AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .
22 Janvier 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 11 )

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 2 )
evit Gustav Mahler
e koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Luskad Kentan
Religioso / Speredek

- I -
Itron-Varia an Diskuliadur
" Eürus an eneoù galvet war Arc'h ar Salvidigezh ,
da servij Roue ar rouaned ,
A vo He C'habiten Itron-Varia gaer ha ken c'hwek . "
Mélanie Calvat , 18 a viz Mezheven 1877 .
2 - Skeudennoù a ziwanas e spered Fred Kervern , kounaennoù un amzervezh pell diresis .
En em gavout a reas gwelloc'h , evel ma vije bet beuzet en ur sklerijenn wenn war e dro .
Tremenet o doa dre ur seurt hent-riboul a zifourke war ar sal vras , ul liv glas o silan enni . Pegement a dud 'oa enno ? Miliadoù , marteze , o tont eus goueled ar Marv , en doa roet digor dezho Ragevezh Doue .
Sonjal a reas e oa e-unan-penn , avat , trec'het prim gant ar c'hoant kousket , tra ma uhelae ha pellae a-benn-herr an aerlestr divent , breman , livioù gwareg-c'hlav warnan , a-dreuz islonkoù an egor ! Par d'ur voull dan ruz didrouz e oa , a c'houlaoue , a-drenv dezhi , nemet boudoù , zeuet toc'hor , ur bed o vont da netra .
Ha marse diwar zibouezder ivez e oa , pe gement a dizh bet deuet trumm war al lestr , ma oa bet kaset war-raok davit ec'honderioù steredek didermen ?
Krenn e santas Fred e oa e gorf o tistagan dioutan e-unan , hag e c'hellfe arvestin breman ouzh e c'holoenn a gig , evel m'edo o paouez en em zizober diouzh ur pezh-dilhad kozh ha re deuc'h en diwezh .
" A-led e tispleg ar sonerezh , o tibunan e nerzh a-dreuz an amzer . "
Un deiz , en doa klevet lavaroù-man e genou e genseurt Leon Fleisher , pianoour ha bleinier laz-senin brudet , eveltan .
C'hoari a rejont o vestr warnan , o lakaat e glopenn da zassenin ganto .
Trelatet e voe e spered ivez , treuzet-didreuzet gant stronsoù ha luskoù dianav , bet treantet e galon gant nerzh ur garantez dispar . ( 5 )
Intent a reas e vefe dieub evit gwir , hag e c'hellfe mont da vale diouzh un tu ha d'un tu all , kenkoulz da rannvroioù ar pellan eus hon stergoumoulenn ha da zonderioù distroan eus e emskiant .
Kavout a reas dezhan ec'h adveve ur varzhoneg bet sonaozet brav gant Strauss : "... Lusket eo va ene gant ur c'hoant nijal ... " ( 6 )
Neuze , o sevel d'an nec'h , war un hent skedus , betek Dor uhel an Nenvoù ...
Kildroennoù sac'h e vuhez , avat , o tibunan dirak e zaoulagad evel ur stêr tenval , a zegasas d'e sonj ur gwirvoud all . Hag ur vouezh unton , pistigus , a adlavare dezhan hep ehan :
" N'oc'h ket perc'henn deoc'h hoc'h-unan .
Templ ar Spered Santel eo ho korf . " ( 7 )
Kensonadeg Gorecki , envoradenn boanius ur vamm glarac'het goude marv he mab , a savas a-nevez war e envor .
Daoust ha n'en doa ket c'hoariet alies anezhi gwechall , pa oa bet graet meuleudi anezhan gant skridvarnourien bennak a gomze eus " ur bleinier laz-senin donezonet kaer , ijinus-dreist , a ouie ober eus e sonerezh un oberenn damzoueel ?... "
Kredin a reas adklevout ar ganerez :
" Mamm , dreist-holl , na zirollit ket da ouelan ,
