Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 10 ) .

3 Juin 2011 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù

AUBERIVE ( 11 )

 

 

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 10 )

 

evit Gustav Mahler

e koun Herbert Von Karajan

" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h

  Ho tougo da Zoue . "

Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh  "

( Auferstehungssinfonie )

 

 

 

Pevare Luskad

 

 

 

IV - Ar Beajour Dreist ar C'houmoul

 

" Say goodbye to Alexandra leaving ,

  Alexandra leaving with her Lord ... "

Leonard Cohen - " Alexandra Leaving  " *

  CN-138-35AR.jpg

 

In gemessenem Schritt

 

 

 

         21 - O lakaat e gelaouenn war an daol-stipan , e verzas e oa distaolet ur sked damruz gant ar melezour , flamenn war ar stank adenaouet muioc'h c'hoazh gant kentan skleurennoù an derou-noz .

En armel-levrioù prenn evlec'h a-dal dezhan , e tapas ul levr kozh liv-flamm , lizherennoù aour munut kizellet war geinadur lêr anezhan :

" Poltred en ur Melezour  " , gant Charles Morgan . ( 1 )

       - Dedennet oc'h 'ta gant ar Gral  ? , en atersas ar gweladenner o follennata an oberenn-se gant evezh .

- Ha perak klask gouzout  ? Kredin a ran eo dreist-holl va zad ... , a valbouzas dezhan etre daou venoz .

Mar deomp da vale bremaik , e tiskouezhin deoc'h an Tour Sant-Yann a-gleiz dimp , e kendalc'has drantoc'h da c'houde . Pep unan warn-ugent a viz Kerzu , goursav-heol ar goanv , e teu da c'houlou-deiz un derenn heol da baran war vogerioù komandouriezh gozh-se an Demplourien .

Ha mojennoù bennak 'zo ivez , a lavaras ouzhpenn , a gomz diwar-benn un hent-riboul kuzh a gas da Sal an Tenzor , hini ur brinsez gatarat forbannet ...

Hag hon eus e kavet biskoazh , avat ? N'em eus ket klevet e vefe deut pinvidik-mor hon tiegezh , frankonat a orin .

Evit ar Gral ... , e klaskas da zisoc'h war un doare kevrinus .

       - Evit da virout ennan eo ma fell dezhan ... , a vouskomzas dezhi e pleg he skouarn , o vont dousik war he c'haoz .

- A , gwelout a ran e lennit  "Sparkenbroke " ! , a eilgerias estlammet  , mousc'hoarzh ur plac'h dinamm war he muzelloù . Kefridi uhel eo hini ar varzhed , neketa ? Donezonoù o defe da ziawelout traoù an dazont evit anavezout ar speredoù ?

" ... Ennan 'vo diskuizhet va zaoulagad , ken hirc'hoursavet o selloù ma c'hello kavout gras d'arvestin outan 'pad un eurvezh da nebeutan ... " ( 2 )

Hogen , a gendalc'has o vont betek an treuzoù , netra ken met buhez Doue 'kreiz hon eneoù sentus 'vefe ar Gral , a gav din ...

       En em c'holoet he doa Gwerc'hez ur presbital dilezet gant un dilhad-sport , seurt mantell-c'hlav oranjez , he blev fin , melenet-sklaer , bet fichet warni e stumm un torkadig-blev savet war an taol , ma taole kement a bled outan .

- N'eo nemet un touell evidon plijadurioù ar bed danvezel , a anzavas a-benn ar fin , un taol-esae didalvez ha dic'hounid evel kened ur plac'h bennak o vont da wenvin !

Padal , ma karit tre skeudenn ar " Vaouez e fleurenn he yaouankiz-se  " , lennit kentoc'h lizheroù Maria Dreinded , un domenigadez nes he spered ouzh hini Mestr Eckhardt ha kevrinidi rannvro Roen . ( 3 )

Va c'havout a reot enno daoust din , marteze  ? 

       - Gouzanv poan a ran ! , a enebas outi brouezet . Klevout a rit  ?

Doan am eus rak ho kwelout war hent ar gouent  ! Ezhomm bras 'zo din ac'hanoc'h , ken plijet on gant an nevezamzer , ar vuhez  !

Ha neuze ... Re aon am befe d'az koll ... , e aspedas anezhi c'hoazh , tost da ouelan .

       - Sell'ta , fazian a rez , a respontas dezhan ar plac'h yaouank esmaeet , ne ket me eo ar rozenn vresk  !  Va c'hoar Alexandra , marteze , daoust d'he neuzioù sportourez , hini az poa kavet el liorzhoù Charlottenburg ?

He deskadurezh relijiel he defe c'hoant da beursevenin gant mont da garmezez , evel ma anzavas ouzhin a-wechoù . Diaes eo he buhez ...

       Hag o stardan e zorn evit klask e harpan da c'houde , e strivas da sioulaat e anken tra ma gomze . 

- N'eo nemet un diaoulez evidon-me , a stagas , gwrac'hez baour anezhi , disivouderez hep frealz an tiegezh , ma fell dit ... Dedennus n'on ket , rak boazet re lennan levrioù va zad : Dante , Ruysbroeck , Joachim de Fiore ... ( 4 )

       Deraouin a reas , hanterfrealzet , he stardan feuls ouzh e galon .

Sell'ta , va c'haredig , emezan hep gouzout dezhan e-unan : n'ouezi nepred eus pelec'h 'c'hallfe dont hadenn va c'hoant evidout , ha men 'vo dioueliet maskl da varv kennebeut !

 

 

Stürmisch bewegt . Mit grösster Vehemenz .

 

 

          22 - Rouestl meur a lakaas ar sonjenn-man en e benn : 'vel dislonket spontus-tre eus an Ifern , e krogas skeudennoù e dremened da darzhan didruez war-c'horre e spered klanv .

En em welout a reas trumm adarre e log ar skalieroù .

Pep tra 'oa stlapet ouzh e dal , breman : Alexandra , Marieke ...

Breoù gwechall a ruzie e zivjod , o hejan e gorf gant glizi braouac'h !

- Perak 'ta n'ac'h eus ket skrivet din ? Perak ? , ez adlavaras dezhi , droug ennan , fuc'het-mik gant ar gounnar , kaouadoù gwrez o sevel krenn ar gwad d'e benn entanet gant ur c'hoant du he lazhan !

        - Petra c'hoarvez ? , a lenvas an dallez , seizet a-daol gant an nec'h .

Gerioù edo o paouez rannan a ziflukas ken diaes eus he genou rak bezan gwasket krenv-spontus anezhi gantan .

Ha klevout a reas ivez he galon o talman a-frapadoù en he c'hreiz .

N'he dije ket gallet e gompren , moarvat ?

Ne vije ket bet gouest da verzout ar c'horf marv gourvezet e-kichen an oaled : hini ar c'houarnerez .

        Dre an abeg dezhan e oa , ne vern penaos , ma ne c'helle ket ken gwelout mat hiviziken , a envoras en ur barrad kasoni : p'en doa mennet kejan un deiz gant e "wir " tad , ez-ofiser ar Waffen SS , evit ma vo talvezet dezhan e dorfedoù .

        Kredin a rae ne oa deut e Breizh ar penn-hini-man , ken fallakr , war e glevout , ha ken sot gant gouizigiezh kuzh ha rin an hendadoù , nemet evit kemer dre nerzh al legad prizus ha , dreist-holl , 'vit lakaat en arvar enor e vamm . images-Erwin-Rommel.jpg

E vuhez-pad , koulskoude , e tregernfe en e zivskouarn c'hoarioù ha c'hoarzhadennoù sklintin unan eus e lezc'hoarezed , bountet gantan e-pad e weladenn ha kouezhet eus krec'h an diri .

Disoc'het 'oa bet an enklask war ur " gwallzarvoud keuzius  " ...

        - Marikele ... Marikele ... , a zaeraouas dezhi ar beajour .

Ha padal e santas brec'h e c'houzanverez o pouezan pounner war e hini 'vel ur voled pe ur groaz a zleer stlejan gant poan betek penn uhelan ar spouron !

Marteze 'oa teuet da welout sklaeroc'h enni en deiz-se o c'hentan kejadenn , aet buan ivez , hep gouzout dezhan , dindan he c'hazel-ge , birvilh ennan o sellout outi , en , ar gwall ael kouezhet war ur blanedenn zisplann !

- N'oc'h nemet ur gaouier ! , a gemennas dezhan , he c'halon o c'hourlamm gant an dic'hoanag .

         Ne oa ket evit rein dezhi ur respont , ken mantret e chome gant gwel skrijus ar serr-noz .

E youl a drec'he un tamm muioc'h war bilpouserezh an dud , setu tout !

Pozioù Wagner , kaeraet gant sonaozouriezh Mestr Wahnfried , a seblantas dezhan bout goullo , didalvoud 'vel ar glav unton ha trist , mesket e diskan er-maez gant trouz o zreid war ar grouan .

" Penaos tec'hel diouzh ar vro

  A zalc'h enni an hollved ,

  D'al lec'h ma ya Tristan ,

  Oc'h mennet d'e heulian , Izold ?... ( 5 )

         

         Tremen a rejont e-biou kloz al loened gouez .

Ar vleizez , he c'helin en-dro dezhi , a reas un oc'hadenn feuls o welout an den dianavez gant he mestrez .

Santout a reas heman e ouie an aneval iskis lenn e ene .

           

         Skubet gant e varradoù taer , en em astenne ar " chaume  " a-ziwar wel . ( 6 ) 

Ne weled ket kalz a dra pa heulied roudoù amspis ur wenodennig , 'kreiz koadoù uhel ar Vogesen . Ne chome nemet geotenn c'hlas ar pradoù , riklus evel ar feltr , gwech marellet gant Bokedoù-an-Dreinded , gwech strewet a vodadoù lus e-pad an nevez-hanv .

Ha seul uheloc'h ez aed betek penn ar bed-se , seul vui a vernioù kerreg mesk-ha-mesk e oa , mein disac'het , beuzet gant al latar pe islonkoù gouest da vezevellin ar pennoù !   

 

        Pell e kerzhas o daou gorf kichen-ha-kichen , skornet  dindan ar glav-sil ha yuderezh an avel foll . Hag o kavout dezhi e oa muioc'h-mui war var he buhez , e waske start Marieke war he daeroù .

 

        Diwar an diaz , koulskoude , 'vel taolet gant un tour-tan 'kreiz ur mor a boanioù , e strinkas bannoù gouleier evel un tenn , ha krenn e krogas  luc'hedennoù el lennig da freuzan drailhoù ruz-mouk an oabl !

- Va heuliet o deus ! , a yudas an torfedour war e sach diwezhan .

Abalamour da Lola eo . Re henvel ouzhit e oa . Ne oan ket evit he lezel da vevan ... Ken hakr , ar plac'h-man !

        Ur bagad bleizi , difoupet eus neblec'h , a dostaas outo hep ober trouz .

        Tra ma tegouezhe 'harz ur groaz vaen divent a-us d'an draonienn , e oa buket kanol ur fuzilh 'trezek ividig an tec'had .

- Ac'hanta , Kervern , a-walc'h 'vel-se , em ziskor dimp

Lies archourien , bet enket anezhan gant ar Von Braun kozh , o doa kouchet o armoù warnan .

        Darbet 'oa bet da hêrez Auberive , strinket en douar , bezan kaset ivez e don an islonk !

Kresk a reas ar glav hag an arnev .

        N'en doe ket amzer hon bleinier laz-senin da bouezan 'vit en em zifenn war nozelenn vunut a droe e vazh-rener en ul laonenn dir troc'hus !

Sailhet he doa warnan Eva , ar vleizez , hag e vountas er goullo !

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                  ___  

     

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 10 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .

 

                                   ___

Notennoù :

1 - "Poltred en ur Melezour " ( Portrait in a Mirror , 1929 ) , gant Charles Morgan ( 1894 - 1958 ) , skrivagner , barzh ha c'hoarivaour saoz . 

2 - "Sparkenbroke " ( 1936 ) , eus an hevelep oberer .

3 - Maria Dreinded ( Marie de la Trinité , 1908 - 1980 ) , dominigadez .

4 - Jan Van Ruysbroeck ( 1294 - 1381 ) , kevrinad Bro-Flanderez .

      Dante Alighieri ( 1265 - 1321 ) , barzh , politiker ha skrivagner italianat .

      Joachim de Fiore ( 1132 - 1202 ) , teologour ha lean sistersian .

5 - "Wahnfried " , ti Wagner e Bayreuth .

     "Tristan hag Izold " ( Tristan und Isolde , 1857 ) , gant Richard Wagner .

6 - "Chaumes " = Peurvanoù torioù uhel ar Vogesen .

 

Luc'hskeudenn  : ar marichal alaman Erwin Rommel ( 1891 - 1944 ) .

 

* "Alexandra Leaving " , kanaouenn Leonard Cohen , copyright 2001 , Sony Music Entertainment Inc . , in " Ten New Songs " album ( 2001 ) - All rights reserved .

 

 

" Hon holl gejadennoù a zellezomp : klotan a reont gant hon tonkadur hag o deus ur ster ez eo dleet dimp bezan digejet . "

François Mauriac - "Hentoù ar Mor " ( Les Chemins de la Mer , 1939 ) .

 

 

                                           Kate Winslet

kate-winslet02-716730.jpg

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article