , stok elfennoù , penseoù didruez !
" Follentez an avel ' dreuz ar c'herreg ... Mor-bras tenval ... Red-dired ur pikol houlenn vras du ... Maread mouezhioù rust ar mor ... " ( 18 )
" N'out ket bepred ar c'hrenvan ? , a c'houlennas dezhan Roll , sonjus e zremm , ' dreuz al lomber .
Rein an hini ' ra ' r mestr-se disuj-kenan 'vel ma oar adkemer pep tra , peurbadel ha digemm ma'z eo dre red kounnaret e donnoù 'trezek an aod , c'hoant bras debrin ha kement a itik 'vit krignat reier ha lannoù gantan ' pad ma lamm ha dilamm ar chal ret ha kildrouk e gildroennoù kent ma teu an dichal hag en em denn ar mor a-drenv en diwezh !
" Netra na den ne vefe gouest da zerc'hel penn outan ... " , a sonjas da c'houde hep klemm ebet o tont war e du ' keit ma eveshae ouzh an hini a zismantr ivez nebeut-ha-nebeut dre uz ar milvedoù touell hon galloud-ni bet savet , ma'z eo , war neuz ur vrasted zister en doa asantet lakaat da lugernin 'vel ur c'hastell el Loar dirazomp .
Hag an trouz boud-se ' don grec'hier iskis krignet gant ar mor ?
" Petra 'ta ar skeudenn-man ? , en em c'houlennas dezhan e-unan Yann yaouank o kredin divinout ' oa hini an achantour Marzhin pa zeue en-dro d'e sonj danevelloù bet graet dezhan gant Mona diwar-benn barzhed hag " harpeors " o kanan e vojenn 'baoe kantvedoù : notennoù sklintin o veran diouzh andonioù deut frondoù , o kendeuzin da c'houde e dourioù strink a lamme eus binvioù nenvel ar vusikerien e tolzad re ar mor-bras fuloret dic'hortoz , e arfleu o poentaouin ar gevrollen veurdezus !
Emichans ' ouie se Tadig , en ' oa bet souezhet outan !
E penn e nerzh ' oa aet da ziskuizhan un tamm ar c'habiten 'n e gambrig , o fiziout ar stur d'e eil .
Moarvat , n'en dije den ebet kredet komz mui anv dezhan eus ar mordreizher " La France " , ' oa aet ken hardizh da ugent skoulm , muioc'h 'get biskoazh , dirazan , o stankan hent e zre-dan , tost-kaer toullan e gouc'h zoken !
Darbet ' oa bet bout bet stoket gantan !
Ha n'oa ket bet o teurel dismegans war Vreizh un anv 'vel e hini , a sonje ouzhpenn , pe reut ha dibalamour e emzalc'h 'n he c'henver da nebeutan ?
Ne rae forzh dezhan gouzout piv en doa graet ar mell fazi bageal-se a-hend-all : ken buan ha tenval ' oa aet pep tra a-daol-trumm na oa ket bet amzer lakaat ar c'horn-boud hag ar sinaloù goulaouek da vont en-dro !
Na petra ' ta !
Anat ' oa e bourzh ur vatimant a-vent gant hini ur mordreizher atlantel ur yoc'had reiziadoù ha rikoù kalz muioc'h aozet modern d'en em ziskouezh .
Goap a rae a-wechoù ar " Vari-Vorgan " , hi , eus skinbellskriverioù .
Met ' oa tu d'ar barez ken kozh ha feal-se d'ho souezhan diouzh an aez he doa d'hen ober he-unan , o chom he doareoù hep bezan 'vel re an dud voutin : dre santout muioc'h 'vel ur varzhez e rae ... Setu tout !
Ouzh taol ur " pub " eus ar gêr ez ejod en abardaez-noz .
' Kreiz e sal vogedet e frapas un delennourez evezh an arvesterien .
War a veze laret etrezo , e teue eus ur brovins a-bell ha pa gane , e lakae buan anezho da devel douster heson he mouezh hoalus . Tridal a rae kalonoù an dud gant ar from neuze pa zifoupe mil son sklaer eus he benveg hud , ha pell garanet don enno ' voe-i mezevellet gant pezh a chome eus he fozioù , seurt gwrez karantez troet evito da spered , emskiant hollvedel !
Ha kement ' oa bet goursavet ha boemet ar selaouerien gant huderez he rodelloù alaouret-se , ken e seblantas brasaat ivez tamm-ha-tamm ar gwel anezhi he haelded , he dudi en o c'halonoù , o tizhout o leunian anezho gant karantez Doue ' benn ar fin ...
Dianav ' walc'h ' hanvale bezan he yezh neoazh , 'vel difluket eus istor mab-den , met diwar un dra vurzhudus bennak e ouie pep hini gant aez gerioù a gane , oc'h evan anezho 'vel un nektar eus rouantelezhioù aeled .
O tisteuler sklerijenn o gwirionez meur e chenchas neuz ar c'haeran mojennoù he dornioù ampart o c'hig treuzwelus .
Ha 'vel ur Mann e skuilhe ar c'hwistentin-se diweuz hoalus an Achantourez ...
" Va lakaet hoc'h eus e ninv an argoll , a Gràinne ... Va skrapet hoc'h eus digant palez ur roue da gas va buhez en harlu ...
O tremen va deizioù 'hed traoniennoù du an ankouazh emaon 'vel ar c'harv pe an demm ...
Ha b'lamour deoc'h 'm eus kollet va douaroù da viken , ha va bigi o gouelioù gwenn war ar mor ... " ( 19 )
Unan nevez o c'hoarzhin ' bouez e benn ' zivorfilas pep hini eus an doare terzhienn-gousk ' stroll-se . Hag o rein lec'h d'ur maout a zen , seurt tourc'h-paotr bever brav a forbannas parfeted rik an holl zud o tigerin an nor ' oa bet tec'het ivez didrouz an arzourez .
Seblantout a reas an den anavezout mat an " hini kozh " , rak eeun ez eas davetan .
Souezhet-tre ' oa neoazh gant ar sioulded nevez-se war e zro .
Istor Diarmuid ha Gràinne a roas dezhan da c'houzout Tadig .
- Iskis eo , a grogas da zisklerian ar gweladenner o komz ' giz Rusianed o vageal war ar stêr Volga , mourroù ur penn-bras Tatar dindan e fri . ( 20 )
Kuitaet 'm eus keoded Winchester ma vez kavet an Daol Grenn vrudet enni - gouzout ' ouzoc'h ? - ha gwelet 'm eus ivez dismantroù kastell Tintagell o tont aman , hini kavell Roue Arzhur ! ( 21 )

- Na petra 'n diaoul 'maoc'h ' vat 'c'h ober dre-man ? , a droc'has krenn dezhan an tad-kozh hag , evit ur gwel , ne c'hoantae ket lakaat un anv bennak war e zivizer espar .
- C'hanta , Tangern , 'vel boaz , ober kenwerzh gant aferigoù all ... , a zic'hargadennas ar gour ha na baoueze ket a finval an daol gant e gof bras 'vel hini ur manac'h ' greiz ober un taol-sell goapaus da Houarn Pogam !
Leal e oa e gwirionez ?
- Ha 'vidoc'h 'ta ? , a eilgerias , liv ar gwidre n'e zaoulagad laouarn . Klask a rit spes Izold ?
- Um ... , a c'hrozmolas hor bleiz-mor un doare souezh war e fas , ha rak m'en en gave un tamm en arvar en doa sachet teir gwech lerc'h-ha-lerc'h diwar e gorn , o tont a-benn da beurveuzin 'n ur " fog " saoz dibar e amezeien 'vel-se ' pad ma klaske chench kaoz rak aon a ziskulian pezh en doa divizet d'ober gant e lestrad .
- 'Vidon me ... ? , a anzavas outan war evezh 'vit echuin , d'an Norzh e tennan , va fratikoù eo 'man ivez ...
- Oban ? a zichekas e c'houlenn dezhan ar rusig slav e ( fals ? )vourrennoù perlezennet gant restachoù eon e vier vrun .
Souezhet ouzh e spiswel ken trumm e ruzias feuls divougenn ar moraer .
- Penaos ' c'hellit ... ? , a ronkas hep gouzout petra respont .
- Ar Graal end-eeun , a zistroas an all o tarzhan da c'hoarzhin lein e c'henou . N'oc'h eus ket klevet komz eus ar Skin Glas biken , e eilstumm skosat ? Dleet eo dezhan ' zo bet roet ar chans d'e welout divinout an dazont ha dizolein sekredoù an askre ... ( 22 ) .
- 'Giz pa selaouer ouzh an Itron he zelenn hud ? , a sonjas Roll en doa strivet kalz da chom hep mont da gousket , ken sebezet ' oa bet gant an istorioù hoalus-se ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht II - Ninv Diarmuid - Pep gwir miret strizh - All right reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
17 - Pennsans ( Pensans e Kernevek ) a dalvez " Beg-Santel " . Porzhig-pesketa Kernev-Veur .
18 - William Henry Hudson ( 1841 - 1922 ) , evnoniour , naturour ha skrivagner arc'hantinat , breizhveuriat a orin , oberour " Land's End , a Naturalist's Impressions in West Cornwall " ( 1908 ) .
19 - Mojenn Iwerzhon " Diarmuid ha Grainne " ( Heuliad Finn = Fiannaiocht ) bet meneget ' barzh levr Jean Markale ( 1928 - 2008 ) : " L'Epopée Celtique d'Irlande " ( Meurzanevell Gurioù Harozed Bro-Iwerzhon " ) , Payot , 1971 .
20 - " Bageerien ar Stêr Volga " , kanaouenn hengounel rusian .
21 - Winchester , kêrbenn gozh rouantelezh Wessex ( Kontelezh Hampshire ) ma vez kavet enni an Daol Grenn ( Hall Bras ar c'hastell ) .
- Tintagel / Trevena ( " Tre War Venydh " e Kernevek ) 'zo ur gêriadennig war an aod er biz da gontelezh Kernev-Veur , lec'h genidik ar Roue Arzhur ha kastell ar brinsez Izold .
22 - " Ar Skin Glas " ( Le Rayon Vert , 1882 ) , romant Jules Verne awenet gant un anadenn weledel , seurt skleur liv ur gwervaen o strinkan war an dremmwel pa guzh an heol .
Luc'hskeudennoù : Gwenaël Kerleo , Axandâra , telennourezed .
Taolenn : " The Lugger Inn " gant Don MacLeod , arzour Porth Ia ( St.Ives ) .