Gwerc'hez ken glan Ho kalon , Rouanez an Nenvoù ,
Va gwarezit da viken ... " ( 8 )
3 - Ne reas ken tra an Trede Brezel-Bed , gant e zismantroù a-leizh o krouin tro-dro euzhusterioù diniver , nemet lakaat an traoù diaesoc'h evit pep hini an arzourien gozh da daolennin ar Gened .
A-hend-all , anez na vefe hini " Korolladeg an Ankoù " , ne oa ket marvet houman gant emdouelloù ar bed kozh ?
Tra ebet ken diganti , a sonjas , panevet ar youl-se ken gouez da chom bev koustet a gousto , dre aberzhin e vugel e-unan , zoken , troket ouzh arc'hant pe voued-kof bennak ?
Kredin a rae ken kalet e oa deut c'hoant da John ma vefe aet buan e lezvamm da Anaon , gant ar warizi a vage outi dre guzh ha gant e sonj talvezout dezhi gwall evit gwall .
Hag ouzhpenn'zo , p'en em gaved e goudor ar " Bunker " , gwir-dreist , penaos kaout c'hoant anavezout muioc'h an " No Man's Land " war-c'horre ? Ha perak bezan e chal gant " Kampoù ar Marv " ? ( 9 )
A-bell 'zo , n'en doa ket c'hoariet Fred ur benveg-senin .
Gouli ar c'herse o rannan e galon , e huanadas .
4 - O pignat gant e hent davit pellenoù an nenv , e kavas dezhan ar beajour , e steuzie a-nebeudoù war e dro ar santad-se a veurded a oa bet ennan betek-hen , o rein aes dezhan kemer penn an hent-man ken splann , end-eeun , war glask un tenzor dispar !
Gant ar pled a daole Hounnezh outan , e oa aet ivez diwar e wel damant ar Vamm Santel dezhan , ken talvoudus anezho en a-raok hag ur mor-bras divent , leun a veiz , o lakaat pep sterenn eus an Hent Gwenn da lugernin muioc'h c'hoazh 'vel inizi aour kinklet a vokedoù bleunioù speredet-kaer , a c'hoarie , lirzhin , o sonerezh doueel .
Diaes e oa dezhan , hep gouzout perak .
Ne zeue ket a-benn da zamwelout tra . Nemet , marteze , gwech ha gwech all , ur skleurennig bennak e-kreiz koumoul du ar Varn Ziwezhan .
War lein ur grec'hienn boultrennek ha sec'h e oa , goude un Hent-Kroaz diziwezh m'edo o paouez pignat warnan gant poan .
Un dra bounner he doa flastret kriz e zivskoaz .
Gant un dremm drist , e vinc'hoarzhe Steredenn ar Mintin .
Perlez nakr a zevere war he divjod , sklaer evel an dour .
Gant hast , he doa redet war al leurenn an Diva en doa gwelet ergentaou :
" Petra hoc'h eus graet gant ho puhez ? " , a gane-hi dezhan . Ha , gant taolioù " soprano " he mouezh c'hlac'harus , e kane ur wech ouzhpenn ur salm leun a hirvoud :
" Va mab , va zibabet , va muian-karet ,
Rann da c'hloazioù gant da vamm ... "
( 8 )
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 2 ) - 1993 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
5 - Léon Fleisher , pianoour ha bleinier laz-senin amerikan brudet , ganet e 1928 e San Francisco .
6 - Unan ar " Pevare Lieder Diwezhan " ( Vier Letzte Lieder ) gant Richard Strauss ( 1948 ) , diwar ur varzhoneg gant Herman Hesse : " O Vont da Gousket " ( Beim Schlafengehen ) , e " Gesammelte Dichtungen " , Verlag , 1952 . Alle rechte vorbehalten .
7 - Sant Paol , I - Kor , VI , 19 .
8 - Henrik Gorecki - " Kensonadeg n°3 " , opus 36 ( 1976 ) .
9 - C/f : " An Trede Arc'h " ( Dan Ar Wern )

Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives