AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 4 ) .
10 Mai 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 4 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Eil Luskad
- II - Baleadenn e Berlin
Andante misterioso / Plarik kevrinus
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich

8 - E-pad ma hiraezhe start ha spontik Fred d'ar vuhez peurbadel , e-giz ur valafennig o kemer he nij goude bezan ermaezhiet eus he foupenn , e santas krenv a-vareadoù ur pistig en e spered .
Skeudoù euzhus a waske warnan , pep hini anezho o steuzian evit rein lec'h d'unan all , skrijusoc'h c'hoazh !
Envorioù a zeue en-dro dezhan didruez , anatoc'h eget er bed-all ma c'helle en em glevout gant plegoù fall e emskiant .
En e zirak , e-mesk ar stered lugernus , e oa skrivet liv-flamm gerioù ha notennoù oberenn e vestr Wagner , o respont da vilonioù mab-den gant e sonerezh dreistpar .
" Un iliz-veur zivent a rankfe bezan tro-dro " , a sonjas dezhan .
" Ha , war he lans , e nijfe a-herr da harzoù an ebr 'vel ul " Lestr Tasmant " ! " ( 5 )
Talman a rae kalon an haroz , kinniget da aberzh war aoter e vrud , a-unvouezh gant fraonv ar c'heflusker e kambr an ijinoù . Ha , dre vras , e klote stummoù e aerlestr gant re c'hoariva brudet Bayreuth , bet peurc'hraet e 1872 gant an tisavour Otto Brückwald , diouzh alioù ar pennsoner .
Ha padal , ne vefe ket kondaonet da gantren war var da viken ar c'habiten-man ken diaviz , en doa kredet en em sevel ouzh barradoù-amzer bet dirollet outan gant an Hollc'halloudeg ?
" ... Va bugel Iwerzhon , pelec'h e chomez da stlejan ? " , e stagas da vouskanan , oc'h ober fae ouzh nerzh an Heol trec'h a bare 'vel " Aour Roen " war balezioù meurdezus ma veze balioù kaer eeun-tenn savet ganto . ( 6 )
Ar gêr vras , bet adsavet goude ar brezel , a ginnige d'an arzour he bravan neuzioù lirzhin , o frealzin anezhan hag o startaat e c'halloud krouin .
Ha ne oa ket " bara an Elez " gantan diwarni , war a grede , ha diouzh ma lavare ivez barnerien 'zo , o skrivan " ez ae en e greiz , o lakaat anezhan da drec'hin , dre vurzhud ha dreist poell mab-den , war doulloù don ha tenval an dilez hag ar marv , a harz pep hini ac'hanomp ouzh gweledigezh Doue ( ... ) ? "
" N'omp ket mestr da houl gor an eneoù ... " , a sonjas-en ivez gant Zweig , p'en doa lennet e studi a-zivout tad " Jean-Christophe " , patrom kement a grennarded direizh ha disuj !
D'an ampoent , en doa diskouezhet brav e romant e c'hellfe tizhout ur pal uhel ar yaouankiz emichans , pell diouzh disterachoù he buhez danvezel . ( 7 )
Daoust hag-en ne vefe ket en abeg ma veze trelatet gant al lennadenn-man ? War-bouez labourat bemdez gant aked , e ouezas c'hoari ha karout muioc'h-mui ar piano . Hag ouzhpenn 'zo , kent dezhan bezan deuet un danvez pennsoner , e teskas ivez ar violons a-benn kreskin anaoudegezh anezhan diwar-benn binvioù sonerezh .
E vamm , bianoourez donezonet-dispar , hag a zeuas da vezan kelennerez e Brest war ar sonerezh diwar-neuze , a ouezas sankan don en e spered , adalek he zoull-bac'h , pennoù-kentan he arz .
E-pad ar vakansoù , o tont en-dro da Europa , e chome ar bugel a-wechoù e ti e dad-kozh , den gouiziek , e-kichen kastell Komper . ( 8 )
Bez' e veze aze un armel-levrioù bras a-ziwar ar maez .
Neuze , e kuzh e gambr zigenvez , dindan lambruskoù ur vansardenn , e korn an oaled , dirak siminal vras ar pezh boutin , kinklet gant livadurioù meurdezus eus an amzer-dremenet o taolennin istor Viviana ha Marzhin ar Strobineller , pe c'hoazh e skeud un dervenn gozh , e c'helle koll penn e neudenn ar paotrig , ha lezel e sonjoù da vont da gantren en o roll a-hed pajennoù dornskrid eus ar Grennamzer , kent stagan da hunvreal e oa deut da vezan Marc'heg an Daol-Grenn , mod arnevez , en diwezh ...
9 - Bez' e tlefe bezan war-dro kreisteiz hanter , pa voe kinniget d'hor baleer arvest liorzhoù ha bleunvegi ar rouanez Sophie-Charlotte , gwir prof Doueed an Natur , pa veze an oabl arc'hant-flamm o c'hoari skeud ha goulou gant dour ar feunteunioù diniver , war zremmoù marmor bresk an aeled hag an nimfenned . ( 9 )
Kemer a reas penn an hent o vont a-hed kazel " Knobelsdorff " , aon ha terzhienn o sevel gantan rak bannoù an Heol splann o paran war e sonjoù du .
Un diskouezadeg taolennoù Friedrich e oa , al livour bras a oa e wreg sot-pitilh gantan .
Hag evel ma tostae he deiz-ha-bloaz , e oa deuet d'e sonj profan dezhi un dresadenn anezhan engravet , pe ul levr mat diwar e benn , pe c'hoazh unan eus e bennoberennoù eilskeudennet a blije dezhi ar muian .
Ha dres en em ziskouezas trumm dezhan hini ma voe borodet ken ganti !
" Ar Beajour Dreist Mor ar C'houmoul " , he doa graet anv anezhan war e zivout en ur pennad eus ar gelaouenn , dre an abeg , a skrive-hi gant un doare pompus , " ma'z eo en , un tammig , ar gweladenner-se war an Douar , pa glask ezteuler dre e sonerezh , en un doare peuznozel , penaos e vez lezet en digenvez hag er boan , kent ma gavo ur sklerijenn zibar 'kreiz e sked e-unan en diwezh , kalz pelloc'h ha kalz nesoc'h , war un dro , da C'hras Doue ... " ( 10 )
Ha n'edo ket o kontan gevier ?
" Penaos en em zidamall eus un drevez-c'hoari 'vel-se ? " , a sonjas dezhan , o kavout blaz ar c'hwerv gant he zroioù pilpous hag o dimezin disrannet .
Biskoazh aze , war al lec'h , gant he micher gelaouennerez , bepred o vont da redek bro e pevar c'horn fougeoù ar bed ! Arzvarnourez . Hag evitan ...
Dont a reas e zremm da denvalaat un tammig muioc'h c'hoazh .
O welout anezhi , he sell difinv , ha dindan gazel-ge gant an oberenn zispar a-dal dezho , e voe trelatet don e spered , ha fromet-bras e galon ivez .
Ne c'hellas ket chom hep dislivan ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 4 ) - 1993 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
5 - " Al Lestr Tasmant " ( Der Fliegende Holländer ) , 1843 , c'hoarigan Richard Wagner .
6 - Tennad eus " Tristan Hag Izold " ( Tristan und Isolde ) , 1859 , par Wagner . " Aour Roen " ( Das Rheingold ) , 1868 .
7 - " Romain Rolland , e Vuhez , e Oberenn " ( Romain Rolland , der Mann und Das Werk ) , 1921 , Stefan Zweig .
8 - Yann Kervern I , Tad Lena ( "Noz Sezambr " , IV - " Maen-Doue " ) .
9 - Sophie Charlotte Von Hannover ( 1668 - 1705 ) , eilgwreg Frederig ar C'hentan ( Friedrich I. ) , Roue Prusia .
10 - " Ar Beajour Dreist Mor ar C'houmoul " ( Der Wanderer Über dem Nebelmeer ) , 1817 - 1818 , gant Caspar David Friedrich .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives