AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin - Geschichte eines Dirigents - Histoire d'un Chef d'Orchestre - Breton Version / E Brezhoneg ( 9 ) .
6 Avril 2011 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
AUBERIVE ( 11 )
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 9 )
evit Gustav Mahler
E koun Herbert Von Karajan
" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
ho tougo da Zoue ."
Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
( Auferstehungssinfonie )
Trede Luskad

III - Auberive ( Ar Plac'h Youank hag ar Marv )
Doloroso / Glarac'hek
" Seblantout a ra iskis deomp en abeg ma ne welomp netra biskoazh met du enep hon Tonkadur ... "
Maurice Maeterlinck - " Peleaz ha Melizand "

18 - " Marikele , va hini vihan , a vouskomzas dezhi e pleg he skouarn , penaos komz dit eus va dispi ? Kement m'eus ezhomm ac'hanout ! ( 13 )
T'eus ket sonj eus ar " Roc'hell Flamm " hag eus hor bale asambles e gwasked gwez Schönau ? ( 14 )
Dirollet 'oa neuze da lenvan gwalc'h e galon an den meur , 'pad m'he doa kroget en e zorn e vignonez , o stardan anezhan tener ouzh poull he c'halon .
- Diskleriet 'm oa bet dit , koulskoude , a respontas kunv dezhan .
Dav'oa dimp paouez d'en em welout ha lezel an didrouz da gregin ennomp tamm-ha-tamm da c'houde : hini glannder hon aberzh , hini avel an eneoù a c'hwezh dreist an erc'hegi dideuz , hini da sonerezh ...
- Ha gallout a c'hallin bevan hep da garout , avat ? , a eilgerias Fred dezhi o tifronkan , 'vel ur c'hoarig zoken , ha petra all a vefe er bed evidon , plac'h va hunvre ?
- A Te , bet kouezhet eus an Nenv , mab ruzell an deiz ! , a laras dezhan o venegin ar Bibl en un doare iskis . Pelec'h 'man da dalgen Gloar ? ( 15 )
Santet 'm oa un dra bennak zispar 'barzh an iliz , te 'oar , da noz hon kejadenn , emezi o tigerin dezhan he c'halon gant ur c'homzoù kevrinus . 'Vel ur bomm-galv bet klevet ennon ... Ha sonjet 'm oa e Tereza Avila , Edith Stein . ( 16 )
- Hogen , petra 'dalvez ? , a huanadas brevet gant e zoan , lavar din da venoz ! Da belec'h hon kaso an hent-man ?
- Gouzout a ran eo ret din bevan en E skeud , a respontas dezhan a-bouez he nerzh , evit stourm gwelloc'h ouzh re a louzo e Garantez gant o fec'hedoù .
- 'Vel-se 'man an traoù , han ? C'hoant t'eus gwiskan ar ouel , breman ? , a c'hoarzhas goap ar paour-kaezh bet touellet ha freuzet e vuhez gant an doare aelez-se a zalc'he anezhan dindan he c'hazel-ge .
Savet 'oa diwar he c'hador , krouadurez baour vantret gant dislealded an dud !
- Un enklask dic'halloud eo krouin 'vit un arzour , a salmas en he fenn , pa vez enkreziet ken alies gant gloazioù kriz da sevenin un oberenn deut , marteze , re ziarvar ha didalvez ur wech echu gantan da c'houde ?
19 - War he lerc'h ez azezas meurdezus ar mestr dirak ar c'hlaouier .
O lakaat holl vizied voan e zaou zorn kenedour da bouezan warnan , e klaskas livan eviti plegoù ha displegoù e galon rannet , e sonjoù du , ken kizidik ha ken pizh ma oa deut war-dro e vicher , ken aketus ivez da hoalan bepred e selaouerez gant sked dibar e sonerezh !
Hini tenvalded an emskiant , da gentan , gant un arroud eus " andante " pevaradenn Franz Schubert , " Ar Plac'h Yaouank hag ar Marv " , notennoù hud a douezie gant aezhennoù ezans , o hanvalout lakaat klemmoù an avel foll da stumman falloc'h c'hoazh an amzer er-maez , ha strakadennoù ur c'hef bet devet gant flammoù er pellder .
( 17 )
War-lerc'h , treuzneuziet ganto , e vagas c'hwek estrenvan un den " Barzhoneg " hollgaer Chausson , klemmgan Fauré " Da Heul un Hunvre " ha " Prederiadenn dTaïz . " ( 18 )
Neuze e teraouas e zaoulagad , aet da fall re abred gant al labour hag an oad , da virvin muioc'h c'hoazh dre nerzh ma veze sanket c'hwervoni enno , glebiet o adskedoù gant sell ar garantez .
Daoust d'e wir glac'har , e strivas an arzour da gredin e oant " daou " war an Douar 'barzh an ti digenvez-se ar Vogesen , emvodet a-berzh Doue du-man hep na c'hellfent biken bezan " unan hepken " evit gwir e bro diamen o uhelvennad . ( 19 )
20 - Deomp 'ta kuit en hent 'vit dizolein " Pezh a Glever War ar Menez " ! , a ginnigas dezhi , plijet gantan m'en doa gallet c'hoari Liszt en diwezh . ( 20 )
Hag e oa deut a-benn da c'hounit warni asantin d'ur valeadenn ziwezhan .
Kent mont er-maez avat , un doare kasoni war e zremm , e tapas krog e luc'hskeudenn an ofiser , o teurel pled ivez ouzh yoc'had kazetennoù-bro berniet holl war ar benveg .
Dre ditloù pompus war ar bajenn gentan , skeudennaouet gant poltredoù dezhan ma veze livet e vousc'hoarzh pilpous warno , ' oa kemennet unan eus e sonadegoù er rannvro :
" Fred Kervern Veur a sono " Dixit Dominus " e Gouel-Sonerezh Händel Karlsruhe ! " ( 21 )
Kredin a reas e oa un dastumadeg o enorin anezhan .
Mes kenstaget ouzh rentaoù-kont ofisiel , leun a vil meuleudi azaouezus , 'oa diskuliet darvoudoù euzhus 'vel drouklazh ur c'hast er c'hêrbenn c'hermanek pe wallerezh ur grennardenn er Chaise-Dieu . ( 22 )
Ne zaleas ket broudoù lemm ha c'hwerv da lakaat e gempouez en arvar . Adwelout a reas korf gwadek Lola en e noazh !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 9 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .
___
Notennoù :
13 - " Marikele " , furm-vihanaat evit " Marieke " .
14 - Schönau-in-der-Pfalz : keriadenn Park naturel rannvro Pfalz damdost ouzh harz Bro-C'hall ha kastellig Fleckenstein ( Elzas ) .
" Am Zundelsfelsen " ( Ar Roc'hell Flamm ) , enskrivadurig war grouez ur wenodenn er menez .
15 - Izaïaz , 14 , 12 .
16 - Edith Stein , Teresia-Benedicta Vom Kreuz ( 1891 - 1942 , Auschwitz ) , leanez , prederouriez ha doueoniourez alamanat , yuzevez a orin gounezet d'ar feiz katolik .
Tereza Avila , Teresa de Jesus ( 1515 - 1582 ) , leanez ha kevrinadez spagnat .
17 - " Ar Plac'h Yaouank hag ar Marv "
( Der Tod und das Mädchen ) , lied ( 1817 , diwar barzhoneg Matthias Claudius ) ha pevarzekvet pevarad-kerdin ( 1824 ) Franz Schubert ( 1797 - 1828 ) .
18 - Sonerezh klasel Bro-C'hall :
- " Barzhoneg " ( Poème ) , op. 25 ( 1896 ) Ernest Chausson ( 1855 - 1899 ) .
- " Da Heul un Hunvre " ( Après un Rêve ) - Levati sol que la luna è levata - op. 7 n° 1 Gabriel Fauré ( 1845 - 1924 ) , embannet e 1878 .
- " Prederiadenn dTaïz " ( Méditation de Thaïs ) , e-barzh eil arvest c'hoarigan " Thaïs " Jules Massenet ( 1842 - 1912 ) , krouet e Pariz e 1894 .
19 - Geneliezh , 2 , 24 .
20 - " Pezh a Glever war ar Menez " ( Bergsinfonie , 1848 / 1849 ) , barzhoneg sinfoniek Franz Liszt ( 1811 - 1886 , Bayreuth ) .
21 - " Dixit Dominus " ( 1707 ) , oberenn Händel ( 1685 - 1759 ) diwar salm 109 pe 110 .
22 - La Chaise-Dieu : Gouel sonerezh klasel brudet e Bro-C'hall ( miz Eost ) .
Luc'hskeudennoù ar film Philip Kaufman : " Quills " ( 2000 ) , gant Kate Winslet , Geoffrey Rush , Joaquin Phoenix - All rights reserved .

Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives