AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .
16 Février 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 11 )

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 3 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Allegro con spirito / Lirzhin speredek
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich
5 - En em welout a reas ken spis adarre , o vlenian al laz-senin , hag e kave deoc'h e veze c'hoazh dirak an hini he doa lakaet kalz trubuilh en e vuhez .
Kenderc'hel a rae da ganan evitan , Marieke ...
Ne vije ket bet tu dezhan kas sonj he dremm er-maez eus e spered . O tennan da hini ar ganerez , e skede bev-buhezek 'kreiz kor an Aelez !
Dre ma ne ouie ket mat petra 'vefe bet c'hoarvezet ganti en ur mare ken kriz , e c'houlennas outan e-unan , hep sonjal , ha ne yafe ket d'e c'herc'hat , o tont buan da chom gantan a-nevez .
Emichans , e yafe pep tra gwelloc'h-gwellan evito , hiviziken , met ne rofe ket ken dezhan ivez he asant , marteze ?
6 - Dre e gousk , en em ziskouezhas dezhan eurioù dispar tremenet e maner Auberive , en he c'hichen , predigoù eürusted dibad er " burg " kozh elzasat he zud .
Ne gomzfe ket c'hoazh gantan , ahont , eus Novalis , unan etre an oberourien a gare ar muian , bruder ar Romantelezh c'hermanek , en doa roet d'he nozioù bezan goulaouet gant splannder e varzhoniezh arouezel ?
Ivez e kontfe dezhan istorioù kaer he bugaleaj e bro gwechall he hendadoù , re ar Gorrikanezed , a spluje o eneoù en he daoulagad trellet , re he c'hoarioù war al lenn , he ebatoù er Vogesennoù , 'kreiz an Natur , oc'h heulian kezeg damc'houez a hinte e strink an dour eien .
Hag en doa raksantet ennan e vefe tu d'hec'h adkavout du-hont , evel ur beajour na baouez ket , e gwirionez , da heulian e hent d'e vammbro orin . ( 1 )
7 - Peg ouzh e galon 'oa chomet pell deiz-se ken benniget ar Yaou-Bask 1989 !
Graet en doa anoudegezh gant ar vaouez yaouank e Berlin , e deroù un endervezh tomm a-walc'h , heoliet .
Vad a rafe dezhan un nebeud kammedoù 'dreuz kêr Frederig II , a sonjas d'an ampoent : o vezan m'en doa div pe deir eur vak , e tivizas mont da vale tostik-tost , betek kastell Charlottenburg .
Ar mintin e oa . Diouzh gwel , e vefe un devezh kaer .
Goude un dijunin fonnus edo o paouez kemer gantan er " Schweizerhof " , ostaleri nes da liorzh al loened ma veze boazet outi , ez eas en hent ar baleer .
Kement a gare ar gêr-se ! O vezan ma ne vije ket bet adkroget gant ar pleustradegoù nemet antronoz , e Palez ar Republik Berlin-Reter - nebeut a-raok kouezhadenn ar " Voger " e oa - en doa graet sonj ober e vad eus dudioù an nevez-amzer , evel ma veze plijet kalz dezho stranerien ivez , a gantree lezirek a-leizh , gwisket mui pe vui , e disheol rabinoù an " Tiergarten " .
Tud a weled a-goubladoù , a veze o pokat etreze buan , ha , dre ma tremenent , e seblante ober fae ac'hanoc'h merc'hed en o bleunv , dichek ha lirzhin , gant o " walk-man " peget ouzh o divskouarn .
Petra a c'helle kredin ar re-se , en em c'houlennas dezhan an hunvreer , o welout ur valkirienn a strive ouzh he foan , gant he fennad blev melen , evit heulian un arc'hwerez ken mistr a rede ganti ?
Ha merzout a reas , e birvilh o zaolioù-lagad , selloù dre laer a genwall etrezo ?
Un nebeud amzer goude , o vont 'barzh straed " Seitek a Viz Mezheven " , en em astenn war-lerc'h " Unter den Linden " , goude Dor-Harz Brandenburg , kement a veurded enni , e verzas e talvezfe dezhan an dec'hadenn-man davet Bro-Alamagn , dres d'an ampoent , da zistanan un tammig e galon vec'hiet e-kenver e wreg .
A-hed mogerioù an Ti-C'hoarigan , bevennet gant tilh kantvedel o kinnig o deil frondus , leun a vleunioù balzam , da glask frealzin follentez Mab-den , e teuas en-dro trumm d'e sonj ar " garantez " diroll en doa evit e vestr Wagner , " Maj e yaouankiz " , pe " Achantour kozh " , a lakaas neuze kement a virvilh ennan pa selaoue outan ! ( 2 )
Degouezhout a reas evel ur barrad-arnev spontus o freuzan krenn holl bontoù ledet war zoureier du ar Spree !
Ha pouldroennoù tenval ar stêr-se , a welas redek a-is dezhan , a zegasas koun d'e spered eus envorennoù un oad strafuilhet-holl ha displann war un dro : gant e hantervreur , e rede hentoù kozh koadeg Brekilien ... Dirollet en doa da ouelan an hini bihan , tri bloaz hepken , rak aon gantan na vefe deuet en e vantell Loar , en e gaeran gwisk delioù kras , Roue ar Gwern , evit e ambroug betek e Rouantelezh " Skeud an Ankou " , diouzh gwerz Schubert ... ( 3 )
Pa rae un " estren " anezhan , ne vage ket Fred kalz karantez ouzh ar paotrig , o tamall dezhan bezan bet lazhet o mamm o-unan gant e c'hanedigezh .
Ha ne vije ket bet dezhan , a c'hoantaas diouzhtu , ma vefe al " Lanselod " yaouank-se deuet en-dro d'e Zourverc'h , ar buanan ar gwellan , na oa ket bet dleet dezhan he c'huitaat , o vont , neuze , 'vel ur Siegfried nevez , da echuin e Glask dreistdiraez e strad ul lenn gevrinus ? ( 4 )
En deiz-se , e tivizas an Tonkadur diwall Yann Kervern diouzh an islonk .
A-berzh Doue e yeas un tremeniad , splujer dispar , da gerc'hat an hini ma vije bet laret diwezhatoc'h en doa riklet war riblennoù stank ar Graal , o tistrein evezh e vreur henan evel-se ...
( Da vezan kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 3 ) - 2002 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .

Notennoù :
1 - " Heinrich Von Ofterdingen " , gant Novalis ( 1802 ) .
2 - " Maj va yaouankiz " , diouzh Georges Duhamel , skrivagner gall ( 1884-1966 ) , e-barzh " Ar Sonerezh Frealzus " ( La Musique Consolatrice ) , arnodadenn ( 1944 ) .
" An Achantour kozh " , diouzh Thomas Mann , e-barzh " Richard Wagner ha Gwalenn an Nibelung " , prezegenn Sal-Gouelioù Zürich ( 16 a viz Du 1937 ) , embannet e Galleg e-barzh " Haelder ar Spered " ( Noblesse de l'Esprit , arnodadennoù , Albin-Michel Emb. 1960 ) .
3 - " Roue ar Gwern " ( Der Erlkönig , 1815 ) , Lied Schubert awenet gant barzhoneg Goethe .
4 - " Lanselod " , tudenn " Romantoù an Daol Grenn " .
- " Siegfried " , haroz mojennel germanek c'hoariganoù Wagner .
Taolennoù : " Moger Berlin " ( Le Mur de Berlin ) , gant Guy Thiant ( 2005 ) , " Unter den Linden " , dour krenv Luigi Kasimir ( 1881-1962 ) . Pep gwir miret strizh / All rights reserved .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 23 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives